Prouad da imbourc'hiñ reolierezh ar c'hempouez bazenn–trenkenn gant al lounezhi : ar gouziviad a lakaer da euvriñ un doenad klorhidrat arginin pe kloridenn amoniom hag e vuzulier pH an troazh.
E sell d'un imbourc'h skinluniñ, e lakaer ar gouziviad da euvriñ ur pred lipidek (3 melen vi, 3 loaiad voued dienn laezh fresk) war-benn lakaat ar gellenn vestl bet demeraet diagent da argrezañ ha da skarzhañ he endalc'had endra denner ur steudad skeudennoù.
Embregad evit lakaat war wel un divigad loc'hadel diheverzh a hent all en izili krec'h ; ar gouziviad o vezañ en e c'hourvez war e gein pe, gwell, en e goazez, e zivvrec'h astennet dirazañ a-serzh war e vrusk, e zaoubalv tro ouzh traoñ pe tal ouzh tal, e stader, en un tu, e c'hoarvez d'e vizied krommañ tamm ha tamm, d'e vrec'h kouezhañ ha d'e zorn palvstouiñ.
Prouad amkanet da imbourc'hiñ arc'hwel degorzhañ an avu ; goude sanket dre ar wazhienn un doenad BSP diouzh ar feur 5 mg / kg (pe 150 mg / m2 gorread korf), e vez delenet buan an danvezenn gant an avu ha neuze ezvevennet e ser ar vestl ; goude 15 min, ent reol e vez ar gwadvec'h dindan 25 % eus an doenad deroù, goude 45 min dindan 5 % ; er pleustr e spisaer aesoc'h barr karzhañ ar plasma gant parenkim an avu dre savelañ dizeul azrannel ar BSP, reol etre 15 ha 17 % ; leiaet e vez gant ar skorted avu.
Elfennañ demerventadel β-lipoproteinoù ar gwadveiz goueledet diwar-bouez sulfat dekstran (hentenn dispredet).-lipoproteinoù ar gwadveiz goueledet diwar-bouez sulfat dekstran (hentenn dispredet).
Prouad arveret evit imbourc'hiñ borc'hadur an hormon drekgougorfenn (hormon eneptroasheiat, vazopresin, ADH) ha deznaouiñ an diabet heuz, anezhañ muiaat osmoleriezh ar gwad diwar-bouez trefennañ un dileizhenn usgrennek kloridenn natriom ; gant an den bonan e stader ul leiâd a etre 70 ha 90 % eus an troazhodiñ hag ur muiâd eus douester an troazh ; pa vez diabet heuz ne leia ket an troazhodiñ hag izel e van izel douester an troazh (sl. antidiurétique : hormone ∼ ).
Prouad arc'hwelel a zo e amkan studiañ kennevid un danvezenn goude diounit dre euvriñ pe dre sankañ un doenad savelet anezhi ; hervez an danvezenn diounezet e komzer eus prouad ar glukozvec'hiañ (Gl. épreuve d'hyperglycémie provoquée), prouad ar fruktozvec'hiañ (Gl. épreuve de charge du fructose), h.a..
Amprouad renet ouzh gwele ar gouziviad evit gwiriañ kempadusted gwadoù ar roer hag ar roadour, anezhañ meskañ war ul lavnenn ur berad eus plasma ar roadour gant ur berad eus gwad ar roer ; e tro un digempad A, B, O, e c'hoarvez dindan 4 pe 5 munud un dazgludadur merzhadus d'ar sell diglav.
Pouezañ gant ar biz war ar garotidenn e par al lagadenn vigorn, dre se fraouaat an nervenn dispis : ent vonan e c'hoarvez un istead kalon
D
Prouad o kevaraezañ studi sugañ pervezel ar glukid où. Goude bezañ euvret 25 g D-ksiloz (sukrenn sugadus, ankennevidet er bevedeg hag ezvevennet gant an troazh) e vez kavet ent reol etre 5 hag 8 g (etre 33 ha 53 mmol) en troazh borc'het e - doug ar 5 eurvezh da heul. Un ezvevennadur izeloc'h eget 3,5 g a erzerc'ha ur misug pervezel.
