Preder
(patrimoine) génétiquehilel (glad —) ― Gerva an drevoniezh
avortement chromosomique, avortement génétique ◊ ◊ sioc'haniñ kromozomel, sioc'haniñ hilel ― Geriadur ar vezekniezh

Marv ar rizhell e-kerz sizhunioù kentañ ar vrazezded e dianlen ur gouskoevad kromozomel.

biologie génétiquebevoniezh hilel ― Gervaoù skiant
caractère (géné­tique, etc.)doareenn (hilel, h.a.) ― Gerva an drevoniezh
cataracte génétique, cataracte familialehereditary cataract, familial cataractferennlug hilel, ferennlug hêrezhel, ferennlug familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ferennlug ma vez treuzkaset ar c'hleñved er mod trec'hek pe enkilek.

code génétiquegenetic codehilvoneg b. ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar stlennadoù hêrezhel enskrivet er c'hromozomoù ret da enaozañ, diouzh ur steuñv munudaouet raksavelet piaouel da bep hinienn, ar proteinoù bezant e-barzh kelligoù he bevedeg : ar goulev o c'hoarvezout eus an daouadoù bazennoù nitrogenek oc'h amparañ arrevelloù an DNA, treuzskrivet war an RNA kannad (mRNA), a vez erounezet gant harp ar ribozomoù dre ziuz ha trevnañ an amindrenkennoù a ya d'ober proteinoù ar protoplasm ; lavarout a reer e vez ar c'henenn-mañ genenn o vonegañ enaozerezh ar protein-mañ protein (sl.  base, cistron, codon, gène, hérédité, opéron, ribosome).

conseil génétiquegenetic counsellingkuzuliañ hiloniel ― Geriadur ar vezekniezh

1 Hollad an araezioù hag an hentennoù engwezhiet evit andalañ ar riskl hêrezhel. 2 Nep gread mezegel renet e stern hevelep andalañ.

flux génétiquegenetic flowlanvad g. hilel, hillanvad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an doareennoù hêrezhel piaouel d'ur boblañs en ervez da zedreiñ en amzer hag en egor a-geñver gant an treuztiriañ hag ar meskañ.

génétiquehiloniezh b. ― Geriadur ar gimiezh
  • génétique moléculaire hiloniezh volekulel
génétiquegeneticsHiloniezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Diskiblezh o plediñ gant an hêrelezh vevedel.

Génétique (Biol.)Hiloniezh ― Gerva an brederouriezh
génétique (Biol.)hilel ― Gerva an brederouriezh
génétique biochimiquebiochemical geneticshiloniezh vevgimiek ― Geriadur ar vezekniezh

Studi an anadennoù kimiek engwezhiet e gwikefre ar stlenn ez eo ar c'hromozomoù ar skor anezhañ.

génétique formelle ou mendélienneformal or mendelian geneticshiloniezh furmel pe vendelat ― Geriadur ar vezekniezh

Studi an doareennoù hêrezhel hag an treuzkas anezho.

génétique moléculairemolecular geneticshiloniezh volekulel ― Geriadur ar vezekniezh

Skourr a 'n Hiloniezh o studiañ, e par ar molekul, dafar treuzkas an doareennoù hêrezhel, al luniadur hag an arc'hwelerezh anezhañ : dasparadur stlennadoù an DNA, an treuzskrivadur anezho war an RNA ha roll hemañ en enaozerezh ar proteinoù.

génétique physiologiquephysiological geneticshiloniezh vevedourel ― Geriadur ar vezekniezh

Studi furmidigezh ar gen ha gwikefre ar gwerediñ anezho.

GÉNÉTIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

considérée d’un point de vue génétique, l’opposition actif-passif serait la première, diouzh ar savboent dedarzhel e ve ar gevenebiezh oberiat-gouzañvat an hini gentañ (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; [le ça] entre en conflit avec le moi et le surmoi qui, du point de vue génétique, en sont des différenciations, ez a [ar se] e kenniñv gant ar me hag an dreistme, ar re-mañ o vezañ, dre o dedarzh, diforc’hekadurioù diwarnañ (sl. ÇA) ; du point de vue génétique, l’état libre précède l’état lié, diouzh ar savboent dedarzhel emañ ar stad diere e diagent ar stad ereet (sl. ÉNERGIE LIBRE — ÉNERGIE LIÉE) ; la notion de fixation est généralement comprise dans le cadre d’une conception génétique, intentet e vez keal ar glenañ peurliesañ e stern ur meizadur dedarzhel (sl. FIXATION) ; on peut la considérer, en dehors de toute référence génétique, dans le cadre de la théorie freudienne de l’inconscient, tu zo d’e savlec’hiañ ivez, kuit a bep dave d’an dedarzhelezh, e stern arladurezh freudek an diemouez (sl. FIXATION).

génétique : génie ∼genetic engineeringHilouriezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Rann eus an Hiloniezh volekulel o plediñ gant dazverañ ar gen : distagañ hanrannoù kromozom evit o imboudañ ouzh kromozomoù all ; an hent eo da gevanaozañ ha da genderc'hañ danvezennoù a orin bakteriel (hormonoù, vaksinoù, h.a.) (sl.  biologie moléculaire).

