Plediñ gant kerzh ur stal, un embregadenn ; sk. "merañ ur c'henwerzh", "mererezh un ospital".
Leviañ, frammañ, bleniañ diorreadur un embregerezh ; sk. "ardeiñ ur c'hevredad greantel", "ardeadezh ur ristenn c'hourleurioù".
Er stlenneg, ren emgefreek war dedro ar roadennoù, arver ar periantoù hag ar meziantoù ; sk. "ardeiñ ur stlennvon", "ardoerezh ar roadennoù".
Dre astenn ster, e reer gant "ardeiñ" er skourroù emgefreekaet eus an obererezh armerzhel a vez dedalvezet ar stlenneg dezho. E-se e reer kel a ardeiñ amaezhel gant ar ster "ardeiñ stlennegel dedalvezet d'ar mererezh amaezhel", ha, heñvel dra, a ardeiñ kenwerzhel , ardeiñ jederezhel ha kelldel , ardeiñ ar c'hoskor , ardeiñ ar c'henderc'hañ , h.a.
Hollad an hentennoù stlennegel o talvout da azasaat diouzh ar goulenn barr kenderc'hañ an embregerezh.
Hollad ar poelladoù en-dro da arver restroù diseurt ur reizhiad stlennegel (haeziñ, hennadiñ, hizivaat, gwareziñ ar restroù), poelladoù renet diwar-bouez goulevioù mavek.
Hollad an hentennoù prizerezh diaweladel araezioù, gedvezhioù, koustoù seveniñ an erbaroù bras. An kez hentennoù steuñviñ zo anezho, ouzhpenn diervadoù Gantt, hentenn an treug eizik, h.a.
Hollad an arc'hwelioù ardoet gant ur reizhiad korvoiñ o kendaoliñ da gas da bennvat al labourioù fiziet en un urzhiataer, o terc'hel stad eus an tevet merket dezho koulz hag eus al loazioù hegerz.
Rizh ardoerezh ma ra an holl araezioù keweriañ gant ur stroll hepken a restroù, frammet alies e rezh ur stlennvon.
Hentenn ardeiñ o lakaat e kerz holl wazadurioù un embregerezh loazioù an urzhiataer a zo en e biaou, ha pa ve hemañ amkanet etrezek poelladoù a rizh gouiziel pe c'hreantel.
Arver ar c'heweriañ stlennegel evit ardeiñ an embregerezhioù.
Areg amkanet da zeskrivañ ar c'heweriadoù e rezh hedadoù nodoù (sk. : COBOL).
Bodad reolennoù o ren derannadur al linenn en un eread roadennoù liespoent.
Sl. [liaison multipoint]
Reizhiad veziantel o ren ardoerezh emgefreek ur bon gouezadoù en ur c'hevarouezer.
Sl. [base de connaissances]
Reizhiad veziantel o ren ardoerezh emgefreek ur bon roadennoù. E amkanioù zo :
~ ren un deskrivadur eus roadennoù ar bon hag ober dezhañ emdreiñ a-geñver gant dedroadur ezhommoù an arloadoù ;
~ krouiñ roadennoù er bon hag o arverañ (eztennañ, daskemmañ, dilemel) hervez o deskrivadur ;
~ diogeliñ kendizalc'h ar goulevioù hag ar roadennoù, eleze gallusaat daskemmañ framm kadaviñ ar roadennoù hep azlamm war skrivadur ar goulevioù arloañ emañ ar roadennoù-se engwezhiet enno, hag a-geveskemm ;
~ gwareziñ ar stlennvon ouzh nep teukad, periantel pe veziantel, a-zarvoud pe a-ratozh.
Ar reizhiadoù ardeiñ stlennvon a vez lavaret rouedadek, urzhazek pe daveaduriek hervez delvan ar roadennoù o deus da ardeiñ.