Arnod evit lakaat war wel un direizh a 'n emgempouezañ (diwar un anaf en ilpenn pe er benvegad rakkambrel), anezhañ pediñ ar gouziviad, serret e zaoulagad, da vale dek kammed war raok, dek kammed war gil lies gwech diouzh renk ; yaek eo ar prouad pa c'hoarvez da roud e gammedoù gwariañ ingal eus ur monedone d'egile.
Arnod amkanet da wiriañ amzalc'h ar gaenuslounezhenn ouzh ar c'hougorfenn : diounit a reer ur c'hortikosteroid, an deksametazon, a zo e wered diren borc'hadur ar c'haenwezher (ACTH), hag e tezventer en troazh hormonoù ar gaenuslounezhenn (17-CS, 17-OH) ; ent reol e leia feur ar remañ, digemm e van pa vez ur yoc'henn en uslounezhenn hag ez a dreist reol pa vez usweek an uslounezhenn.
Studi degorzh an dour dindan wered an troazhusvorc'herioù grennel.
Hentenn arveret en arnoderezh klinikel al liaoù evit hepkoriñ ar prizadurioù dangorek : diounit a reer d'ar gouziviad gwech ur plakebo, gwech al lia gwirion hep rat ken dezhañ, ken d'ar mezeg, un tredeour hepken oc'h anaout bewech natur an aozad diounezet.
Arnod amkanet da andalañ talvoud arc'hwelel ar skevent hag ar galon, anezhañ ober d'ar gouziviad ren un embregad lavaret ha studiañ e vonedigezh analadel (gwentwezad) ha kalongwazhiedel (korvez ar galon, gwask talmerel, kalonvarrwezad) e-doug ha goude ar strivad ; da skouer, dre zec'han un heskwad tremeniat er c'haher kalon, ez anata ar prouad ur skorted kurunerel enkelat dre zec'han ezreolderioù barrwezadel (izeladur an arroud ST) ; kevrediñ a reer ar prouad strivañ gant skingannluniñ ar c'haher kalon dre an talliom 201, bihanoc'h an delenañ anezhañ e tro an heskwad.
Argerzh, goulakaet gant Freud, o reiñ d’ar gouzrec’h an tu da ziforc’hañ ar c’hentrigennoù o tont eus ar bed diavaez diouzh ar c’hentrigennoù diabarzh hag, e-se, da hepkoriñ ar mesk etre merzadennoù ha derc’hadennoù a ve en orin an trezerc’hañ.
Re hir e ve dispakañ amañ kudenn ar Realität er freudegezh. En ul lankad kentañ, e ve an draelezh hag an ergerc’henn vozius en arun e-barzh bronn ar vamm ; en eil prantad, goude disparti an ergerc’henn drael, e klaskfe ar bugel boziadur gant un ergerc’henn antrael, trezerc’het ; en trede lankad, e teufe gouest ar benvegad bred da ziforc’hañ pezh a vez derc’het (eñvoret, dec’hmeget) diouzh pezh a vez merzet, — ar Realitätsprüfung o vezañ an embregadur eus seurt gouested da briziañ gwerc’hegezh-tra, traegezh, an ergerc’hennoù.
Arzaeladus eo meizadur Freud pa venn displegañ ar c’hemplezh (ar merzout) dre an eeun (an derc’hañ) : ur wech adeiladet ar reizhiad vred evel hollelezh, ne gav plas ebet ken evit an draelezh. Alese an daouadoù a rankas savelañ, evel pennaenn ar bliz / pennaenn an dra, h.a., talvoudek e-ser an deskriverezh hogen disol a-fet displegerezh dre ma taveont d’ur rummad daouelezhioù trabedel bac’hus : gwerc’helezh danvezel diavaez / gwerc’helezh vred, gwerc’helezh vred / gwerc’helezh vevedel, h.a., daouelezhioù n’o dije paouezet a vezañ andireadus nemet p’en dije Freud gallet reiñ gwiriegezh d’ar ouezoniezh alvezel eus ar bred a venne diazezañ.
∆ E-keñver yezh, e ranker teurel pled aketus da zigemmañ kemeradurioù disheñvel an termen Realität e-barzh testennoù Freud. Gant ar ster ledanañ e klot gwerc’helezh ; pa ra anv eus ar “bed danvezel, diavaez”, e ranker komz eus gwerc’helezh-tra, gwerc’helezh trael, traelezh. Gwerc’hegezh, traegezh a verk an derez a werc’helezh, a draelezh a zo en un X, ar perzh en deus un X er werc’helezh, en draelezh.