génétique : manipulation ∼gene manipulationdazverañ ar gen, dazverañ hilourel ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzloañ un hanrann gromozom adalek kraoñell ur gellig betek kraoñell ur gellig all en un hinienn all ha dre se treuzkediñ d'ar roadour doareennoù pe arc'hwelioù piaouet gant ar roer (sl.  biologie moléculaire, hybridation, recombinaison génétique).

génétique : système de restriction-modification ∼restriction modification systemreizhiad b. argrennañ-daskemmañ ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad enzimoù e piaou ar bakteri, o c'hefridi herzel ouzh alouberezh o c'hromozomoù gant trenkennoù dezoksiribonukleek (DNA) allevek hag o distrujañ ; dre gorvoiñ ar galloud a zo gant reoù anezho (endonukleazoù argrennañ) da droc'hañ arrevelloù an DNA e loadoù resis e tistager tammadoù DNA evit o ensteudañ, in vitro, war arrevelloù DNA hiniennoù allspesad (enzimoù all, al ligazoù, a dalvez da gensoutañ an tammadoù DNA) ; dre hevelep dazveradoù ez eus bet imboudet ouzh bakteri 'zo (kolibazhell) genennoù a ra dezho parañ hormonoù (somatostatin, insulin, somathormon) pe protein a dolz mol uhel (ovalbumin) (sl.  endonucléase).

liaison génétiquelinkagehilere g. ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad div pe lies genenn loet war ur c'hromozom, oc'h amparañ ur strobad (Gl.  groupe de liaison) : treuzkaset hêrezhel a-gevret e vez an doareennoù e dalc'h ar genennoù ereet, da skouer genenn an ovalokitoz ha hini ar barenn Rh ; sezañ a c'hell ar strobad war ur c'hromozom somatek kenkoulz ha war ar c'hromozomoù revel (anv a reer neuze a revere (Sz.  sex-linkage) hag a dreuzkas revereet) (Gl.  transmission liée au sexe).

maladie génétique ou génotypiquegenetic diseasekleñved hilel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved diwar un dizurzh hilel, a zasparzher etre 4 stroll : 1) ar k. h. dre c'houskoevad kromozomel, eleze dre ezreolderioù c'hoarvezet da geñver ar meioz a-fet niver ha luniad ar c'hromozomoù, o tec'han kammneuziadoù ha dilerc'hegezh vred (azoniadoù Turner, Klinefelter, trizomiezh 21), 2) ar k. h. hêrezhel ungenennel, treuzkaset er mod mendelek aotozomek trec'hek (kleñved Steinert, korea Huntington), aotozomek enkilek (mukoviskidoz, drepanokitoz) pe revereet (hemofiliezh A), e dalc'h ur c'henenn gleñvedek, 3) ar k. h. mitokondriel, treuzkaset dre ar vamm, ereet ouzh an DNA ankromozomel (anteñv gweledel Leber, azoniad MELAS), 4) ar k. h. liesparennel pe liesgenennel (diabet a rizh 1, mellennarzfo tromaotus, kankroù ar vronn hag ar c'holon) (sl.  maladie congénitale, maladie héréditaire, maladie par aberration chromosomique, mitochondriales : maladies ).

patrimoine (génétique)glad (hilel) ― Gerva an drevoniezh
patrimoine génétique ou héréditairegenetic heritage or inheranceglad g. hilel pe hêrezhel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar gen e kerz un hinienn (sl.  caryotype, génome, génotype).

recombinaison génétiquegenetic recombinationadkevosodiñ hilel ― Geriadur ar vezekniezh

Daskemm dasparzh ar gen o tec'han dinodadur genotipoù nevez. An adkevosodiñ hilel a zevoud un trevnadur eus an doareennoù hêrezhel en un urzh disheñvel diouzh an hini o revout gant ar “gerent”. C'hoarvezout a ra an adkevosodiñ hilel, ent dibarek, e-doug ar meioz (sl. kroazkemmañ Gl. enjambement).

recombinaison génétique in vitrogenetic recombinationaskevosodiñ hilourel ― Geriadur ar vezekniezh

En hilouriezh, embregouriezh dazverañ ar gen dre ensoc'hañ un dafar hilel estren e DNA ur gellig vev.

sexe génétiquegenetic sexrev hilel ― Geriadur ar vezekniezh

Rev desavelet gant ar c'hromozomoù revel, bezañs daou gromozom X evit ar rev venevel, hag ur c'hromozom Y hag ur c'hromozom X evit ar rev c'hourevel.

sonde génétique, sonde moléculaireDNA probehilsont g. ― Geriadur ar vezekniezh

Tammad DNA tiellet gant ur c'horf skinoberiek pe gant un enzim war-bouez spislec'hiañ ur c'henenn.

traduction génétiquegenetic translationtreuzodiñ hilel ― Geriadur ar vezekniezh

Enaoz ur polipeptid dre ezvonegañ (treuzodiñ) ar c'hemennad hilel douget gant an RNA kannad. An eil lankad eo eus treuzkasadur an hilstlennad, an hini kentañ o vezañ an treuzskrivadur.