Hentenn gurañ, dilezet hiziv, anezhi ensinklañ eoul tourmantin war-benn dec'han ur pugnez ha daspugn ar bakteri war amred dre ar bevedeg.
Eeunenn oc'h eren ar poent steudet outañ ha kreiz c'hwelañ ar voull lagad (sl. angle gamma).
Pour éviter l'usure du mât d'une planche à voile au niveau du point de fixation du wishbone, on place une bague spéciale ou du ruban adhésif.
Evit parraat ouzh uzadur gwern ur planken dre lien el lec'h ma vez staget ar boucheg, e staler ur walenn arbennik pe ul lietenn c'hlen.
Pa azdoder gwadveiz fresk d'ur meskad a zo ennañ un antigen hag ur c'hizidikaer (antikorf), ez a ar glokaenn bezant er gwadveiz da lenañ ouzh an antigen hag e steuz diouzh ar meskad (gant ma ve ar c'hizidikaer an hini o klotañ gant an antigen) ; evit gwiriañ ha peurlenet eo ar glokaenn, ez azdoder ouzh ar meskad ul livrizhad hemati dañvad hag ur gwadveiz antidañvad bet tommet da 56°C, ennañ enta ar c'hizidikaer hep klokaenn ; mard eo bet peurlenet ar glokaenn bezant er gwadveiz azdodet d'ar meskad kentañ, ned eo mui evit dileizhañ hemati an dañvad, ne c'hoarvez ket ar gwadloezañ hag ar meskad ned a ket ruz ; lavarout a reer neuze ez eo bet dastrannet ar glokaenn hag ez eo yaek an dazgwered ; nac'hek e vez pa n'eo ket bet lenet ar glokaenn, eleze pa n'eus ket antigen er meskad ha pa c'hoarvez ar gwadloezañ ; an anadenn-se a gevaraez diskoulmañ div gudenn : 1) bezet un antigen, gouzout ha bezant eo ar c'hizidikaer keñverek en ul liñvenn (dazgwered Bordet ha Gengou, 1901) ; 2) bezet ur c'hizidikaer, gouzout ha bezant eo an antigen keñverek (sl. anticomplémentaire, complément, com-plexe immun, sensibilisatrice).
Anadenn skiantennel ha loc'hadel oc'h ober d'al lagad durc'haat etrezek (steudañ diouzh) un ergorenn, eleze d'ar gwelahel dibennañ er poent a denn an evezh ; ent reol emañ ar gwelahel pennet er rioul greiz, ent ezreol en ur poent all eus al luc'hsae — anv a reer neuze a steudañ ezkreizek.
Dic'halloud da zistagañ ar sell diouzh un ergorenn ; pa loc'h an ergorenn ez a ar sell da heul, ouzh he c'hantlenañ diarzoug ; paouez a ra sujidigezh ar steudañ pa serr ar gouziviad e zaoulagad pe pa etrelakaer ur skramm ; kiriek d'an direizh eo anafoù e tolbezenn an tal (sl. Balint : syndrome de ∼ ).
Arwerc'hañ danvez un imbourc'hadenn wiadoniel e sell d'he mirout kuit a zistresadur.
(Bredelfennerezh) Hervez tri diarsell e komzer eus glenañ : 1) pa chomer emstaget start ouzh an un ergerc'henn, 2) pa chomer luget en ur mod boziañ, 3) pa na zistremener ket ur bazenn eus emdroadur ar bred.
E tri degouezh e komzer eus glenañ : pa c’hoarvez d’al libido a) emstagañ start ouzh personoù pe imagoioù, b) arreata ar boziañ hervez ar mod-mañ-mod, c) chom sonnet ha trebadout gant al luniadur diraezet da-geñver unan eus he fazennoù-emdreiñ. Ar glenadur a c’hell bezañ ur weredenn erzerc’h pe ur c’halloudenn sourus ha neuze danvez un argizadenn. Intentet e vez keal ar glenañ peurliesañ e stern ur meizadur dedarzhel oc’h emplegañ un araogiñ urzhiek eus al libido eus ur bazenn d’unan all. Tu zo d’e savlec’hiañ ivez, kuit a bep dave d’an dedarzhelezh, e stern arlakadurezh freudek an diemouez, evel mod-enskrivañ endalc’hedoù ’zo (buhezadoù, imagoioù, eriunelloù) o trebadout digemm e-barzh an diemouez, ereet al luzad outo.
En orin an arvoustrañ emañ ar glenañ ; ober a c’haller anezhañ zoken al lankad kentañ eus an arvoustrañ kemeret ent ledan : “[…] redenn al libido [glenet] a c’hoari e-keñver ar furmadurioù bred diac’houde evel ur redenn eus ar reizhiad diemouez, evel ur redenn arvoustret”. Seurt kentarvoustrañ zo un amplegad d’an arvoustrañ ent strizh, pa na c’hell hemañ c’hoarvezout nemet dre ar gwered kevret, war an elfennoù da arvoustrañ, eus un disvount a-berzh an ensav-krec’h hag un dedenn a-berzh pezh a voe glenet da gentañ. A-du-rall e vez ar glenañ o tarbar ar savlec’hioù ma vo kaset da benn an argizadur a adkaver e doare pe zoare gant an neurozioù, an troziadezhioù hag ar psikozioù.
l’hystérie d’angoisse où l’angoisse est fixée de façon plus ou moins stable à tel ou tel objet extérieur, an darfell enkrez ma vez glenet stabil pe stabiloc’h an enkrez ouzh un ergerc’henn diavaez (sl. HYSTÉRIE) ; ce sont particulièrement des désirs de l’enfance qui connaissent une fixation dans l’inconscient, eriunoù eus ar bugelvezh eo dreist-holl a vez glenet en diemouez (sl. INCONSCIENT) ; les fixations qui se rapportent à la période du développement psychosexuel où le primat de la zone génitale n’est pas encore établi, ar glenadoù a-geñver gant prantad an diorreadur bredrevel ma n’eo ket diazezet c’hoazh hol an tachad ganadel (sl. PRÉGÉNITAL) ; la fixité et la finalité apparentes de l’instinct, an neuz difiñv ha davedek en lak heñvel ouzh ur bondoug (sl. PULSION SEXUELLE) ; la sexualité […] ne consiste pas en des comportements préformés avec des objets et des buts relativement fixes, ar revelezh […] ne c’hoarvez ket a ersavioù rakfurmet dezho ergerc’hennoù ha palioù savelek (sl. SEXUALITÉ) ; fixabilité ou capacité de fixation, gouested da c’hlenañ, glenusted (sl. VISCOSITÉ DE LA LIBIDO).