Termen arveret gant Freud da aroueziñ al “labour” kaset gant ar benvegad bred war-benn mestroniañ ar broudadoù o tegouezhout gantañ hag a ve o daspugnadur dañjerus evitañ. Dre al “labour”-se e vez ar broudadoù gougevanet ouzh ar bred ha kenereet diwar-bouez stagoù-strollata.
Freud a zibabas ar ger Arbeit hag e zeveradoù (Traumarbeit “c’hwel an hunvre”, Trauerarbeit “c’hwel ar c’hañv”, h.a.) dre ma heñvelekae ar benvegad bred ouzh ar reizhiadoù fizikel o tegemer, o treuzfurmiñ hag o treuzkas gremm, al luzad o vezañ meizet evel “kementad labour goulennet digant ar bred”.
∆ Daoust ma’z eo dilezet hiziv seurt meizadur alvezelour eus ar bred, e vez bepred arveret an termenoù Arbeit, travail e geriennoù evel Trauerarbeit, travail du deuil, ma wisk avat ar gerioù Arbeit, travail ur c’hemeradur bredoniezhel a zo aet pell diouzh a intente Freud. Setu perak e reomp gant c’hwel, o lezel gant labour ar c’hemeradurioù fizikel ha kevredigezhel. A-du-rall, e roomp da dec’hwelañ ar ster arbennik ““labour” ar bred war gremm al luzadoù”, e kemm ouzh danzen a lezomp gantañ ur c’hemeradur hollek.
Sl. CONSTRUCTION ; ÉLABORATION SECONDAIRE ; INTERPRÉTATION ; PERLABORATION.
Adaozañ an hunvre evit he lakaat war furm ur senario damgempoell ha heveiz. Lemel diouzh an hunvre he doare amoet ha digempoell, stankañ an toulloù enni, azverañ he elfennoù dre ziuz hag ouzhpennañ, setu pezh a ra Freud anezhañ ar c’hempenn eilvedel pe c’hoazh : arveziñ an heveizded (Rücksicht auf Verständlichkeit). An eil lankad eo eus c’hwel an hunvre ; dougen a ra war dedaoladoù bet danzeet gant gwikefreoù all (dazbec’hiañ, treuzlec’hiañ, dezluniañ). Koulskoude, gouez da Freud, ne c’hoari ket ar c’hempenn eilvedel war furmadurioù a zeufe da azverañ goude taol ; er c’hontrol “ez embreg diwar ar penn-kentañ un delanvad blenius ha diuzus war voniad dezevoù an hunvre”.
l’après-coup, plus qu’une décharge retardée, est une élaboration, un “travail de mémoire”, an dianwerc’h, en tu all d’un diskarg dilerc’hiet, zo anezhañ un danzen, ur “c’hwel koun” (sl. APRÈS-COUP) ; une élaboration de l’analyste, un danzeadur a-berzh an elfenner (sl. CONSTRUCTION) ; élaboration, dec’hwelañ ; danzen (sl. ÉLABORATION PSYCHIQUE) ; kempenn (sl. ÉLABORATION SECONDAIRE) ; elle porte sur des produits déjà élaborés par d’autres mécanismes, dougen a ra war dedaoladoù bet danzeet gant gwikefreoù all (sl. ÉLABORATION SECONDAIRE) ; Freud y voit un mode de défense plus élaboré et plus adapté que le refoulement, Freud a wel amañ ur mod-difenn danzeetoc’h hag azasoc’h eget an arvoustrañ (sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) ; selon le degré d’élaboration du conflit défensif, hervez an derez danzeadur eus ar c’henniñv-difenn (sl. MÉCANISMES DE DÉFENSE) ; sa capacité de maîtriser et d’élaborer psychiquement les excitations, e ouested da vestroniañ ha da zanzen ent vredel ar broudadoù (sl. TRAUMA, TRAUMATISME) ; une élaboration psychique conçue comme une nécessité pour l’appareil psychique de lier les impressions traumatisantes, un dec’hweladur o klotañ gant ar ret evit ar benvegad bred eren ar buhezadoù daraezek (sl. TRAVAIL DU DEUIL).