Mod dieraeziñ o tevoudañ war un dro steuz an eraeziñ hag ar genskiant.
Embregouriezh astennet da holl skourroù ar vezekniezh ; abaoe 2004, ent lezennel e Frañs, emañ ar m. h. renket e-touez an arbennigiezhoù — nemet e talc'her da gevenebiñ hollegour hag arbennigour (sl. généraliste, médecin correspondant, médecin traitant).
Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.
NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl. paralysie, Sz. paralysis, Al. Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br. seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl. syphilis).
Rann a 'r gleñvedouriezh o studiañ an elfennoù boutin etre an holl gleñvedoù (arbennoù, anafoù, azonoù) ha n'eo ket e stern kleñvedoù dibarek.
Dedalvezadur al livenndieraeziñ d'an holl wezhiadennoù embreget war ar penn, ar c'hef hag an izili, dre ober an ensinkladenn e liveoù uhel a-walc'h eus kanol ar mellkein.