Kresk an dispign gremm a-geñver strizh gant natur ar maguzennoù euvret.
Mod derannañ ma vez dibabet an derannadourion hervez dezverkoù savelet en amzer werc'hel.
Argrezañ oc'h ober d'ar c'henvell loc'hañ hep muiaat an tant er c'haher.
Doare da intent an anadennoù bred evel disoc’h eus ar c’henniñv hag eus kenstriv nerzhoù a zo, e dibenn dezrann, a orin luzadel. Dialuskegezh ar bred a ro da gompren an harzder ouzh diraez an diemouez ha war un dro ar broustennoù o sevel diwarnañ. Ent deskrivadurel, an termen diemouez a verk kement a vez er-maez eus maezienn weredel an emouezañ hag e-se emañ ar ragemouez e-barzh ; ent dialuskel avat, an hevelep termen a arouez “n’eo ket mennozioù enkelat dre-vras, hogen mennozioù dezho dialusk, mennozioù o chom disparti diouzh an emouezañ en desped d’o c’hreñvder ha d’o niñvegezh”.
Studi monedigezh ar reizhiadoù greantel kemplezh diwar ataladoù o arc'hwelerezh. An dedalvezadur pennañ anezhi eo darvanerezh en amzer werc'hel an argerzhioù greantel kemplezh : er gremmaerezh derc'hanel, en eoulgimiezh, h.a. Evit an imbourc'h-se e vez engwezhiet alies riñverezed kemblac'hel pe hiron, barrek da ziskoulmañ ent armerzhek reizhiadoù bras ataladoù orgemmel.
la conscience joue un rôle important dans la dynamique du conflit […] et dans la dynamique de la cure, ur roll a bouez zo gant an emouezañ e dialusk ar c’henniñv […] hag e dialusk ar gur (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; le caractère dynamique du psychisme se vérifie par le fait qu’on rencontre une résistance pour accéder à l’inconscient, dialuskegezh ar bred a ro da gompren an harzder ouzh diraez an diemouez (sl. DYNAMIQUE) ; au sens dynamique cependant ce terme désigne “non des idées latentes en général, mais des idées qui ont un certain caractère dynamique […]”, ent dialuskel avat, hevelep termen a arouez “n’eo ket mennozioù enkelat dre-vras, hogen mennozioù dezho dialusk […]” (sl. DYNAMIQUE) ; l’inconscient est une notion topique et dynamique, ur c’heal lunegorel ha dialuskel eo an diemouez (sl. INCONSCIENT) ; la valeur dynamique de l’inconscient, dialuskegezh an diemouez (sl. INCONSCIENT) ; d’emblée, Freud décrit le refoulement comme une opération dynamique, diwar an derou e teskriv Freud an arvoustrañ evel ur gwezhiañ dialuskel (sl. REFOULEMENT) ; il joue un rôle qui peut à peine être surestimé dans la dynamique du processus de guérison, e c’hoari ur roll a c’haller a-vec’h dreistpriziañ e dialusk argerzh ar pare (sl. TRANSFERT).
Rizh memor ma vez klenket ar stlenn en ur gellig eus ar skor e-doug ur pad harzek hep-mui. Evit na ve ket kollet ar stlenn e ranker e azbevaat a wechoù ingal. War se e reer da hollad ar stlennadoù amredek e diabarzh ar vemor. Anvadoù all ar vemor dialuskel : memor amredat , memor drebunat , memor dreledat .
Hentenn dreolouriezh da ziskoulmañ ar c'hudennoù a rizh reoliñ gwellek.
Sl. [translation dynamique]
Gwezhiañ renet war ur goulev kargadus, o talvout da ensezañ ar goulev e nep lec'h dieub bras a-walc'h eus pennvemor un urzhiataer. Graet e vez neuze an treuzkludañ ennegoù n'eo ket da geñver ar c'hargañ met da boent an erounit, dre arverañ marilhoù treuzkludañ.