• adipogène behinbar • adipogenèse, adipogénie behinbarañ • aérogène aerien • agénésie anpar • androgène androgen, androgeneg • androgenèse androgenbarañ, gourevc'haniñ, androgenez • androgénicité androgenegezh, androgenusted, androgenelezh • androgénique androgenek, androgenus, androgenel • angiome dysgénétique angiom mibarel • cancérogène, carcinogène kankreiat, kankreiad • cancérogenèse, carcinogenèse kankrardarzh • cardiogénique kalonien • céphalo-genèse pennbarañ • cétogène ketonbar • cétogenèse ketonbarañ • choc cardiogénique bleuz kalonien • chromogène liveiat, liveiad • chromogenèse livegennbarañ • cirrhogène kirroseiat • cyanogène dulazus, dulaseiat • dysgénésie mibar • diabéto-gène diabeteiat, glukozwadusvec'hius • facteurs morphogénétiques parennoù neuztarzhel • gène allélomorphe genenn allel, allelenn • gène responsable genenn giriek • kyste bronchogène, kyste bronchogénique kist bronkezien • ontogenèse unandarzh • phylogenèse hildarzh • uréogenèse urebarañ • xénogénique allspesadien.
Pep hini eus an div c'henenn o c'henniñ ul lokuz kevelep, o piaouañ an un arc'hwel met gant pep a weredoù kevarall.
(BCR : Sz. breakpoint cluster region, Br. rannbarzh an torrboentoù) genenn loet war vrec'h hir ar c'hromozom 22 a c'hoarvez ganti bezañ treuzempret el leukemiezh vieloidel henek.
Unvez elfennel eus an DNA, rannig loet en ur poent savelet eus ur c'hromozom (lokuz), he arc'hwel kimiek devoudañ furmidigezh ur polipeptid, he c'hefridi vevoniel treuzkas ha diorren doareennoù hêrezhel an hinienn ; dre an dasparañ e c'hell pep genenn genel ur c'henenn unrezh dezhi ; gant pep genenn ivez ez eus un debegezh a zargenañ ; kistron a reer eus ar c'henenn pa zeseller he arc'hwelioù ha re pep hini eus he c'hedrannoù (sl. cistron, codon, hérédité, désoxyribonucléique : acide ∼, exon, locus, mutation, muton, opéron, recombinaison, recon, réplication, répresseur, exon, locus, mutation, muton, opéron, recombinaison, recon, réplication, répresseur).
Genenn a c'houseller evel kiriek d'ur c'hleñved hêrezhel.
Genenn a zo ar vezañs diaser anezhi gant div hinienn amplegad ar berzh a ray imboud un organ eus an eil ouzh eben.
Genenn o reoliñ an urzh ma 'z a an amindrenkennoù da gevuniañ evit amparañ ar proteinoù kelligel.
Genenn o vonegañ ar protein HFE, reoler sugadur an houarn gant an daouzegenn, a zec'han an dargenañ anezhi un darn vras eus an hemokromatozioù kentael.
Genenn bet c'hoarvezet ganti un dargenad.
Genenn o reoliñ arc'hwelerezh ar genennoù trevnañ ; hervez an dro, e tanze ur goudaver evit skoilhañ pe, en eneb, un apo-iser evit delankañ treuzskrivadur an RNA kannad.
Genenn a ebarzher e kelligoù 'zo evit debarañ dezho ur gizidigezh ouzh al lia en araez d'o distrujañ.
NOTENN : Er mellad-mañ n'emañ ket an termenoù o tennañ d'an Hiloniezh na d'ar gouennañ ; sl. dindan an enmonedoù (-)génét(-), (-)géno- & (-)génital.
Genenn en he dalc'h hanrannadur korf ar rizhell, bet dizoloet er c'helien drozofil — er re-mañ, da skouer, diwar un dargenad homeotek (Gl. mutation homéotique), ez a ur re dastornelloù d'ur re bavioù ; unan eus ar c'hemaladoù a ya d'ober ar gen homeotek eo an homeoboks (sl. homéobox).
Genenn pe stroll gen bezant gant ar gerent hag o tevoudañ marv ar rizhell, ar grouell, an nevezc'haned pe ar vagadell.
Genenn pe stroll gen bezant gant ar gerent hag o tevoudañ marv ar bugel kent e gaezhouregezh.