Pezh, benveg pe ardivink (e-maez an ersteudelloù hag an amsteudelloù) evit aesaat oberiezhoù pemdeziek an nammidi ; kemm a lakaer etre an harpoù arc'hwelel emzilec'hiañ (beloù, kadorioù ruilh), an harpoù skiantennel (lunedoù, stenamplaerioù), an harpoù gavaelañ, lenn, emwiskañ, h.a. ; an traezoù kempennet hervez ezhommoù an nammidi evit debriñ, skrivañ, h.a. a renker ivez e-touez an harpoù arc'hwelel.
Argerzh dezrannañ o c'hoarvezout, pa engwezhier un arload, a zigenaozañ ar c'heweriad etre lankadoù kevredet outo molladoù a zeskriver ent furmel o roadennoù, o arc'hwelerezh hag o disoc'h.
Ec'honad aezhenn endalc'het gant ar skevent e dibenn un enanalad reol, par eo enta da sammad an ec'honad mir ec'hanalañ hag an ec'honad dilerc'h.
Erspizañ ar c'heñverioù arc'hwelel etre lodennoù ur reizhiad keweriañ ar stlenn.
Azoniad koazhadel henek stadet paot er broioù diorreet, anezhañ un teskad strafuilhoù ec'hanaf diseurt : poan gof, stambouc'h, darc'hoal ha goustivadur pebeilat, oc'h anadiñ en holl oadoù hag o padout bloavezhioù.
Teskad an hentennoù o amkan gwellaat pe gempouezañ un namm loc'hadel pe arc'hwelel.
Diskiblezh vezegel kaougantet gant un testeni studi arbennik, ensavet e Frañs e 1965 evit kemer lec'h ar vezekniezh fizikel.
Framm elfennel amkanet da ensammañ ar glañvourion gant ur bare arouelañ pe galvezvezegel, hennadet diwar-bouez o c'hefridioù hag aozadurioù (sl. centre hospitalier, service, hôpital).