Preder
angiomatose hémorragique familiale, angiomatose héréditaire hémorragique, maladie de Rendu-OslerRendu-Osler-Weber diseaseangiomatoz hêrezhel gwadliñvus, kleñved Rendu-Osler-Weber ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel oc'h erzerc'hañ er vugeliezh, da azon nemetañ dezhañ ar fronwadadoù betek 25 bloaz, oad ma krog angiomoù da ziwanañ war ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù, a zo sez da wadliñvadoù d'o zro ; kevret gantañ e c'hell bezañ angiomoù er flugez ha darvolloù skevent.

Bartter : syndrome de ∼, hypokaliémie chronique familiale avec hyperkaliurieBartter's syndromeazoniad Bartter, kaliomwadisvec'h henek familhel gant kaliomdroazhusvec'h ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez erzerc'h adalek ar vugeliezh dre an ustroazh, ar goursec'hed, ar goulerc'h kreskiñ, usvec'h an aldosteron diwar usvorc'h an angiotensin da heul uswe kentael ar benvegadoù nes-bloueig, an alkaloz hag an dedaniezh ; klañvadur arwashaus, marvus dre zigempouez dourkevionel pe skorted al lounezhi.

cataracte génétique, cataracte familialehereditary cataract, familial cataractferennlug hilel, ferennlug hêrezhel, ferennlug familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ferennlug ma vez treuzkaset ar c'hleñved er mod trec'hek pe enkilek.

cholémie familiale, maladie de Gilbertfamilial cholaemia, Gilbert's diseasegwadvestlegezh familhel, kleñved Gilbert ― Geriadur ar vezekniezh

Migennevid livegennoù ar vestl treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent vevoniel dre ur gwadusvec'h bulirubin, ent klinikel dre ur gouikter henek diwar un ezreolder e keveiladur ar bilirubin gant an drenkenn c'hlikuronek en diouer eus enzimoù avuel 'zo.

dysautonomie familiale, syndrome de Riley-DayRiley-Day syndromemiemrenegezh familhel, azoniad Riley-Day ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel aotozomek enkilek dibaot, a stader gant ar vugale yuzev dreist holl, naouus dre erzerc'hadoù nervel : a) er reizhiad emrenek : daeranvorc'h, ec'houleviadoù gwaskel, gwrezel ha gwazhiedloc'hadel, strafuilhoù an arc'hwelioù koazhañ ; b) en arc'hwelioù kehentiñ : angost hollek, direizhoù ar gweled, ar c'hwesha, ar c'henurzhiañ, isvent savder-pouez, distabilded fromel ; dianav eo an ardarzh hag arvarek an erdebad (sl.  analgésie, alacrymie).

granulomatose septique progressive, chronique ou familialeprogressive septic granulomatosis, chronic granulomatous diseasegranulomatoz lestel argammedek, granulomatoz henek familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.

hépatite familiale juvénile avec dégénérescence du corps strié, maladie de WilsonWilson's diseaseavufo familhel ar yaouerion gant dic'henezhadur ar rizenneg, kleñved Wilson ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel a stader gant ar vugale hag an dud yaouank, o teraouiñ a-wechoù dre un ikter leiek, naouus dre ur reuter dasstrizhek hag ur c'hrenerezh, ur walenn staenek war wrimenn ar gornsae (trogornsaeenn Kayser-Fleischer), strafuilhoù bred (tuzumadur kefredel, gourboz) hep envedi ; treuzfurmet eo bet an dedroadur, marvus ent emdarzh, gant ar prederiañ dre ar c'helaterioù (D-penikillamin) ; ent neuziadurel ez eo naouus kleñved Wilson dre gevreted un avufo nozelek ha dic'henezhadur ar rizenneg (sl.  chélateur, dégénérescence hépatolenticulaire).

idiotie amaurotique familialeamaurotic familial idiocy, maculocerebral degenerationdiodezh steuzwelel familhel, dic'henezhadur brizhennempennel ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad ur stroll dilerc'hegezhioù hêrezhel kevredet gant anafoù deun al lagad diwar un namm hilel treuzkaset er mod enkilek, naouus dre zic'henezhadur kelligoù an nervreizhiad kreiz aloubet gant gangliozidoù (sl.  gangliosidose).

lymphohistiocytose familiale, réticulose hémophagocytaire ou hémophagiquefamilial haemophagocytic reticulosislimfohistiokitoz g. familhel, retikuloz  g. hemofagokitel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved familhel o tizhout ar vugale yaouank a 'n div rev, naouus dre an derzhienn, an amwad, un avufelc'husteñv, ur c'heinelgellig, anafoù nervel ha pilhonfo, un ensiladur limfohistiokitel strewek, ur gwadusvec'h lipid, gwadliñvoù hag un dedro herrek d'an andizh.

maladie familialefamilial diseasekleñved familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez o wazhañ, hep ma kemm e furm, lies ezel eus ur familh, nad eo ket prouet ez eo hêrezhel, ac'hoel er c'hemeradur hiloniel ; erzerc'hañ a ra e rezh ur strafuilh en diorreadur ha lakaat a ra e penn kont keal ar goudrevn (Gl.  terrain).

