Preder
1. épice ; 2. caractère bien trempé, bonne tenuetemz g. -où ― Geriadur ar geginouriezh

1. Danvezenn, ar peurliesañ tennet eus plant 'zo, a dalvez da lakaat blaz war ar bouedoù (alese ivez an termen : temz boued). An hanc'herioù sasunadur, oc'huzenn, louzoù frondek, spis ha temz zo nes kenan o ster hag an arver anezho er gegin, pa dalvezont da gevogañ blaz ar meuzioù. Ne c'haller ket lakaat harzoù sonn kenetrezo pa 'z eont kevarlank aliezik a-walc'h. A se an arver neuennus eus an termenoù-se a-berzh ar geginourion hag an aozourion (Sl. spis). 2. Dalc'h un danvez, an anien start anezhañ.

  • La pâte a une bonne tenue Temz mat zo gant an toaz
caractère relevé, épicé, piquant, saveur forte, montantkevog g. -où ― Geriadur ar geginouriezh

Perzh ur meuz a zo kreñv e vlaz, araezus da vroudañ an ilboued, hag a zo un elfenn eus e oc'husted (Sl. oc'husted, temz).

épicespis g. -où ― Geriadur ar geginouriezh

Danvezenn plantel frondek arveret evit sasuniñ ar boued : pebr, kraoñ muskadez, kanell, tach jenofl, h.a. Ar spisoù a ra dave dreist holl d'ur saour dibarek, d'ur vrouted pe d'ur c'hevog bennak degaset d'ur prientad gant un pe lies danvezenn blantel, arallhin alies. Termenoù damgevatal eo spisoù ha temzoù (Sl. temz, sasunadur).

  • Aromatiser l'eau de cuisson du seitan avec des épices et des herbes aromatiques Frondiñ an dour da boazhañ ar seitan gant spisoù ha louzaouennoù frondek
épice (Sl. spis)ispis g. -où ― Geriadur ar geginouriezh