Darvoud ar beajoù aerdreizher ma rank arvalion ar c'hlas arboellat chom azezet e-doug eurvezhioù ; e dalc'h gorrekadur amred distro ar gwad e c'hoarvez anaezioù o vont eus ar gouliñv en o zreid d'an tromboz gwazhiennel en o divc'har ha betek an enfroù skevent.
Unan eus an tri savboent kemeret gant Freud da studiañ ar bred, an daou all o vezañ ar savboentoù dialuskel ha lunegorel. Goulakaet eo bezañs ur gremm a zo e andon er bevedeg, o tont tre er bred e stumm al luzadoù, o lakaat benvegad ar bred da gefleuniañ ur c’hwel, ul labour. Ar c’hwel-se zo danzeadur ar broudadoù, treuzfurmadur ar gremm diere e gremm ereet, ampelladur an diskarg, h.a. Unan eus amplegadoù ar c’hwel bred eo heloc’hded ar gremm e diabarzh ar bred : riklañ a ra a-hed ar meni roudennoù ez eo ar chadennadoù-strollata ; ar perzh diazez-se a zeskriver ivez evel dizalc’hted an derc’hadoù e-keñver ar c’hantaezadoù (ar re-mañ intentet en o arvez kementadel, evel “pegementoù kantaezad”, “sammadoù broud”, gouest da redek a-hed ar chadennadoù derc’hadoù ha da chom annodet en derc’had-mañ-derc’had).
Freud a gave ez eur aotreet da gomz eus “gremm”, eleze eus un “arvez kementadel” hag eus un “armerzh” bredel, dre ma c’haller heuliañ hentadur ar broudadoù a-dreuz d’ar bred, argemmadur o c’hreñvded, ar c’henstourm etrezo, dre ma c’haller o c’heñveriañ ha priziañ o ment evel ma reer (ar muzuliañ jedoniezhel lakaet er-maez) gant ar gremm fizikel er reizhiadoù alvezel. “Ne ouzomp netra war natur an argerzh-broudañ en elfennoù ar reizhiadoù bredel ha ne gav ket dimp ez omp aotreet d’ober war an divoud ur goulakadur bennak. Oberata a reomp enta bepred gant un X bras a addegasomp e pep dezgeriadenn nevez” (Jenseits des Lustprinzips).