A-geñver gant ganadur ur broudad revel. Arveret e vez an adanv-mañ peuliesañ en termen tachad erogen, hogen ivez e-barzh troiennoù evel mazoc’hegezh erogen, oberiezh erogen, h.a..
∆ Diouzh ret, e c’haller ober gant gerluniadoù brezhonek, da skouer evit diforc’hañ kemeradurioù diseurt an termen erogen : revvroudadus “a c’hell bezañ lec’h-andon d’ur broudad revel”, revvroudus “a c’hell devoudañ ur broudad revel” (a-zivout ur gentrigenn da skouer) ; revvroudadel “a-zivout ar (genel) broud revel” ; hep kontañ deveradoù kempleshoc’h evel revvrouteiat “gantañ ar perzh genel ar broud revel”, h.a.
Kement lec’hienn eus an amwiskad kroc’hen ha glaourgenn e tro da vezañ sez d’ur broud a rizh revel. Ent spesadekoc’h, rannbarzhioù a zo dre berzh arc’hwel sez d’ur seurt broud : tachadoù ar genou, ar fraezh, an tachad kantroazh-genel, ar begoù bronn (sl. ÉROGÈNE).
Freud a astenne an erogended d’an organoù diabarzh zoken. “Evit komz didro, ar c’horf a-bezh zo un tachad erogen.” Tachadoù ’zo neoazh a hañval bezañ “raktonket” d’an arc’hwel-se. En oberiezh sunañ, an tachad genou zo desavelet dre berzh ar beved d’e arc’hwel erogen ; pa suner ar meud, hemañ en deus perzh er broud revel evel “eil tachad erogen, zoken a dalvoud bihanoc’h”. Andon eo an tachadoù erogen d’al luzadoù darnel diseurt (enerotegezh, sl. AUTO-ÉROTISME ; PULSION PARTIELLE). Desavelañ a ra pep hini gant spesadegezh bras pe vrasoc’h ur rizh ’zo a bal revel.