La fuite est une allure de gros temps ou de sauvegarde qui consiste, pour un voilier, à prendre le vent et la mer de l'arrière avec une voilure très réduite ou même à sec de toile. Dans ce dernier cas, le bateau peut filer un traînard qui le maintient par l'arrière dans le lit du vent.
An tec'h zo ur c'herzhed amzer rust, anvet c'hoazh kerzhed gwareziñ, ma tarbenner an avel hag ar mor a-ziadreñv gant ur goueliadur bihanaet pe a-wern sec'h zoken. En degouezh-mañ e c'haller lezel da neuñviñ un trenour a zalc'ho aros ar vag e roud an avel.
Troienn bet arveret gant Freud evit merkañ e klask ar gouzrec'h en neuroz ur repu ouzh e genniñvoù ; termen astennet e arver hiziv en tu all da amgant an neurozioù, evel e domani an anaezioù kreudel pe an daraezioù pa vez elfennoù bredel o c'hoari enno.
Troienn o verkañ e klask ar gouzrec’h en neuroz ur repu ouzh ar c’henniñvoù bred. Berzh en deus graet an termen-se gant emled ar bredelfennerezh. Astennet eo hiziv, en tu all da zomani an neurozioù, da dachenn ar c’hleñvedoù organel pa vez elfennoù bredel o c’hoari enno. Keal dialuskel an tec’h er c’hleñved a glot gant keal armerzhel ar gounid diwar ar c’hleñved, ar gounid kentael, gouez da Freud. Klask a ra ar gouzrec’h mont e-biou d’ur blegenn genniñvel tennderus ha, dre furmiñ azonoù, koazhañ an tennderioù (sl. BÉNÉFICE PRIMAIRE ET SECONDAIRE DE LA MALADIE).
se défendre contre le danger extérieur par les tentatives de fuite des évitements phobiques, en em zifenn ouzh an dañjer diavaez dre an ardec’hout ez eo an hepkoriñ arurel (sl. PROJECTION).
1 Teskad arouezioù trobarzhel a 'r skorted aortek : poulzadoù talmerel reñverek, usheled ar gwask, poulz korrwazhiedel, bezant ivez en heptreugoù kleiz-dehou (dreistpad ar san dalmerel, fic'h aortenn-skevent). 2 Darvoud ar prederiadoù dre fraousistoliñ (sl. électrosystolie) oc'h erzerc'haat torradur un neudenn pe un diouer disfuiñ en tredanfraouaer, dinoet dre geñveriañ ar c'halonvarrwezadoù mareadek graet e ser evezhierezh an dougerion adalfoù ; ennegad groñs eo d'an adoberata.
Strafuilh ar prezeg e rezh un heuliad fourradus didorr a brepozioù hep keñver gant ar blegenn, hep kantalc'h poellel, hep liamm etrezo estreget advantoù sterel pe sonel, o vont alies betek an dislen ; unan eus azonoù pennañ ar mania ; un arvez eus diflip an dezevoù eo ar froudareizhañ (sl. euphorie, logorrhée, manie).