A-zivout ar grouell e deroù ar gwilioud, enteiñ en digor krec'h evit diskenn e kavenn al lestr ; hervez al lodenn oc'h enteiñ da gentañ (an erload, Gl. présentation), e tiforc'her erload ar gitern (Gl. présentation du sommet), erload an tal (Gl. présentation du front), erload an dremm (Gl. présentation de la face), erload ar revr (Gl. présentation du siège), h.a. (sl. dégagement, présentation).
Disvount darnoù 'zo eus an empenn dre igorennoù enklopennel ar bilhonenn dev, anezhañ rouestlad treloc'hel a 'n uswask enklopennel diwar arbennoù lec'hel (gwadliñv, yoc'henn o kreskiñ buan, gwatoñv is-tev daraezel) ; hervez an igorenn, e tiforc'her 1) an ankad dindan falc'h an empenn pe ankad is-falc'h (Gl. engagement sous la faux, Sz. subfalcial herniation), stadet alies e tro gouliñv an empenn, oc'h angorzhañ parzh araok an hanterennoù empenn, hep grevusted, 2) an ankad ividig (Gl. engagement temporal, Sz. temporal herniation) ma 'z a lodenn draoñ an dolbezenn ividig, linket dre igorenn telt an ilpenn, da amwaskañ kef an empenn, o tevoudañ koma, mabusvoll e tu an anaf, reuter ec'hempennded, ustead kalon, elanal, daskomprad analadel hag alies ar marv diwar gwadliñv e 'r c'hef empenn, 3) an ankad ilpenn pe ankad an huegoù (Gl. engagement cérébelleux pe amygdalien, Sz. tonsillar herniation), ken grevus all : emsilañ a ra huegoù an ilpenn dre an toull bras o stankañ ode ar pevare kambr hag o strizhañ an hirvel.