Preder
centre de placement familialfoster home, family placement centerkreizenn endredañ adfamilhel ― Geriadur ar vezekniezh

Kreizenn o tegemer bugale a ranker pellaat, dre abeg pe abeg, diouzh o familh (sl.  placement familial).

familialtiegezhel ― Geriadur an armerzh
  • allocations familial goproù tiegezh
  • placement familial endredad adfamilhel.
ictère grave familial du nouveau-né, maladie de Pfannenstielfamilial icterus gravis neonatorum, Pfannenstiel's syndromeikter familhel grevus an nevezc'hanidi, azoniad Pfannenstiel ― Geriadur ar vezekniezh

Ikter oc'h anadiñ un nebeut eurvezhioù goude ar c'hanedigezh, kevret gant koeñvadur an avu hag ar felc'h, morvor, gwadliñvoù, amwad hag eritroblastoz, o tedreiñ d'ar marv hogos bepred ; ur furm eo da gleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi.

pemphigus chronique bénin familialbenign chronic familial pemphiguspemfiguz henek kuñv familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Kroc'henad dibaot eus stroll ar pemfigoidoù, familhel, treuzkaset er mod trec'hek, o tarvezout gant an oadour yaouank, naouus ent klinikel dre blakadoù eritematus, warno gloevennoù, sezet war ar gouzoug, an divgazel, plegoù ar varlenn hag ar rannbarzhioù fraezhganadel, dre vonanded ar stad hollek hag e guñvded daoust d'an adfeilhoù a-hed ar bloavezhioù ; ent wiadoniel dre anafoù akantoliz hebiat da vevadegezh ar c'helligoù.

rachitisme hypophosphatémique familialhypophosphatemic familial ricketslec'h fosfatisvec'hel familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel treuzkaset er mod trec'hek revereet. Erzerc'haat a ra dre ul lec'h garv, vitaminDharzus, o tinodiñ war-dro an oad a 2 – 3 bloaz, gant ur fosfatwadisvec'h, ur fosfattroazhusvec'h hag ur fosfatazwadusvec'h. E devoud ur gorrded heneuz eo.

Roman familial.Familienroman.family romance.romant familhel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gerienn goveliet gant Freud da aroueziñ an eriunelloù ma taskemm ar gouzrec’h e liammoù ouzh e gerent (o faltaziañ da skouer ez eo ur bugel kavet).

Seurt eriunelloù a veze anavezet en ambrenoù paranoiakel. Freud ne zaleas ket d’o dizoleiñ en neurozeion gant stummoù niverus : ijinañ a ra ar bugel n’emañ ket o vevañ gant e gerent wirion hag ez eo e dad un den anvek, o prestañ d’e vamm avanturioù kuzh, pe neuze ez eo eñ ar mab gwirion nemetañ, e vreudeur hag e c’hoarezed o vezañ besterd.

A-zalc’h eo eriunelloù ar romant familhel ouzh kemplezh Edip. Kemmesk ha niverus eo al luskedoù anezho : c’hoant izelaat ar gerent diouzh un tu, o uhelaat diouzh an tu all, c’hoant d’ar veurdez, striv da vont e-biou d’ar gael ouzh ar gwadserc’h, kenoaz etre breudeur, h.a.

unité d'accueil familial thérapeutique ◊ ◊ unvez b. degemer familhel yac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Framm degemer ha herberc'hiañ en ur familh evit ar c'houziviaded stabilaet. Dazeilad evit ar c'hlañvdiadur ez eo an amkan anezhañ kevaraezañ kendalc'hegezh an arouelioù en ur stern familhel evit gouziviaded dic'houest da vevañ o unan, an amkan o vezañ hepkoriñ an emdenn, kevaraezañ ar genfestadelezh hag an adkenempradur, ha hepkoriñ un herberc'hvezh. Roll ar c'hoskor arouelañ zo ambroug ar familhoù dre ur skoazell reoliek.