Poread ar c'houdonenn (anvet gwechall faskienn endan-groc'hen, Gl. fascia hypodermique), peurliesañ diwar ur c'hevredad strepokok-anaeraded, o tec'han ur varvenn gant gouliñvoù o tedreiñ afo hag o tisoc'h e plakadoù bras gwadliñvus ha gloevennek hag en ur bleuz a c'hell bezañ marvus.
Marvennadur ar gwiadoù gant pe hep poreadur eilvedel ; hervez ar furmoù e tiforc'her ar b. gwenn pe heskwadien (Gl. g. blanche pe ischémique), gantañ un drouskenn a liv gwenn laezhek, ar b. linkr (Gl. g. humide) ma vez trec'h ar breinañ, ar b. sec'h pe balzamat (Gl. g. sèche, momification), gantañ gwiadoù du, krinet, hep nemeur a vreinadur, diwar steviad un dalmerenn peurliesañ (sl. escarre, gangrène gazeuse, nécrose).
Rouestlad ar goulioù krouizek, diwar diñvidigezh ur bakteri anaerat (Clostridium perfringens, Clostridium septicum), naouus dre vreinadur ar gwiadoù, dilaosk aezhenn, daralladur ar stad hollek hag un dedro aloubus, marvus peurliesañ.