(Bredelfennerezh) senario dec'hmegat, ar gouzrec'h o kaout roll ennañ, o tezerc'hañ leuniadur ur c'hoant diemouez.
Senario bredel, ar gouzrec’h o kaout roll ennañ, o tezerc’hañ, en un doare mui pe vui distummet gant an argerzhioù-difenn, leuniadur ur c’hoant diemouez. Modelezhioù diseurt a zeskriver d’an eriunell : eriunell emouez (Tagtraum “deizvre, dihunerrizh”), eriunell diemouez (diskoachet gant an elfennerezh evel luniad danlec’hiet d’un endalc’hed diskelat), kenteriunell.
Evel ma tiskouez an termen arveret a-wechoù gant Freud, Wunschphantasie, — hag an termen dibabet e brezhoneg —, emañ an eriunell en ur c’heñver strizh gant ar c’hoant, an eriunañ. Evit Freud, ez eo buhezad ar boziañ orin ha patrom an eriunañ (sl. EXPÉRIENCE DE SATISFACTION). Bez’ e ve enta eus ar c’hentañ eriunelloù eriunelloù diwar ergerc’henn, eleze ergerc’hennoù eriunellel buket ar c’hoant outo evel ma vez an ezhomm buket ouzh e ergerc’henn drael.
∆ Evit gerluniadur an termen eriunell, sl. EMSAV, 118, 1976, p. 390.
au niveau des fantasmes on peut montrer comment toute position passive est inséparable de son opposé, e par an eriunellañ e tiskouezer penaos pep savlec’h gouzañvat zo dizisrannadus diouzh e geveneb (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; le moi passif se remet, fantasmatiquement, à la place […], ar me gouzañvat en em lak, ent eriunellel, el lec’h […] (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; tendance visant à nuire à autrui […] s’actualisant dans des conduites réelles ou fantasmatiques, tued a zo e amkan noazout ouzh an hentez […] o c’hoari dre realoù traek pe eriunellek (sl. AGRESSIVITÉ) ; Jung parle de fantasmes rétroactifs, Jung […] a gomz eus kileriunelloù (sl. APRÈS-COUP) ; où la sexualité se détache de l’objet naturel, se voit livrée au fantasme et par là même se crée comme sexualité, ma tispeg ar revelezh diouzh an ergerc’henn naturel, ma en em gav taolet d’an eriunellañ ha dre se ma en em savel evel revelezh (sl. AUTO-ÉROTISME) ; les premiers objets pulsionnels, partiels ou totaux, tels qu’ils apparaissent dans la vie fantasmatique de l’enfant, ar c’hentañ ergerc’hennoù luzadel, darnel pe hollel, evel ma anadont en eriunellañ ar bugel (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; le caractère fantasmatique des qualités du “bon” et du “mauvais” objet, eriunellegezh ar perzhioù “mat” ha “fall” ardaolet ouzh an ergerc’henn (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; fantasmes corrélatifs à l’activité orale, eriunelloù a-geñver gant an oberiezh c’henaouel (sl. CANNIBALIQUE) ; les aller et retour fantasmatiques des “bons” et “mauvais” objets, ar mont-dont eriunellek eus an ergerc’hennoù “mat” ha “fall” (sl. INTROJECTION) ; l’attente anxieuse de la situation traumatique et fantasmatique, ar gortoz enkrezet eus ar blegenn daraezek hag eriunellek (sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT) ; le principe de plaisir continue à régner sur tout un champ d’activitéspsychiques, domaine réservé au fantasme, e kendalc’h pennaenn ar bliz da ren war ur vaeziennad oberiezhoù, domani an eriunellañ (sl. PRINCIPE DE RÉALITÉ).