Preder
1 fièvre, hyperthermie 2 fièvre, pyrexie1 fever, hyperthermia 2 fever, pyrexia1 terzhienn b., gwrester g., uswrez b. 2 terzhienn ― Geriadur ar vezekniezh

1 Uheladur ezreol eus gwrezverk ar c'horf. 2 Azoniad naouus dre uheladur gwrezverk kreiz ar c'horf er paouez, dreist 37,5°C diouzh ar beure ha 37,8°C diouzh an noz, buanadur ar poulz hag an anal, troazhisvorc'h, sec'hded an teod, alfo a-wechoù .

NOTENN : I – Tennañ a reer da lakaat kemm etre Gl.  fièvre (Br.  terzhienn, gwrester) “uheladur gwrezverk ar c'horf dre berzh un dislank war grec'h eus ar gwrezreoler loet er gouzerc'hvel” — pa vez ar bevedeg oc'h engwezhiañ araezioù stourm ouzh ur c'heuziad, ha Gl.  hyperthermie (Br.  uswrez) “uheladur gwrezverk ar c'horf pe ur parzh anezhañ da heul tommder an amva pe ul labour kigennel start” — ar bevedeg oc'h engwezhiañ neuze araezioù difenn ouzh an amveziadoù : c'hweziñ, gwazhiedfrankaat, paouez.

NOTENN : II – An termen Gl.  fièvre (Br.  terzhienn) a arverer gant un destier evit envel kleñvedoù terzhiennek, sk. : Gl.  fièvre jaune, Br.  terzhienn velen.

aphteux : fièvre ∼se, syndrome pied-bouchefoot and mouth diseaseterzhienn b. aftus, azoniad g. troad-genoù ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved tredizhus ha darreuziat ar bioù, devoudet gant ur viruz, naouus dre zispuilhadoù aftoù war glaourgenn ar genoù hag an tevezioù ; treuzkasadus eo d'an deñved, d'ar c'hon, d'ar moc'h ha, dibaot kaer, d'an denion ; gant ar re-mañ e vez kuñv ha tizhout a ra ar genoù, an daouarn hag an treid.

Bouillaud : maladie de ∼, rhumatisme articulaire aigu, fièvre rhumatismale, polyarthrite aiguë fébrileBouillaud's disease, rheumatic feverkleñved Bouillaud, remm g. lemm an arzoù, terzhienn b. remmel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved ar vugale hag ar grennoadourion, o tarvezout da heul ur gorank diwar strepokok gwadloezus A ; da arouezioù dezhañ ul liesarzfo laurek dilec'hiat, terzhienn, c'hwezennoù, ozvennoù kroc'hen, eritem gwrimennek, tizhadoù a 'r flugez, a 'r galon pergen, tuadur d'an adfeilhañ (sl.  cardiopathie rhumatismale).

brucellose, mélitococcie, fièvre ondulante, fièvre de Malte, fièvre méditerranéenne, maladie de Bangbrucellosis, febris melitensis, melitococcus infection, melitococcosis, undulant fever, Malta fever, Mediterranean fever, Cyprus fever, goat fever, Gibraltar fever, Neapolitan fever, Rock fever, Rio grande fever, dust fever, slow fever, febris sudoralis, morbus Bangbrukelloz g., melitokokoz g., terzhienn wagennus, terzhienn Valta, terzhienn vorkreizat, terzhienn ar givri, terzhienn c'hwezennus, kleñved Bang ― Geriadur ar vezekniezh

Pore diwar vakteri eus ar genad Brucella o tizhout ar chatal (givri, deñved, bioù, moc'h), treuzkaset d'an dud dre ar stekiñ pe dre euvriñ laezh, naouus dre un derzhienn spanaus, direoliek ha gwagennek, c'hwezennoù puilh, laurioù diseurt hag asikted vras, o tedreiñ dre remortadoù war lies miz hag o vont da lec'hiadurioù flugezel goulemm ha liesstumm (eskern-arzoù, empenn-pilhon, avu) ; deznaouet e vez ar brukelloz dre wadveizprouad Wright, prederiet dre ar bevastalerioù, erguret dre ar vaksinañ.