• épreuve au chrome 51 prouad dre ar c'hrom 51 • épreuve d'acidification provoquée prouad an trenkekaat • épreuve d'hyperglycémie provoquée prouad ar glukozusvec'hiañ • épreuve de Boyden prouad Boyden • épreuve de charge prouad bec'hiañ • épreuve de freination prouad astaliñ • épreuve utilisée au cours de l'exploration prouad arveret e-kerz an imbourc'hiñ • éprouver des affects anglevout kantaezadoù, kantaezañ • éprouver des impressions cénesthésiques kevanglevout.
Imbourc'h embreget evit diournat an enzimanaezioù o tizhout kennevid ar fruktoz, anezhañ ober euvriñ 30 g fruktoz dre m2 gorread korf ; gant ar gouzrec'h bonan ne gemm nemeur ar gwadvec'hioù glukoz ha fruktoz ha n'eus fruktozegezh na glukozegezh troazh ; pa vez angougemer hêrezhel ouzh ar fruktoz, e sav a-dizh ar gwadvec'h fruktoz hag e tiskenn goude un eurvezh, tra ma vez ur gwadisvec'h glukoz brevus.
Hentenn arveret da zinoiñ poent loc'hañ ur gwadtroazhañ ; goulenn a reer digant ar gouziviad troazhañ e-barzh teir gwerenn : 1) mar bez unliv an teir gwerennad, e teu ar gwad eus al lounezh, 2) mar bez livekoc'h an teirvet, e teu eus ar c'hwezhigell, 3) mar bez ruz ar gentañ gwerennad dreist holl, e tezreer ez eo parzh adreñv ar c'han troazh a zo o wadañ.
Arouez gweadenn ar glin ; ar gouziviad o vezañ gourvezet a-gein pe a-gostez, dalc'het e c'har war c'hwelañ diabarzh hag e droad war ezkamm, e c'houlanker ur plegañ-astenn ouzh ar c'har ; pa vez un anaf er stagell e kroaz araok e verzher un diskrog.
Studi argemmadoù ar c'halkiomwadvec'h goude ensinklañ engwazhiennel herrek 0,8 mL/kg eus un dileizhenn glukonat kalkiom da 10 % ; ent reol, 15 min goude an ensinkladenn e sav ar gwadvec'h kalkiom da 125 mg/L ha diskenn d'ar feur reol (100 mg/L) goude 2h30 ; dre ar prouad-mañ ez imbourc'her gouested ar bevedeg da herzel ouzh ar gwadusvec'h kalkiom, peurgetket da vorc'hañ ar c'halkitonin ; peurliesañ e vez hiraet krommenn ar gwadvec'h e kleñvedoù ar skoedenn (ar pennsac'h eeun, ar skoedusvorc'h ha dreist holl ar skoedisvorc'h) oc'h erzerc'haat skorted borc'hañ ar c'halkitonin (sl. calcitonine).
Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.
Muiadur diarvenn ampled an analerezh, o tevoudañ, gant gouziviaded 'zo : a) un dargrezañ kigennel, b) ur gwaskad tetaniezh, c) ur barrad droukfell, d) un diskenn trumm eus ar gwask talmerel, na c'hoarvez ket pa vez sklerozek an talmerennoù.
Araezad arveret evit studiañ kennevid an triglikeridoù : dezventet e vez ar vitamin A er gwadveiz 3, 6 , 9, 12 ha 24 h goude euvriñ 500 000 unanenn a 'r vitamin ; hemañ, dileizhet e-barzh ar c'hilomikron, a vez suget en o ser gant ar pervez ha treuzkaset d'ar gwad ; kevreizh eo feur an triglikerid er gwadveiz da feur ar vitamin A (sl. chilomicrons, hyperlipémie, hyperlipi-démie, vitamine A).
Dezventañ ar glukoz er gwad e-doug an div eurvezh da heul an ensinkladur gwazhiennel, war yun, eus 12 unanenn insulin ; ent reol e vez izelaet ar gwadvec'h glukoz eus 50 % ; ul leiâd dreist 60 % a verk ur gizidigezh reñverek ouzh an insulin (skorted an uslounezhenn pe ar c'hougorfenn), ul leiâd dindan 40 % zo arouez un insulinharzusted darnel.
