Niver al lerc'hwezadoù mezoniel bodet e-barzh ul lerc'hwezad alvezel.
• dépister les facteurs nuisibles diournat ar parennoù noazus • en l'absence de tout facteur microbien en ezvezañs nep parenn c'harvevel • facteur déterminant dans le “choix de la névrose” gwereder tonkus evit “debarzh an neuroz” • facteur étiolo-gique parenn arbennel • facteur extrinsèque parenn ezien • facteurs humoraux et cellulaires parennoù dourennel ha kelligel • facteur intrinsèque parenn enien • facteur lipotrope parenn vehingerc'h • facteurs exogènes et endogènes parennoù ezdeuat hag endeuat • facteurs morphogénétiques parennoù neuztarzhel • le déclen-chement du signal d'angoisse n'est pas nécessairement subordonné à des facteurs économiques delank an enkrez arhent ned eo ket dre ret izurzhiet da werederioù armerzhel • pluralité de facteurs liesparennegezh.
Elfenn o tasperzhiañ e delankañ pe e dedreiñ un erwezh, un anaez, un anadenn.
NOTENN : Bras eo niver an termenoù a zo Gl. facteur o ger kentañ. Un darn vras anezho a gaver er geriadur dindan enmonedoù un anvad all : facteur I (sl. fibrinogène), facteur II (sl. prothrombine), facteur II a (sl. thrombine), facteur III (sl. thromboplastine), facteur IV (anvad roet d'ar c'halkiom evel elfenn ret da gaoulediñ ar gwad), facteur V (sl. accélérine), facteur V Leiden (sl. protéine C), facteur VI (sl. accélérine), facteur VII, proconvertine (sl. convertine), facteur VII bis (sl. facteur Stuart), facteur VIII (sl. thromboplastinogène), facteur IX (sl. facteur antihémophilique B), facteur X (sl. facteur Stuart), facteur Xa (sl. anti-Xa), facteur Xg a (sl. groupes sanguins), facteur XII (sl. facteur Hageman), facteur antihémophilique A (sl. thromboplastinogène), facteur C (sl. 1° plasma thromboplastin antecedent, 2° Rhésus : facteur ∼), ), facteur C₂ (sl. citrine), facteur Cellano (sl. groupes sanguins), facteur Christmas (sl. facteur antihémophilique B), facteur clarifiant (sl. lipoprotéine-lipase), facteur cytotoxique (sl. lymphotoxine), facteur d'activation des lymphocytes (sl. interleukines), facteur de Durand-Reynals (sl. diffusion : facteurs de ∼), ), facteur E (sl. Rhésus : facteur ∼), ), facteur FF (sl. pantothénique : acide ∼), ), facteur P (sl. citrine), facteur thymidine (sl. somatomédine), facteurs D (sl. 1° Rhésus : facteur ∼ , 2° complément).
Globulin bezant, anniñvek, er plasma hag er gwadveiz ; enniñvet e vez e diastok gorreennoù estren d'ar reizhiad wadgwazhiedel reol ha, gant an tromboplastinogen, ez a da furmiñ an tromboplastin ; arbenn an hemofiliezh B eo an diouer anezhañ.
Betaglobulin bezant er gwadveiz, o tasperzhiañ e blivaat ar glokaenn dre an hent dazeilat (sl. complément).
Fosfolipid dilaosket gant ar bazofil hag ar mastokit, unan eus hanteradoù an dreistkizidigezh kentizhek, parenn greñv kenan dazadur ar pladanoù, araezus d'ar bronkezstrishaat, d'an iswask talmerel ha d'ar gouliñvoù.
Arventenn, arveret da geñver ur c'huntellañ, o spizañ arouezvaez un arstalenn skej tonn.
Protein endalc'het e-barzh greunanoù ar pladanoù ; pa vez dilaosket e plasma ar gwad ez aesa da gaoulediñ ar gwad hag e kevaraez ar c'hleizennañ dre vuanaat emrannerezh ar c'helligoù ; an un protein eo a ve kiriek da neridigezh ar c'helligoù kankrek.
Niver al lerc'hwezadoù mezoniel bodet e-barzh ul lerc'hwezad alvezel.
Unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; gwerediñ a ra war hedreuzded ar c'horrwazhied ha kevaraezañ tremen al leukokit hag ar plasma trema an esaou ezwazhiedel.
Elfenn o vuiaat darvezusted ur c'hleñved : boazioù bevañ, kleñved all, amveziadoù ha naouusterioù diseurt, da skouer evit an ateroskleroz : ar butun, ar c'hourevelezh, an diabet c'hwek) ; diforc'h eo ar barenn riskl diouzh arbenn ar c'hleñved.
Parenn dializadus spesadel d'an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat kizidikaet ouzh un antigen ; emañ en araez da dreuzdougen memor hangaeel an kez limfokit kizidikaet ouzh an antigen (hag outañ hepken) trema limfokit ankizidikaet ar gouziviad koulz ha trema limfokit ur gouziviad all.
Hormon polipeptidek gouzerc'hvelat o fraouaat borc'hadur an hormon melanotropek gant ar rakgougorfenn.
Hormon polipeptidek gouzerc'hvelat oc'h enteiñ er c'hougorfenn dre ar founilh hag o fraouaat borc'hadur ar somathormon ; nes e ve dre e zelun d'ar prostaglandineier E.
Polipeptid gouzerc'hvelat oc'h enteiñ er c'hougorfenn dre ar founilh hag o fraouaat borc'hadur ar prolaktin.
Danvezenn bolipeptidek (tripeptid) danzeet e parzh araok ar gouzerc'hvel, o tremen dre ar founilh betek ar rakgougorfenn hag o fraouaat borc'hadur an hormon skoedwezher.
Danvezenn a chom dindan gevarguz he natur kimiek ha lec'h he orin er bevedeg, dec'hanus d'un troazhusvorc'h natriom dre heudañ an dassugañ tuellennel ; gwerediñ a rafe dre dolc'hañ ar porzher natriom evel ma ra an digitalin, eleze dre heudañ un enzim proteek loet e-barzh kennenn ar gellig, an ATPaz Na + K + .
Plasmid o treuzkas d'ur bakteri an naouuster hilel “gourev” pe “roer” (sl. épisome, plasmide).
Unan eus ar proteinoù plasmatek kaoulediñ anvet parennoù diastok, nes d'ar barenn C ; en diouer anezhi e vez hiraet pad ar c'haoulediñ hep direizh all en aoz ar gwad nag er stad klinikel (sl. facteurs de contact).
Hormon polipeptidek gouzerc'hvelat o skoilhañ ouzh borc'hadur an hormon melanotropek gant ar rakgougorfenn.
Polipeptid danzeet gant ar gouzerc'hvel, o tiskenn dre ar founilh betek ar rakgougorfenn hag o skoilhañ ouzh borc'hadur ar prolaktin.
Unan eus hanteradoù dourennel an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat, o skoilhañ ouzh paradur an DNA hag ouzh neridigezh nep kellig, neoazh hep hualañ azvedigezh al limfokit.
Parenn wrezstabil, unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; dilaosket e vez gant al leukokit a-ziastok an antigen ez int kizidikaet outañ (tennad kentañ, spesadel) ; en un eil tennad, anspesadel, e wered war ar c'helligoù douger pe get d'an kez antigen, o tazgludañ ar c'helligoù unkraoñellek engwazhiedel ha tregenkat.
Unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; devoudañ a ra emrannidigezh al limfokit aziastok an antigen spesadel.
Danvezenn bolipeptidek borc'het gant kelligoù ar c'hentezioù, ganti perzhioù natriomdroasheiat, troazhusvorc'hus, gwazhiedfrankaus.
Plasmid en araez da dreuzkas eus ur bakteri d'unan all an harzusted ouzh ar bevastalerioù, an harzusted plasmidel (Gl. résistance plasmidique).
Euglobulin ezreol a dolz mol uhel, eus rummenn an immunoglobulin IgM, bezant e-barzh plasma gwad an darn vuiañ eus gouziviaded al liesarzfo rumatoidel, anezhañ un unanantikorf o tazgwerediñ ouzh gammaglobulineier (IgG) ar gouziviad e unan.