Chagas : maladie de ∼, thyroïdite parasitaire, trypanosomiase américaine, fièvre barbeiroChagas' disease, American trypanosomiasis, schizotrypanosis, opilationkleñved Chagas, tripanozomiaz g. amerikan, skoedennfo g. arvevadel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved arvevadel broreuziat e Su- hag e Kreizamerika peurliesañ e-touez bugale ar poblañsoù ploue izel o barr bevañ, devoudet gant ur zooflagelleg gwadtrigat, an Tripanosoma cruzi, treuzkaset dre ziouladoù Reduviideged gwadezat eus ar genad Triatoma ; en e brantad lemm e naou ar c'hleñved dre anafoù kroc'hen ha glaourgenn (chagom) gant gouliñv an dremm hag ar malvennoù, c'hwarrennoù, strafuilhoù koazhadel, usvent ar skoedenn, an avu hag ar felc'h, un derzhienn direoliek ; marvus e vez alies ; lies furm henek ez eus, da azonoù dezho miksedem, tanijenn ar c'haher kalon hag ar pilhon, peluzoù, bredanaezioù.

coccidioïdomycose, maladie de Posada-Wernicke, fièvre du désertcoccidioidomycosis, bumps, coccidiosis, desert rheumatism, California disease, Posada-Wernicke's diseasekokidioidomikoz  g., kokidioz g., remm g. an dezerzh, terzhienn b. an dezerzh, kleñved Posada-Wernicke ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved stadet e traoñienn San Joaquin (Kalifornia), naouus peurliesañ dre ur resmiad terzhienn berrbad, heuliet a-wechoù gant ur prantad eilvedel heñvel a-walc'h ouzh an dorzhellegezh (anafoù er skevent, er pilhon, en eskern hag en arzoù), dedroad grevus a zarvez dezhañ bezañ marvus ; ur foue eo ar gwezher, Coccidioides immitis, o tont tre er bevedeg dre an analañ.

dengue, fièvre rougedenguedeng g., terzhienn b. ruz ― Geriadur ar vezekniezh

Arboviroz, pore darreuziat ha broreuziat e Gevredazia hag en inizi an Habask, naouus dre a) ur gounervezh etre 3 hag 8 devezh, b) un deroù trumm gant poan en arzoù hag er c'higennoù, c'hwarrennoù hollek, terzhienn o luskellañ en dro da 38°, c) un didorr d'ar pevare deiz ha, goude 48 h, d) ur remortad a 'r gwrester gant un dispuilhad ruzellvanek pe skarlegvanek o paouez trumm dindan etre 2 ha 4 devezh ; trebadout a ra an asikted hag an arzostoù e-doug hir amzer goude ar pare ; devoudet e vez an deng gant lies seurtad arboviruzoù trezouget gant moustiked (a 'r genad ædes peurliesañ) ; arboviruzoù 'zo eus ar genad Alphavirus (chikungunya, onyongnyong) a zec'han terzhiennoù gwadliñvus (deng gwadliñvus), grevus, marvus evit ar vugale (sl.  chikungunya) ; e 2006 eo bet enskrivet an deng war roll ar c'hleñvedoù endalc'hek o diskleriañ.

double quarte : fièvre ∼double quartan feverterzhienn daoufarzhek ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus dezhi un drovezh tri deiz, an daou zevezh kentañ o vezañ terzhiennek hag an trede diderzhienn (sl.  quarte : fièvre ).

double quotidienne : fièvre ∼double quotidian feverterzhienn bemdeziek daouvarr ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus naouus dre zaou varr bemdez.

double tierce : fièvre ∼double tertian feverterzhienn bemdeziek klof ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus pemdeziek dezhi daou seurt barroù, disheñvel dre o doareoù hag an eur ma c'hoarvezont, pebeilet eus un deiz d'egile (sl.  tierce : fièvre ).

doublée : fièvre tierce ∼tertian doubled feverterzhienn dredeek daouvarr ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus dezhi daou varr pep eil devezh (sl.  tierce : fièvre ).

fièvre à pappataci, fièvre à phlébotome, dengue méditerranéenne, fièvre de Pick, fièvre de trois jourssand-fly fever, pappataci fever, three-day fever, Chitral feverterzhienn ouzh pappataci, terzhienn ouzh flebotom, deng morkreizat, terzhienn Pick, terzhienn tri devezh ― Geriadur ar vezekniezh

Pore naouus dre varroù feuls terzhienn o teraouiñ trumm hag o padout tri devezh, da ragazon dezho klopennadoù ha kig-torr, hag alies kevret ganto kalonistead, strafuilhoù koazhadel hag un eritem skarlegvanek ; o pareañ bepred ; kiriek eo un arboviruz eus ar genad Phlebovirus trezouget gant un dipter bihan, Phlebotomus papatasii.

fièvre aseptiqueaseptic feverterzhienn anporeel ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn o c'hoarvezout er-maez a nep poread garvevel.

fièvre bilieuse hémoglobinuriquemelanuric feverterzhienn vestlus troazhhemoglobinek ― Geriadur ar vezekniezh

Erzerc'had grevus ar baludegezh dre Plasmodium falciparum o tizhout paludeion henek, o teraouiñ gant ur gwadloezañ engwazhiedel trumm azonet dre gridiennoù, terzhienn uhel, fillidigezh, c'hweladoù, ikter, amwad hag un droazhhemoglobinegezh a c'hell dedreiñ en antroazh hag en ur skorted lounezh marvus.

fièvre bilioseptiquebilious feverterzhienn vestlus ― Geriadur ar vezekniezh

Gwaskad trumm terzhienn ha kridiennoù e-doug un nebeut eurvezhioù, heuliet gant ur gouikter, erzerc'had un angiokolit.

fièvre boutonneuse méditerranéenne(eruptive) Mediterranean fever, boutonneuse feverterzhienn borbolennoù, terzhienn vorkreizat ― Geriadur ar vezekniezh

Pore terzhiennek eksantematek o teraouiñ dre ul livant enkoriñ, kiriek dezhañ Rickettsia conorii trezouget gant tarlask pe gant c'hwen ar c'hi, ar c'hi o vezañ mirva ar viruz.

fièvre de croissancefebrile growing painsterzhienn greskiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Bommoù gwrester, kevret a-wechoù gant azonoù hollek, laurioù e talpenn an eskern, a-geñver gant kresk herrek an dud yaouank.

fièvre de LassaLassa feverterzhienn Lassa ― Geriadur ar vezekniezh

(Lassa, kêr eus biz Nigeria) Pore bro-darreuziat Kornogafrika diwar ur viruz dre RNA, eus ar genad Arenaviruz, viruz Lassa, tredizhus kenan ; mirva ar viruz, ur razh, Mastomys natalensis, zo astennet e drigvaez da Afrika susaharat a-bezh ; da heul ur gounervezh a 3 da 16 devezh ez a ar c'hleñved erzerc'h dre un azoniad poreel garv : gargadennfo, gouliñv an dremm hag ar gouzoug, tizhadur ar benvegadoù analadel, kalongwazhiedel, koazhadel, h.a., a-wechoù gant gwadliñvoù ha dispuilhadoù kroc'hen ; a 1 da 3 sizhunvezh e pad ar gwrestervezh ; en hanter eus an degouezhioù e tedro ar c'hleñved d'ar marv.

fièvre de selsalt feverterzhienn an holen ― Geriadur ar vezekniezh

Gwrester dec'hanet er vagadell gant ur boueta re sall hag an azdalc'h NaCl ; an dour ereet ouzh ar reñver holen ne dalvez mui da reolerezh ar gwrezverk.

fièvre de soifdehydratation feverterzhienn an dourisvec'h ― Geriadur ar vezekniezh

Gwrester trumm o tarvezout gant an nevezc'hanidi hag an oadourion e-kerz ar rannvloaz tomm diwar diouer an euvriñ dour.

fièvre des fondeursfoundry-man's fever, zinc feverterzhienn an deuzerion ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez diwar dewentañ ar vurezh o sevel diwar deuzerezh ar zink ha metaloù all evel ar stibiom, ar c'hobalt, ar c'houevr, h.a., naouus dre ur paz sec'h hag, un nebeut eurvezhioù goude, un azoniad gripvanek gant terzhienn uhel ha kaherostoù.

fièvre des maraisgrippotyphosic leptospirosisterzhienn ar parkeier ― Geriadur ar vezekniezh

Leptospiroz diwar Leptospira grippo-typhosa, o tizhout ar wezhourion douar hag ar re a labour er fank, naouus dre un deroù feuls, un derzhienn c'harv, asikted, klopennad, kaherostoù, a-wechoù darwazh ar c'hevresaeoù, gouikter ha troazhproteinegezh ; darvezout a ra ar pare a-benn un nebeut devezhioù (sl.  leptospirose).

fièvre des tranchées, fièvre d'Ukraine, fièvre de la Meuse, fièvre aiguë tibialgiqueFrench feverterzhienn ar fozioù brezel, terzhienn lemm skinostek ― Geriadur ar vezekniezh

Pore bro-darreuziat, terzhiennek ha gourlaurek, diwar Rickettsia quintana, treuzkaset, evel an tifuz, dre ziouladoù al laou, naouus ent klinikel dre laurioù eskern grizias sezet dreist holl er skinoù.

fièvre fluviale du Japon, tsutsugamushi, fièvre des broussaillestsutsugamushi disease, scrub typhus, Japanese river feverterzhienn japanat ar stêrioù, sutsugamushi, terzhienn ar strouezh ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez grevus a gaver e Japan, Taiwan hag en Indonezia, diwar vrazhad Trombicula akamushi oc'h enkoriñ ur riketsi, Orienta tsutsugamushi ; oc'h erzerc'hañ dre un anaf marvennus e poent ar brazhad, ur c'hwarrenn geñverek, eksantemoù, olgwenn hag ur grommenn wrezverk a neuz tifoidel ; ar vorzigell voutin japanat e ve mirva ar viruz.

fièvre hémorragique d'Extrême-Orient, fièvre russo-asiatiqueFar Eastern haemorrhagic fever, Nikodo diseaseterzhienn wadliñvus ar Reter pellañ, kleñved Nikodo ― Geriadur ar vezekniezh

Viroz trezouget gant tarlask, erzerc'h ent klinikel dre un azoniad gwadliñvel hag empennfoel.

fièvre hémorragique épidémiqueepidemic haemorrhagic feverterzhienn wadliñvus darreuziat ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm ar c'hleñvedoù darreuziat diwar viruz (Arenavirus, Filovirus, Flavivirus, Bunyaviridae) da azon dezho ar gwadliñvañ (deng, kleñved diwar viruz Ebola, kleñved koadeier Kyasanur, terzhienn draoñienn ar Rift, terzhienn diwar viruz Marburg, terzhienn Lassa, terzhienn velen, terzhienn wadliñvus Suamerika, h.a.).

fièvre intermittenteintermittent feverterzhienn spanaus ― Geriadur ar vezekniezh

Furm derzhienn naouus dre varroù etrezo entremezioù angwrester ; azonus a-wechoù d'ul linadur don (avufo linus, poread troazhadel, enkalonennfo angreizhek, poread linek), peurliesañ avat ez eus anezhi un erzerc'had a 'r baludegezh (sl.  double quarte : fièvre , double quotidienne : fièvre- , double quotidienne : fièvre- , double tierce : fièvre , double tierce : fièvre , doublée : fièvre tierce  , doublée : fièvre tierce  , fièvre bilioseptique, fièvre bilioseptique).

fièvre jaune, fièvre amarile, vomito negroyellow fever, amarillic typhus, typhus icteroides, bulamterzhienn velen ― Geriadur ar vezekniezh

Pore bro-darreuziat, daou annon dezhañ, suamerikat hag afrikat er gelc'henn drovanel ; naouus dre un deroù feuls, terzhienn da 40°C, laurioù grizias er c'hlopenn hag el loan, c'hweladoù, darwazh an dremm ha yazad ar brusk ; a-benn 3 pe 4 devezh e c'houziz an derzhienn ha, goude ur remortad leiek, e teu ar pare ; er furmoù grevus, e tistro ar gwrester, hag e tarvez c'hweladoù gwadek, ikter ha troazhproteinegezh, testoù da dizhadur an avu hag al lounezhi, marvus alies ; kiriek eo ar viruz amaril, eus ar genad Flavivirus eus kerentiad an Togaviridae, trezouget gant moustiked eus ar genadoù Stegomia e kêr, Haemagosus e strouezh Suamerika, Aedes en Afrika ; ergurañ a reer ar c'hleñved dre ur vaksin (viruz bev distavet).

fièvre par morsure de tique, fièvre à tique(s)tick-borne typhus, tick-bite fever, ixodiasisterzhienn diwar vrazhad tarlask, terzhienn diwar darlask, iksodiaz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm ar poreoù trezouget gant an tarlask, na pa ve an hadenn gleñvedus ur Rickettsia (terzhienn vouk ar Menezioù Roc'hellek), ur Borrelia (terzhiennoù arreadek, skignek), ur Babesia (piroplasmozioù loenel) pe ur viruz (terzhienn diwar darask Kolorado).

fièvre paratyphoïdeparatyphoid feverparatifoid g., terzhienn baratifoidel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved heñvel ent klinikel ouzh an tifoid, diwar ur bakteri nes da vazhell Eberth, Salmonella paratyphi.

fièvre pernicieusepernicious malaria, severe malariaterzhienn c'hanas ― Geriadur ar vezekniezh

Furm baludegezh grevus hag a-wechoù marvus prim, diwar Plasmodium falciparum peurliesañ, o tarvezout gant gouziviaded wanaet en un taread broreuziadek, naouus dre un azoniad yud deraouet trumm, anezhañ angremm, fillidigezh, koempad kalongwazhiedel, c'hwezadoù yen, dulaz ha yenadur trobarzhel en desped d'an uswrez kreiz, amwad, c'hweladoù ha darc'hoal o tec'han dourisvec'h, antroazh ha gwadusvec'h urea ; ar furm empennel, an derzhienn nervel (Gl.  neuropaludisme, Sz.  cerebral malaria), a vez o teraouiñ gant krenerezh, alfo ha gouruswrez hag oc'h echuiñ gant ur c'homa habask hag alies ar marv.

fièvre pourprée ou pétéchiale ou tachetée des Montagnes Rocheuses, fièvre du TexasRocky Mountains spotted fever, mountain feverterzhienn vouk pe fennigaouek pe maelennek ar Menezioù Roc'hellek, terzhienn an Teksas ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved rannvloaziat (gwianten, hañv) o reuziañ e rannbarzh ar Menezioù Roc'hellek hag en India, diwar Rickettsia rickettsii, trezouget gant tarlask (Dermacentor andersoni) ; naouus dre un deroù trumm (kridiennoù feuls), gwrester uhel kenan adalek an deizioù kentañ, ur stad tifek grevus hag un dispuilhad fennigoù puilh o tarvezout etre an eil hag ar pempet deiz ; uhel eo ar varvusted (sl.  typhus de São Paulo).

fièvre Q, fièvre de QueenslandQ fever, Queensland feverterzhienn Q, terzhienn Queensland ― Geriadur ar vezekniezh

(Q zo pennlizh Sz.  query, "argraf") Pore hennadet e 1910 war wezhourion ar c'horz sukr en Aostralia ha kavet abaoe 1933 war implijidi al lazhdioù, astennet hiziv da Amerika ha da vroezioù ar Mor Kreiz, treuzkaset eeun (dre al laezh, an uloc'h), pe ameeun (dre al laou, an tarlask), kiriek dezhañ Coxiella burnetti a ve e virva ar c'hrignered gouez hag ar chatal ; ent klinikel e teskriver ur furm derzhiennek heñvel ouzh an tifuz eksantematek, o pareañ hogos bepred, ur furm o tedreiñ evel ur skeventfo anrizhek, ur furm gripvanek hag ur furm bilhonel.

fièvre récurrenterelapsing fever, recurrent feverterzhienn arreadek ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm poreoù naouus dre varroù terzhienn arreat devoudet gant spiroket (Borrelia), trezouget gant artropod (laou pe tarlask) : t. a. bedvroat (Gl.  f. r. cosmopolite, Sz.  European relapsing fever) pore tredizhus ha darreuziat, diwar Borrelia recurrentis, treuzkaset d'an den dre ziouladoù al laou pe al louezaeed, naouus dre ur grommenn derzhienn dibarek : goude ur barr gwrester uhel o padout etre 5 ha 7 devezh, deraouet hag echuet trumm hag ur prantad diderzhienn o padout keit all, e tarvez un eil barr heñvel ouzh an hini kentañ, heuliet gant ar pare ; ar furmoù all, t. a. skignek pe broreuziat (Gl.  f. r. sporadiques, Sz.  endemic relapsing fever) a vez trezouget gant an tarlask : t. a. spagnat pe spagnat-afrikat (Gl.  f. r. espagnole pe hispano-africaine), diwar Borrelia hispanica, enkoret gant tarlask (Ornithodoros erraticus), mirva an hadenn o vezañ krignered (heureuchin) ; t. a. skignek ar Stadoù-Unanet (Gl.  f. r. sporadique des États-Unis) seurtad kuñv diwar Borrelia turicatae, trezouget gant tarlask, Ornithodoros turicata ; t. a. Suamerika (Gl.  f. r. d'Amérique du Sud), diwar Borrelia venezuelensis, trezouget gant Ornithodoros venezuelensis ; t. a. aziat pe persiat, seurtad grevus diwar Borrelia persica, trezouget gant Ornithodoros papillipes.

fièvre typhoïde, typhoïdetyphoid fever, typhoidterzhienn difoidel, tifoid g. ― Geriadur ar vezekniezh

Pistriboread hollek, tredizhus, diwar Salmonella tiphi (bazhell Eberth), naouus, ent neuziadurel, dre anafoù foel hag angreizhel war blakennoù Peyer ha bolc'hennoù kloz ar pervez, ent klinikel, dre un dedro e tri lankad seizh devezh : 1) terzhienn war gresk, 2) terzhienn a-wastad, gant tufoz, darc'hoal ha brizhennoù damroz 3) goude ur bazenn amzurc'hadek, terzhienn war zigresk ; e diouer prederiadur, edo ar c'hlañvour en arvar rouestladoù grevus : gwadliñvoù ha treloezadoù pervez, kalongaherfo, empennfo ; bennozh d'ar yec'hedouriezh, an ergurañ dre ar vaksinerezh hag ar bevastalgurañ ez eo aet dibaot kaer an terzhiennoù tifoidel ha paratifoidel — a du 'rall, e Frañs ez eo endalc'hek an diskleriadur anezho.

ictère grave ou malin ou typhoïde, fièvre jaune nostrasmalignant jaundice, icterus gravis or typhoidesikter grevus pe tifoidel, januz yud, terzhienn velen du-mañ ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad naouus dre un ikter, anadennoù nervel (morgud ha koma da heul), gwadliñvoù ha daralladur don ar stad hollek gant iswrez, dedro herrek d'ar marv ; eilvedel e c'hell bezañ d'ur pore (leptospiroz iktergwadliñvel, terzhienn velen, tifoid, gwadlestegezh, h.a.), d'ur pistriadur (fosfor, amanit falloidel, halotan, h.a.), d'ur c'hleñved avu (avufo viruzel, avufo rurek pergen) ; erzerc'haat a ra un isvent melen lemm an avu (Gl.  atrophie jaune aiguë du foie) (sl.  hépatite fulminante).

kala-azar, leishmaniose viscérale, fièvre doum-doum, fièvre épidémique d'Assam, maladie de Sahib, ponoskala-azar, Leishman's anaemia, visceral leishmaniasis, dumdum fever, death fever, tropical spleno-megaly, ponoskala-azar g., terzhienn doumdoum, leichmaniaz g. flugezel, felc'husvent g. trovanel, ponoz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved broreuziadek en India hag er Reter Pellañ war emastenn en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn direoliek, un avufelc'husvent, ul livrezh staenek a 'r c'hroc'hen, un amvad gant tuginad ar gwennrestrad, un azoniad dizenterek alies hag, a-wechoù, nozelennoù kroc'hen ; ent emdarzh, e tedro d'ar marv dindan un nebeut mizioù, daou vloaz d'ar muiañ ; kiriek dezhañ eo Leishmania donovani, protozoenn a gaver o paoteriñ er felc'h hag e mel an eskern ; hervez ar broezioù e vez ar mirvaoù anezhi ar c'hrignered, ar chas, al lern hag an denion o unan, an trezouger o vezañ Phlebotomus argentipes ; prederiet e vez dre an halioù stibiom hag ur foueastaler, an amfoterikin B.

nonane : fièvre ∼nonan feverterzhienn navedek ― Geriadur ar vezekniezh

Terzienn spanaus, dezhi un drovezh nav devezh, ur barr o tarvezout bep navet devezh.

octane : fièvre ∼octan feverterzhienn eizhvedek ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus, dezhi un drovezh eizh devezh, ur barr o tarvezout bep eizhvet deiz.

oreillons, fièvre ourliennemumpsjotorell b. ― Geriadur ar vezekniezh

Pore, darreuziat ha tredizhus, naouus dre ar c'hoeñvadur diaser pe diaheul eus gwagrennoù 'zo, peurgetket ar gwagrennoù halviñ, a-wechoù an ilgreiz, an divgell, gwagrennoù ar vronn, ar vierezioù hag ar skoedenn, kevret alies gant un erwezh pilhonel ; kiriek dezhañ eo ur paramiksoviruz ; an deznaou, aezet, a vez dervaet gant ar wadveizouriezh ; erguret e vez dre ar vaksinañ (sl.  Rubulavirus, vaccin antiourlien).

périodique : maladie ∼, fièvre méditerranéenne familiale, MEFVfamilial Mediterranean fever, periodic fever or disease, MEFVkleñved arreat, terzhienn vorkreizat familhel, MEFV ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, lec'hiet ar c'henenn giriek war vrec'h verr ar c'hromozom 16, o tizhout ar re yaouank ha ent hanbarek Yuzevion ar Magreb hag an Armeniz, naouus dre an arreadur, gant entremezioù kemmus, e-doug bloavezhioù, eus barradoù feuls, un nebeut devezhioù pad, gant azonoù ken arzel, ken kofel (ganto doare an divilhennfo pe an antreizh pervez lemm), ken kofbruskel, ken gwresterel gant felc'h-usvent, ken olneutrofilel, purpurel, halvusvorc'hel, h.a.

Pontiac : fièvre de ∼Pontiac feverterzhienn b. Pontiac ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved terzhiennek kuñv, o tevoudañ laurioù kaherel.

quarte : fièvre ∼quartan feverterzhienn b. bevareek ― Geriadur ar vezekniezh

Doare terzhienn spanaus, ar barroù o tarvezout ar pevare deiz o lezel etrezo un entremez daou zevezh. — terzhienn bevareek daou varr pe tri barr (Gl. fièvre quarte doublée ou triplée) terzhienn spanaus oc'h erzerc'hañ dre daou pe dri barr terzhienn bep pevare deiz. — terzhienn daoufarzhek (sl. double quarte : fièvre ).

Queensland : fièvre du ∼Q fever, Queensland feverterzhienn Q, terzhienn Queensland ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. fièvre Q, fièvre du Queensland).

quotidienne : fièvre ∼quotidian feverterzhienn b. bemdeziek ― Geriadur ar vezekniezh

Furm terzhienn spanaus gant barradoù o tistreiñ bemdez. Bez' ez eo pemdeziek unvarr, daouvarr, tribarr, hervez niver ar barradoù pemdeziek.

septane : fièvre ∼septan feverterzhienn b. seizhvedek ― Geriadur ar vezekniezh

Doare terzhienn spanaus, ar barroù o tarvezout ar seizhvet deiz o lezel etrezo un entremez pemp devezh.

sextane : fièvre ∼sextanterzhienn b. c'hwec'hvedek ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus, dezhi un drovezh c'hwec'h devezh, ur barr o tarvezout bep c'hwec'hvet deiz, gant pevar devezh etre pep barr.

tierce : fièvre ∼tertian feverterzhienn b. dredeek ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn spanaus dezhi barroù o tistreiñ an trede deiz, etrezo un entremez eus un devezh (sl. double tierce : fièvre ha doublée: fièvre tierce ).