Diaez koazhadel, anezhañ strafuilhoù kreuz-pervez anglevet gant ar gouziviad kevredet a-wechoù gant azonoù ergorel evel an derzhienn hag un daolenn poreadur pe pistriadur.
A-zave d'ar c'hreuz.
Barr laur brevus en argreuzenn, gant c'hweladoù dizehan, e-doug un nebeut devezhioù, o teraouiñ hag oc'h echuiñ trumm ; dilaur e vez ar stomok etre ar gwaskadoù ; anaez o tarvezout gant gouziviaded an tabez.
Seurtad kreuzfo dibaot, naouus dre ur gourusvent eus plegoù glaourgenn ar stomok hag usteñv ar gwagrennoù glaourvorc'hus, gwisket ganto a-wechoù neuz gwagrennoù ar c'holon ; kuñv e vez peurliesañ an dedro, nemet e tenn usvorc'h ar sug kreuz (kreuzad naouezennus, Gl. gastropathie exsudative) da zec'han gouliñvoù dre un adaverezh proteinoù ha da gas, gwechoù 'zo, ar gouziviad betek par ar fallezh.
Ebarzhiñ er stomok dre an treizher ur gorzenn gaoutchoug pe vezell, araezus da erlemel standilhonoù sug kreuz pe da engwelc'hiñ ar stomok.