Sl. [base de données +] [modèle de données]
Reizhiad ventawouriezh stlennegel o talvout da arheuliañ diastal dedroadur digonadoù ur greizenn riñverezh. C'hoarvezout a ra eus :
~ un reizhiad enankañ an digonadoù ;
~ ur stlennvon digonadoù ;
~ ur bodad taolennoù bourzh ardoerezh stlennegel.
ERGRAFAÑ HA SEVENIÑ UR RADU.
Da ergrafañ ur RADU, e lakaer e penn kont ar c'healioù-mañ :
~ ar frammañ urzhazek ;
~ an euvriñ emgefreek ar roadennoù ;
~ an ardeiñ a-nemedenn ; sturiañ ur reizhiad stlennegel zo kement ha gwiriañ e tedro hervez an erolad merket en derou ; dereizhañ ivez an erolad, disaouzanañ ar reizhiad, bewech ma forc'h diouzh an amkanioù - alese ar ret evit ar RADU sevel stadoù oc'h ober kel eus ar plegennoù nemedel hepken e doare ma ve delec'hiet, deveizet ha dereizhet ar c'hammarc'hweladoù ; e berr, danevell a vez savet eus an nemedennoù hepken, pa vez disoc'hoù forc'hat pe pa c'hoarvez ur blegenn o c'houl emelladenn, ar plegennoù reol o vezañ stadet diwar-bouez danevelloù kendod hepken ;
~ an atersiñ ar stlennvon digonadoù en amzer werc'hel .
AN UNVEZIOÚ EUVRIÑ :
~ ar gouarner periantel ;
~ ar rakkeweriader sanellerioù , e arc'hwel dec'havaelañ ha dezrannañ a-gendalc'h an holl arc'hadoù o treizhidañ dre ar sanellerioù ;
~ ar c'hetal , gouest da gevanaat ha da geflenañ muzulioù a orin periantel ha muzulioù a orin meziantel ;
~ ar rakkeweriader rouedadoù , ostilh gwiriañ hag evezhiañ ar rouedadoù stlennegel ;
~ ar gouarner evezhiañ pellstlennegezh , unvez o talvout da studiañ an dreizhidell war al linennoù gouruheldizh ;
~ an unvezioù gouarnerezh eilrenk , o amkan evezhiañ a-drebad urzhiataerioù strewet en douaregor.
AR BONIOÚ ROADENNOÚ.
Ar galon int d'ar reizhiad : war gantennoù endalc'h bras e vez treuzdouget an holl stlennadoù digonadel dastumet ha rakkeweriet gant an unvezioù euvriñ. Seurt stlennvonioù a c'haller atersiñ en amzer werc'hel.
UNVEZIOÚ GWEREAÑ AN TAOLENNOÚ BOURZH.
~ ar moulerezed kevregañ , o voulañ taolennoù bourzh e meur a stumm : krennvaoù, tellunioù, danevelloù a-nemedenn, lieskevregoù, danevelloù argemmañ, danevelloù kendod.
≈ Ar c'hrennva . Gant an daolenn-mañ e kaver feur arver loazioù 'zo e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.
≈ An tellun . En daolenn-mañ emañ dedro gweredadur ar vemor en amzer.
≈ An danevell a-nemedenn . Seurt rizh taolenn a gevaraez anaout en un taol sell an distremenoù gwehin eizik c'hoarvezet en arveradur ar reizhiadoù e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.
≈ Al lieskevreg . An daolenn-mañ a dalvez da arheuliañ an dedroadur ha da geflenañ en amzer ar gweredadur eus lies meneger digonadur.
≈ An danevell argemmañ . Lakaat a ra war wel gweredadur ur meneger digonadur a-geñver gant gweredadur ur meneger all pe un dave.
≈ An danevell gendod . Taolennañ a ra dedroadur al loazioù miz ha miz, en ur lakaat kemm etre ar bec'hioù keitat hag ar bec'hioù uc'hat, gant ar marzioù diogeliñ hegerz.