Preder
Attention (également) flottante.gleichschwebende Aufmerksamkeit.(evenly) suspended attention, (evenly) poised attention.evezh war vordo (plaen). ― Geriadur ar bredelfennerezh

Doare ma tle an elfenner selaou ouzh an elfennadour : ne zle a priori brientekaat elfenn ebet eus prezeg ar gouziviad, pezh a empleg e lez e oberiezh diemouez e-unan da vont en-dro ar frankañ gwellañ, oc’h astalañ al luskedoù o ren boas war an evezh. Emañ seurt reolenn galvezel a-geñver gant reolenn ar frankstrollata erbedet d’an elfennadour. “Ar mezeg a rank bezañ e tro da zieulañ kement a glev war-benn dizoleiñ ennañ pezh a zo kuzh en diemouez, ha se hep erlec’hiañ e garez dezhañ ouzh an dibab dioueret gant ar gouziviad.”

Gouez da Freud, e ro ar reolenn-mañ d’an elfenner an dro da zizoleiñ ar stagoù diemouez e-barzh prezeg ar gouziviad. Bennozh dezhi e c’hell derc’hel koun eus ur vostad elfennoù dister evit ur gwel na zeuy a-wel o zalvoudegezh nemet da c’houde.

Evit Freud, ar pal da dizhout e ve ar c’hehentiñ a ziemouez da ziemouez — pezh a rae Theodor Reik anezhañ “selaou gant an trede skouarn”. Kement-mañ a c’houlenn en defe an elfenner e-unan elfennet e luskedoù diemouez.

épaule ballante ou flottanteloose shoulderskoaz laosk ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus dre isteñv ar skoaz, hirded vuiek pourc'had ar c'henvell, peurandrafted an ezel a chom blej ha gouzañvat, e dianlen ar seizi eus holl gigennoù ar skoaz diwar ur melfo peurliesañ, a-wechoù diwar zistruj an talbennoù kenvellañ.

île flottanteenezenn b. inizi war neuñv ― Geriadur ar geginouriezh

Etremeuz skañv kenan graet diwar gwennoù vioù sukret, poazhet en dourgib ha divoulet war ul lipig saoz, pallennet gant karamel ar peurliesañ, pe kinklet gant alamandez grilhet ha skejennet, gant pralin miñset, pralinennoù roz flastret, pe c'hoazh gant plusk suraval troc'het e louanoù moan giz juliana (Sl. dourgib).

virgule flottantefloating pointskej tonn ― Geriadur ar stlenneg

Mod erouezañ an niveroù rannel ma vez diforzh savlec'h ar skej o tispartiañ al lodenn gevan diouzh al lodenn rannek.