néphropathie familiale avec surdité, syndrome d'Alporthereditary haematuria associated with nerve deafness and ocular change, Alport syndromeazoniad Alport, lounezhad hêrezhel gant bouzarded ― Geriadur ar vezekniezh

Lounezhad familhel, anezhi kevret : 1) ul lounezhfo henek entremezel gant skleroz ar bloueigoù ha lestrlounezhfo henek, oc'h erzerc'hañ alies adal bloavezhioù kentañ ar vuhez dre un droazhproteinegezh, un droazh-wadegezh adfeilhus hag o tedreiñ peurliesañ etrezek ur skorted lounezh andizhus ; 2) ur vouzarded argammedek oc'h anadiñ a-c'houlerc'h ; 3) kammneuziadoù an daoulagad (ferennlug, sferofakiezh, lentikon) ; azoniad hêrezhel kemplezh, treuzkaset e ve al lounezhad er mod aotozomek trec'hek Xereet, hag ar vouzarded, anarstal, er mod enkilek.

névrite hypertrophique progressive familiale, névrite hypertrophique primitiveprogressive hypertrophic polyneuritisnervennfo usteñvel argreskus familhel, nervennfo usteñvel kentael ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre un nervennfo entremezel a 'n nervennoù trobarzh gant usteñv feur Schwann ha darallad ar mielin ; ent klinikel dre ur seizi gant ur c'haheristeñv o tizhout an eizhaennoù, kahergrehadoù, distummadur an treid (treid kleuz), treuzrakwar, steuz an damougoù, iseraez, usvent an nervennoù trobarzh ha gorrekaat an nervren enno ; deraouiñ a ra an anaez er vugeliezh, dre an izili traoñ, ha dedreiñ gorrek kenan ; div furm anezhañ a ziforc'her, deanvet rizh Dejerine-Sottas ha rizh Pierre Marie ; deskrivet ez eus bet ivez furmoù gant treuzkas aotozomek enkilek, dibaot, kentratoc'h o deroù, herrekoc'h ha rustoc'h o dedro.

Névrose familiale.Familienneurose.family neurosis.neuroz familhel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant René Laforgue ha bredelfennerion c’hall evit merkañ an devoud ez a, en ur familh, an neurozioù hiniennel d’en em glokaat, d’en em amplegañ kenetrezo, hag evit lakaat a-wel al levezon gleñvedus a c’hell kaout koublad ar gerent war ar vugale.

Gouez d’e aozerion o-unan, ne c’hell an termen bezañ arveret nemet evel ledanvad, pa n’eus ket un unvez nozologek eus an neuroz familhel. Talvezout a ra dreist-holl da dennañ an evezh war degasadennoù a bouez eus ar bredelfennerezh : ar roll-kreiz, en amparadur ar gouzrec’h, eus an hevelebiñ ouzh ar gerent ; kemplezh Edip evel kraonell an neuroz ; ar pouez a zo, e furmidigezh an Edip, d’an darempred etre ar gerent, h.a.

Diwar geal an neuroz familhel ez eo diwanet an termen “steredeg ar familh”, arveret dreist-holl e psikoterapiezh ar vugale. Degaset e vez ar bredkurer, n’eo ket hepken da glask treuzfurmiñ kelc’hiadur ar bugel, hogen da veizañ e stern an neuroz familhel ar goulenn mezegadur a ra ar gerent evit ar bugel, ha betek da intent hemañ evel “azon” eus neuroz e gerent.

Hervez Laforgue e tinaoufe keal an neuroz familhel diouzh meizadur an dreistme evel displeget gant Freud en arroud-mañ : “Ne vez ket furmet dreistme ar bugel diwar skeudenn ar gerent, hogen diwar skeudenn o dreistme ; leuniet eo gant an hevelep endalc’h, dont a ra da vezañ derc’houezer an henvoaz hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout evel-se a rumm da rumm.”

Hogos dilezet e hañval bezañ hiziv an termen a neuroz familhel gant ar bredelfennerezh.

paralysie périodique familiale ou simple intermittentefamilial periodic paralysisseizi hêrezhel mareadek pe eeun spanaennek ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, o c'hoarvezout a resmiadoù seizi naouus dre dri azon : 1) treuz- pe pevarseizi gwak hebiat d'ar c'higennoù e diazalc'h an nervennoù a-glopenn, 2) steuz klok an damougoù a-stirenn en izili, 3) anvroudadusted faradek ha galvaniek ar c'higennoù seizet, hep strafuilh kefredel, santadel pe kelc'hstrishaerel ; deraouiñ a ra ar resmiadoù d'ar gaezouregezh hag anadiñ e dibenn an noz pe goude ur pred paot ennañ ar glukid, o padout un nebeut eurvezhioù pe devezhioù hag o tistreiñ goude entremezioù kemmus kenan ma ne stader azon nervel ebet ; e-doug ar resmiadoù, e vez kaliomisvec'h er gwad hag en troazh hag -usvec'h er c'helligoù (sl.  adynamie épisodique héréditaire) ; deskrivet ez eus bet seizioù mareadek anhêrezhel eilvedel da anaezioù o tevoudañ gwadus- pe gwadisvec'h kaliom : skoedusvorc'hegezh, uc'haldo-steronegezh, skorted lounezh hag uslounezhenn, koma akidozel, h.a.

paraplégie spasmodique familiale de Strümpell et LorrainStrümpell diseasetreuzseizi dasstrizhek familhel Strümpell ha Lorrain ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved dibaot eus stroll an dic'henezhadurioù livenn-ilpenn a-hêrezh, treuzkaset peurliesañ er mod aotozomek trec'hek, o teraouiñ e-tro 20 vloaz hag o c'hrevusaat ent argammedek, naouus ent klinikel dre seizi ha dargrezad war astenn an izili traoñ, gerc'hted an damougoù a-stirenn hag arouez Babinski, azoniad ilpennel ha tizhad an doneraeziñ, ent neuziadurel dre un divielinaat a 'r stiradoù pikernennek, a 'r stiradoù livenn-ilpenn hag a 'r pañsoù adreñv (sl.  hérédodégénérescence spinocérébelleuse).

Pelger-Huet : anomalie nucléaire familiale de ∼Pelger nuclear anomalyazoniad Pelger-Huet ezreolder ar c'hraoñelloù ― Geriadur ar vezekniezh

Ezreolder hêrezhel kraoñelloù ar granulokit oadour, dezho un neuz tuzum hag arront, o tevoudañ kleizwariadur luniad Arneth hep azon all ebet.

périodique : maladie ∼, fièvre méditerranéenne familiale, MEFVfamilial Mediterranean fever, periodic fever or disease, MEFVkleñved arreat, terzhienn vorkreizat familhel, MEFV ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, lec'hiet ar c'henenn giriek war vrec'h verr ar c'hromozom 16, o tizhout ar re yaouank ha ent hanbarek Yuzevion ar Magreb hag an Armeniz, naouus dre an arreadur, gant entremezioù kemmus, e-doug bloavezhioù, eus barradoù feuls, un nebeut devezhioù pad, gant azonoù ken arzel, ken kofel (ganto doare an divilhennfo pe an antreizh pervez lemm), ken kofbruskel, ken gwresterel gant felc'h-usvent, ken olneutrofilel, purpurel, halvusvorc'hel, h.a.

planification familiale, contrôle des naissancesfamily planning, birth controlsteuñviñ ar genel, reoliñ ar genel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an diarbennoù kemeret gant ar c'houbladoù evit a sell ar gouennañ.

réticulo-endothéliose familiale avec éosinophiliefamilial reticuloendotheliosis with eosinopheliaretikuloendotelioz g. familhel gant eleozinofil ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre un dispuilhad eritematus c'hwezhigennek eus ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù, dre ur c'hoeñvadur eus ar gwerblennoù, eus an avu hag ar felc'h, dre boreadoù kroc'hen, lagad ha skevent ha dre un dedro marvus dindan un nebeut mizvezhioù. Bez' ez eus un eleozinofil muiek er gwad hag un ensiladur eus an derm gant eozinofil, limfokit ha histiokit.

réticulose familiale avec hépatosplénomégalie et adénopathiesfamilial reticulosis with hepatosplenomegaly and adenomegalyretikuloz familhel gant avufelc'h- ha gwerblennusvent ― Geriadur ar vezekniezh

Retikuloendotelioz familhel gant dreistfelc'hegezh ha γ-globulinwadisvec'h, a zedro kuñv.-globulinwadisvec'h, a zedro kuñv.

synostose radio-cubitale ou -ulnaire familialefamilial radioulnar synostosiskenaskornad gwerzhid-helmo familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Soutadur ganedigel etre talpennoù krec'h ar werzhid hag an helmo, o skoilhañ ouzh ar palvsaviñ hag ar palvstouiñ.

xanthomatose hypercholestérolémique familialeidiopathic hypercholesterolemic xanthomatosisksantomatoz kolesterolwadusvec'hel familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek, naouus ent klinikel dre vezañs ksantomoù (ksantomoù kroc'hen e rezh yoc'hennoù, ksantomoù stirennel), ksantelasma, trogornsaeenn hag aterom kentrat en talmerennoù, sourus en erdebad (kevenkez, talmerennfo empenn) ; ent bevoniel , dre ul lipidwadusvec'h, oc'h angorzhañ dreist holl ar c'holesterol (ar bec'h anezhañ , alies uheloc'h eget 5 g/L , a dizh pe a zistremen an drederenn eus hini al lipid hollel) hag ar β -lipoproteinoù ; evit an triglikeridoù zo a-vec'h uhelaet ent keñverel . Ar gwadusvec'h kolesterol hennadek pe familhel zo ur furm grai a ksantomatoz kolesterolwadusvec'hel familhel , ma n'eus nemet an arouezioù dourennel. — An kez seurtad a lipidwadusvec'h gant gwadveiz boull, a glot gant rizh II Frederickson, a vez nebeut kizidik ouzh an hanren islipidek (sl. hypercholestérolémie ).