Prouad amkanet da c'houzout hag arbenn un ezwal eo an iswask warsavel : gourvez a ra ar gouziviad war un daol wint a lakaer da c'hwelañ betek diraez ur savlec'h nes d'an diazerc'h ; da yaek e lakaer ar prouad mar c'hoarvez, goude un amzer hir pe hiroc'h, ur vaganad pe un ezwal diwar gouezh ar gwask sistolel.
Diforc'h etre al lipidwadusvec'hioù war yun ha 5 eurvezh goude ur pred ennañ 70 g glukid, 70 g protid ha 70 g lipid ; ent reol, e sav ar gwadvec'h lipid goude pred a etre 0,70 ha 2 g/l : muiaet e vez ar feuriader gant an arteriosklerozeion (etre 2,5 ha 3 g/l) ha dreist holl gant an aterosklerozeion, an diabeteion ha gouziviaded ar ksantomatoz.
Kefleuñvad renet war-benn dinoiñ gouseizi leiek un ezel traoñ : ar gouziviad o vezañ er rakgourvez, pleget a-skouer e zaoulin e doare m'emañ e zivc'har a-zerc'h, e c'houziz hag e kouezh war ar gwele ar c'har e tu ar gouseizi.
Prouad gevennañ an insulinvorc'hañ, anezhañ hanren yuniñ rik gant kemerad dour reol, war-benn lakaat war wel ur glukozwadisvec'h naouedel.
Prouad amkanet da erc'hwiliañ arc'hwelerezh an avu dre vuzuliañ amzer Quick a-raok ha goude diounit vitamin K ; pa zistro un amzer Quick re hir d'ur werzhad reol goude ar sankadenn, e tezreer bezañs un negez enankañ pe sugañ ar vitamin K gant ur gouziviad bonan e avu ; hiraet e chom avat pa vir ur skorted avu a zanveziñ ar vitamin.
Hentenn diournat ha dezrannañ ar seizioù lagadloc'hadel, oc'h arverañ ur skramm murel tezellet, gwerennoù livek ha pokoù luc'h.
Prouad amkanet da andalañ heforzhded ar c'horrwazhied, anezhañ dec'han an dassav e gwazhiennoù ur vrec'h hag, a-benn 30 min, erlemel gwad e pep hini eus an div vrec'h ha keñveriañ, en daou standilhon, feur an hemati, an hemoglobin, ar protidoù hollel, ar c'heñver albumin-globulin, douhennad sec'h ar plasma hag ar gwad hollel ; dre geñveriañ an disoc'hoù e jeder ar fuad dour ha proteinoù c'hoarvezet a-dreuz speurioù korrwazhied ar vrec'h dindan dassav.
Imbourc'h amkanet da ziforc'hiñ ar bouzarderioù dec'havael diouzh ar bouzarderioù treuzkas dre geñveriañ ar stenren migornel (bouc'h pe talbenn adreñv pleg ar skouarn) hag ar stenren askornel (brennigenn) ouzh froum un tonreizher ; gwell eo ar s. m. eget ar s. a. pa vez bouzarder dec'havael pe pa vez reol ar skouarn, ar gin eo pa vez bouzarder treuzkas.
Prouad amkanet da zinoiñ fincherezh ar vouzarded ; an den reol e gleved a greñva e vouezh en ur metoù trouzus (damoug melc'houedenn-kilreder, Gl. réflexe cochléo-récurrentiel) ; ur fincher a sav read e vouezh pa barer trouz ouzh e zivskouarn diwar-bouez un talgen selaou.
Prouad strivañ war-benn gwiriañ ar stad kalongwazhiedel a-geñver gant embregerezh ur sport, anezhañ ober 20 plegadenn a 'n izili traoñ d'an talm a unan bep div eilenn ; notet e vez ar poulz ha gwask ar gwad a-raok ha goude ar prouad, hag ivez e-doug an distro d'an aoz kent (sl. effort : épreuve d'∼ ).
Prouad da erc'hwiliañ stad al livenn : salv a nep anaf enlivennel eo ar gouziviad mar gell, en e c'hourvez a-gein, derc'hel e izili traoñ 5 cm a-us talenn an daol e-pad 30 eilenn.
