Preder
cuisson à l'étouffée dans la tourbe (Sl. fars oaled)buadenn b. -ioù ― Geriadur ar geginouriezh

An termen buadenn zo stumm eusaat ar ger bugadenn, a dalvez kement ha "kouez bihan". An doare-se da boazhañ e-touez moudennoù taouarc'h zo nes a-walc'h d'an hini da boazhañ ar fars oaled, gant "tan dindan, tan war-c'horre". Ar geusteurenn vaout pe ar fars oaled poazhet e-touez an taouarc'h en ur vuadenn zo deuet da vezañ handaolioù anavezet kenan ha goulennet gant ar weladennourion. Pezh nad eo ket dinoaz evit gwarezerezh an aodoù.

farce (hachis) ; far (ou fars), mets breton sucré ou saléfars g. -où ― Geriadur ar geginouriezh

An termen brezhonek fars a arverer evit lies darevad diwar vleud, aes da brientiñ er gêr. Diforc'hañ a reer boas tri seurt fars : a) Ar farsoù sac'h, en o zouez ar fars bruzunok diwar gwinizh du, ar fars daou sac'h – unan diwar ed du hag egile diwar gwinizh –, ar fars hanter-hanter, daou hanter, ar fars gwad (tost d'ar wadegenn alies), ar fars turkig, ar fars pod, h.a. b) Ar farsoù poazhet er forn pe en ur gokellenn, da skouer ar fars avaloù prientet gant jelkennoù avaloù hag ur banneig lambig, ar fars forn lakaet en ur c'has da boazhañ, ar fars oaled, h.a. c) Ar farsoù graet buan diwar vleud, riz, avaloù douar er billig, er gaoter, er pod. En o zouez, menegomp ar fars buan poazhet war ar baelon ha fichet dizehan (a se ivez an anv fars turiet, fars pillig, fars pitillig), ar fars fritet prientet diwar jelkennoù fars sac'h. Na ankouaomp ket ivez fars breset Bro-Leon diwar gwinizh, sukr ha vioù, anvet ivez fars gwasket e lec'h all.