Elfenn gimiek a niverenn atom 26, arouez Fe ; an atom houarn a c'hell koll 2 elektronenn ha mont da ion divamsavus (houarnus Fe 2+ ) pe 3 elektronenn ha mont da ion teiramsavus (houarnek Fe 3+ ) ; e korf mab den e vez etre 4 ha 5 g houarn ; en e furm divamsavus emañ e kreiz ar molekul hemoglobin ha c'hoari a ra ur roll a bouez e dezougen an oksigen (sl. anémie ferriprive, ferritine, hémochromatose, hémoglobine, hémosidérine martial, pica, porphyrine, sidér- ha deveradoù, transferrine).
Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod enkilek revereet, oc'h anadiñ gant ar vabaned gourev hag ouzh o c'has d'ar marv a-raok o zrede bloaz, naouus, ent klinikel, dre un arvez dibarek eus ar blev (rouez, islivegat, gweet war o ahel), dre dizhadoù an empenn hag an ilpenn (istant, kahergridoù, morgoñv, dilerc'h bred don), dre an dallentez, ezreolderioù ar gwazhied (kildroennek, darvollek, gwadliñvek) hag an eskern, ent vevoniel, dre wadisvec'h ar c'houevr hag ar c'heruloplasmin (glikoprotein dezouger ar c'houevr).
Poulz kalet dezhañ un heled bihan.
kammneuziad e stumm un houarn marc'h oc'h eren blein traoñ an div lounezh gant gwiad stirek pe parenkimatus, loet a-ziaraok ar gwazhied bras.