Embregad evit lakaat war wel ur gouseizi leiek en un ezel : pediñ a reer ar gouziviad gourvezet a-gein, serr e zaoulagad, da blegañ e zivvorzhed da 90° war e lestr hag e zivc'har da 90° war e zivvorzhed ; mar bez gouseizi e stader ur gouzizadur argammedek eus an troad ; e Frañs e reer anv kentoc'h eus prouad Barré, ar c'hemm nemetañ eo e vez gourvezet a-gof ar gouziviad ; un embregad leteñvel a c'haller ren gant an izili krec'h.
Prouad arveret evit priziañ bakterilazhusted ar granulokit : o lakaat a reer da fagokitañ rannigoù lateks intret gant n. t. ; pa vez reol an traoliañ fagokitel, e vez dilaosket H₂O₂ a zire an n. t. e nitroformazan hag e teu ul liv glas war ar granulokit ; ezvezañs al livadur a verk ur fagokitañ ezreol dre zivig enzimatek (stadoù negez hangaeel, er granulomatoz lestel argammedek da skouer) (sl. granulomatose septique progressive).
Prouad amkanet da imbourc'hiñ amred gwazhiennel don an ezel traoñ ; arloañ a reer ur rolt damstardet dindan wareg ar wazhienn spis ; goude ur munudvezhioù bale, e plad an teuc'helloù dindan ar rolt mar bez bonan ar gwazhiennoù don dre ma vez amdreuget an amred gorre etrezek enno.
Gwadusvec'h reol al lipaz goude ensiklañ engwazhiennel eus sekretin blivaet gant an drenkenn β-metilkolek. Faziañ a ra e degouezh skorted ilgreiz. A-wechoù e vez graet ivez -metilkolek. Faziañ a ra e degouezh skorted ilgreiz. A-wechoù e vez graet ivez prouad dre sekretin anezhañ.
Skinimbourc'h ar c'hreuz war-lerc'h un ensinkladur morfin, war-benn kreskiñ tant, ampled ha buanez fiñvoù ar c'hreuz.
Damoug loadurel a arzalc'h ar c'hempouez (emgempouezañ diarzoug) pa vez ar gouzrec'h, en e sav sonn, dindan vount araok-adreñv pe war gostez. Kigennoù kostez ar c'horf ma vez embreget ar bount a argrez raktal. Steuziañ a ra an damoug-se er c'hleñved Parkinson, er midantoù emstumm, h.a. ; reol e vez en ankedreoù tabezel hag ilpennel.
Kefleuñvad amkanet da spislec'hiañ, pa vez teuc'helloù, ar gwazhiennoù digonus oc'h arc'hwelañ a-gilred. Ar gouziviad o vezañ gourvezet, e c'har uhelaet e staler ur rolt e krec'h ar vorzhed (er wrizienn) hag e rodeller ur vandenn Esmarch eus troad da wrizienn an ezel. Ar c'hlañvour a lakaer goude en e sav ha, tra ma lamer ar vandenn Esmarch eus an nec'h d'an traoñ, e roller unan all diouzhtu un tammig uheloc'h. Dav lezel etre an div ul lijorennig rez, ma c'haller arselliñ ar gwazhiennoù digonus o leuniañ ar wazhienn spis.
Prouad an darwalladezh c'houzañvat evit deznaouiñ ar stadoù darwalladel. Gant ur gouziviad na ziskouez dreistkizidigezh ebet ez ensinkler en derm : – 1∘ ouzh talbenn araok un arvrec'h, 1/10 mL gwadveiz un den kizidikaet ; – 2∘ war an arvrec'h all, 1/10 mL gwadveiz un den ankizidikaet (ensinkladenn dest). Antronoz ez ensinkler dik en hevelep lec'hioù 1/10 mL eus an danvezenn gizidikaus (douhennadoù proteinek liesseurt, h.a.). Yaek eo an disoc'h pa zevoud an ensinkladenn antigen, sevenet er poent ma'z eo bet ensinklet gwadveiz ar gouzrec'h kizidikaet, ur plakad linadellek er poent-se a-benn 10 min ; an kez plakad zo kelc'hiet gant un tachad eritematus, debronus alies, dezhañ un treuzkiz etre 10 ha 40 cm. Padout a ra etre un 1/2 h hag 1h.