Anaez o tarvezout er gaezouregezh, naouus dre usvent ar savder ; an un kleñved eo hag ar geurvleñchegezh, e dalc'h adenom eozinofil ar rakgougorfenn : pa zeraou ar c'hleñved goude soutadur an talpennoù ez erzerc'h an usvent en eizhaennoù hepken (sl. acromégalie).
Azoniad stadet diwar ar c'hanedigezh, naouus dre ur c'hresk savder-pouez re herrek, hep strafuilh enborc'hadel ; dre gammneuziadoù ar c'hlopenn hag an dremm (klopenn ec'honek hag argouc'h, tal ledan ha bolzennek, gwaregoù abrant balirek), bolc'hadur ar c'hambroù empenn ; dre ul labanded hag, a-wechoù, glizi.