Dre geñveriañ gant ar reizhiadoù fizikel, ez arlakaas Freud ur “benvegad bred” gouest da dreuzfurmiñ gremm ha da bourchas labour. “Gremm-annodiñ” a reer ivez eus ar gremm bred, ha “c’hwel” eus al labour bred.
Sl. ÉCONOMIQUE ; ÉNERGIE LIBRE — ÉNERGIE LIÉE ; INVESTISSEMENT ; LIBIDO.
Anv rumm evit ar c'hementad keweriañ ret da ziskoulmañ ur gudenn lavaret, pe hegerz d'un ampoent en ul lec'h eus ur rouedad.
Termenoù o kennotañ, diouzh ar savboent armerzhel, an diforc’h a ra Freud etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel. En argerzh kentael e lavarer ez eo diere pe hever ar gremm e kement ma ver davit diskarg en doare herrekañ hag eeunañ ; en argerzh eilvedel, ez eo ereet, e kement ma’z eo daleet ha reolet e lusk davit diskarg. Diouzh ar savboent dedarzhel emañ ar stad diere e diagent ar stad ereet, houmañ o verkañ un derez uheloc’h e luniatadur ar reizhiad vred.
Amprestet eo an daouad termenoù-se diouzh ar fizik. Helmholtz, anavezet mat e labourioù gant Breuer ha Freud, a enebe lebendige Kräfte (fiñvnerzhoù) ouzh Spannkräfte (stennerzhoù) ; fizikourion all a lakae keñver-ha-keñver “gremm barrek” ha “gremm fiñvek”. Oc’h ober dave ezpleg d’ar c’healioù-se, e klask Breuer termenañ ur furm a c’hremm barrek bezant er reizhiad nervel hag e ra anezhañ “stennadur nervel” pe c’hoazh “gremm paouezek”. Freud eo a zegasas an termenoù “gremm diere” ha “gremm ereet” ha dreist-holl keal diagentelezh ar gremm diere war un dro gant an diforc’h etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel.
énergie librement mobile, gremm heloc’h (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; énergie physique, gremm fizikel (sl. ÉCONOMIQUE) ; d’autres physiciens opposaient “énergie potentielle” et “énergie cinétique”, fizikourion all a lakae keñver-ha-keñver “gremm barrek” ha “gremm fiñvek” (sl. ÉNERGIE LIBRE — ÉNERGIE LIÉE) ; Breuer s’attache à définir une forme d’énergie potentielle présente dans le système nerveux et qu’il nomme “tension nerveuse” ou “énergie quiescente”, e klask Breuer termenañ ur furm a c’hremm barrek bezant er reizhiad nervel hag e ra anezhañ “stennadur nervel” pe “gremm paouezek” (sl. ÉNERGIE LIBRE — ÉNERGIE LIÉE) ; conversion de l’énergie psychique en énergie nerveuse, amdreiñ ar gremm bred e gremm nervel (sl. INNERVATION) ; on applique à la psychologie le principe de la conservation de l’énergie selon lequel dans un système clos la somme des énergies reste constante, e tedalvezer d’ar vredoniezh pennaenn kevandalc’h ar gremm ma chom hervezi digemm sammad ar gremmoù en ur reizhiad kloz (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; ce qui revient à postuler l’existence d’une énergie psychique ou nerveuse, a zo degemerout ez eus ur gremm bred, pe ur gremm nervel (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; une énergie quiescente ou “excitation tonique intracérébrale” et une énergie cinétique qui circule dans l’appareil, ur gremm paouezek pe “broud stennek enempennel” hag ur gremm fiñvek oc’h amredek er benvegad (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE)