La fibre polyéthylène a des possibilités d'allongement sensiblement proches de celles de la fibre aramide.
Ar wienn bolietilen a c'hell dehirañ hogos kement hag ar wienn aramid.
Les fibres de synthèse ont complètement détrôné les fibres naturelles (coton, chanvre, manille).
Ar gwiennoù kevanaoz o deus kemeret lec'h ar gwiennoù natur (koton, kouarc'h, manila).
Edañvenn pe gellig hirvoan parzhiat er gwiadoù struzhel ha loenel.
Edañvenn eus ar gwiad kenglenel, ansavelet he hed, warni ur rizennadur treuz 64 nm trovezh, ur protein dibarek ouzh he ober, ar c'hollagen (sl. collagène).
Edañvenn wiad kenglenel, etre 0,2 ha 2 mm treuzkiz, argantlen, stalet e rezh ur rouedad mailhoù gwech ledan en dro d'ar gwazhied, d'ar c'haherwiennoù, d'an nervwiennoù, h.a., gwech strizh ; kedrann bennañ an diazkennennoù (er gwagrennoù, en epiteliennoù).
Edañvenn eus ar gwiad kenglenel, hir ha fin (etre 1 ha 4 µm treuzkiz), unneuziek, gwevn kenan ha dastenn bras ganti, ouzh he ober ur skleroprotein, an elastin.
Gwienn retikulin stalet e-giz un treilh en dro da wazhied parenkimoù 'zo evel an avu pe ar felc'h.
Kahergellig unkraoñellek, enni kaherwianoù unluniad gant re ar c'higennoù rizennek, oc'h argrezañ andiarvenn, a-gorvez hag emgefreek.
Kellig diforc'hek kenan, e piaou d'an arc'hwel argrezañ, hir he furm hervez an ahel ma wered, bezant en he c'hitoplasm furmadurioù argrezus, ar c'haherwianoù (Gl. myofibrilles) ; e daou rumm e tiforc'her ar miokit : 1) ar c'haherwiennoù levn (Gl. fibres musculaires lisses), etre 20 ha 200 mm hed, loet o c'hraoñell en o c'hreiz, oc'h argrezañ gorrek hag andiarvenn ; bezant int a-unanoù er gwiad kenglenel pe strollet e saeoù ar gwazhied hag ar ganol vezhur ; 2) ar c'haherwiennoù rizennek (Gl. fibres musculaires striées), etre 1 mm ha lies cm hed hag etre 10 ha 100 mm treuzkiz, lieskraoñellek, enno kaherwianoù o c'hoarvezout eus un heuliad sarkomerioù oc'h anadiñ e rezh rizennoù dindan ar c'horrgresker ; dewerc'herioù an argrezañ diarvenn, bezant er c'higennoù rizennek enlenet ouzh an eskern.
An hirañ eus astennadoù an neuronenn, anezhañ un akson gronnet pe get gant ur feur vielin hag ur feur Schwann ; e-barzh an nervreizhiad kreiz ez a an nervwiennoù d'ober ar steuñvenn wenn, hag int mielinek pe anvielinek ha hep feur Schwann ; en nervreizhiad trobarzh e kaver ar feur Schwann dalc'hmat (sl. axone).
Neudenn liesparzh, ouzh he ober un derc'h gwer pe vezell boull dezhañ ur feuriader gouskogañ uhel ma trehent ar skinoù luc'h, hag ur wignenn a un danvez met gant ur feuriader izeloc'h o herzel ouzh tec'h al luc'h, E-se o tiogeliñ an treled anezhañ.
Ne vez ket treuzkaset al luc'h hep koll gremm : disvannañ ouzh an talioù entreu hag eztreu, lugañ e-barzh ar gwer ; derc'hek eo an disvannañ klok.
An treuzkas a c'hoarvez hervez tri mod a-zalc'h ouzh ar rizhoù luc'hedañv :
~ luc'hedañvoù liesmod lamm feuriader : arstalek eo ar feuriader, ha treled al luc'harhent entreuat a zisoc'h gant kement a arhentoù eztreuat ha ma vez a dreuioù diforc'h ;
~ luc'hedañvoù unvod lamm feuriader : ezvevennet e vez an treuioù kammregennek ha dalc'het ar skin ahelat hepken ;
~ luc'hedañvoù diri feuriader : war vuiaat ez a ar feuriader eus gorre da greiz an edañv, o tiogeliñ un treuzkas unvanoc'h ; o vezañ ma treled al luc'h seul vuanoc'h ma vez izeloc'h ar feuriader gouskogañ, e vez brasoc'h e dizh en treuioù kamm hag e tegouezh an holl skogoù a un pred en eztreu.
Pour les réparations d'une coque en plastique, on utilise la fibre de verre sous forme de mat qui est un genre de feutre fait de fils de verre.
Evit ratreañ ur c'houc'h mezell e tanvezer ar gweredañv e rezh mat, anezhañ un doare feltr graet a neud gwer.