Preder
dictionnaire des fichiersfile dictionarymeziadur ar restroù ― Geriadur ar stlenneg

En ur stlennvon, teskad restroù dibarek o tiogeliñ ar c'henglot etre elfennoù un areg deskrivañ roadennoù hag un teskad kevatal diouzh savboent an arload desellet.

gestion des fichiersfile managementardeiñ restroù ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar poelladoù en-dro da arver restroù diseurt ur reizhiad stlennegel (haeziñ, hennadiñ, hizivaat, gwareziñ ar restroù), poelladoù renet diwar-bouez goulevioù mavek.

gestionnaire de fichiersfile managerardoer g. ―ioù restroù ― Geriadur ar stlenneg

Goulev mavek lodek er reizhiad korvoiñ oc'h aesaat ardeiñ ar restroù.

sécurité des fichiersfile securitydiogelroez ar restroù g. diogelroezoù ar restroù ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an diarbennoù amkanet da startaat gwarez alvezel ar skoroù stlenn, kevanlen diabarzh ar stlennadoù ha dangelez ar roadennoù evit holl restroù un desezadur stlennegel.