Preder
coup de fouet : douleur en ∼coup de fouetlaur g. fiblus, fiblad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Poan feuls trumm oc'h erzerc'haat freg ur stirenn da geñver argrezadur ur gigenn (freg eus stirenn ar seul, eus stirenn uhelañ ar gigenn daoubennek) ; a-wechoù e tarvez ar freg e korf ar gigenn he unan.

désafférentation : douleur de ∼deafferentation painlaur g. andegasadel ― Geriadur ar vezekniezh

Poan a-geñver gant un anaf war forzhioù degasat an nervreizhiad trobarzhel, merzhet en ezvezañs a nep fraouâd argevezus, dezhi lies rizh klinikel : aneraez laurus, uc'hanglev, berioù daredek ; stadet goude an ambidañ (laur ar voñsenn, ezel tasmant), an diskogad, ar senkl, al liesnervennfo.

douleurlaur g. ― Gervaoù skiant
douleur moralemind painpoan spered, laur bredel, laur askre ― Geriadur ar vezekniezh

Kantaezad andespizadus, a arouezer pe dre leterc'hañ (diwaskadur, dinerzh, goullo), pe dre c'heriennoù dangorel ken andespizadus all (tristez, gouvid, mantr, doan, grevadurezh), azon pennañ ar velankoliezh.

douleur physique, douleur somatiquephysical pain, somatic painpoan b. gorf, laur g. -ioù kreudel, gost b. ― Geriadur ar vezekniezh

Merzhad lec'hiek divlizus, andespizadus, a arouezer pe dre an arbenn a ardaoler outañ, pe alies dre leterc'hañ (bloñsañ, flemmañ, troc'hañ, regiñ, gweañ, poazhañ, breviñ, h.a.) ; ent klasel, hervez doare al laurioù, e teskriver : al laur askornvac'hus (Gl.  douleur ostéocope, Sz.  osteocope pain), poan don, lemm an eskern hep azon all ; al laur berius (Gl.  douleur lancinante, Sz.  lancinatory pain), o c'hoarvezout a bistigoù grezvarrek ; al laur dardennus (Gl.  douleur tensive, Sz.  tightening pain), poan kevret gant ur santad stennded ; al laur gwanus (Gl.  douleur pongitive, Gl.  boring pain), heñvel ouzh an droug a ra ur boentenn o sankañ don er c'horf ; al laur kantreidik (Gl.  douleur erratique, Sz.  wandering pain), o kemmañ lec'h dizehan ; al laur luc'hedek (Gl.  douleur fulgurante, Sz.  fulgurant pain), kriz, trumm ha berrbad ; laur poentek (Gl.  douleur exquise, Sz.  sharp pain), lemm ha sezet en ul lec'hienn strizh ; al laur ponnerek (Gl.  douleur gravative, Sz.  heavy pain), poan kevret gant ur santad pouezañs ; al laur talarus (Gl.  douleur térébrante, Sz.  terebrant pain), poan don heñvel ouzh an hini a rafe ur gwimeled ; al laur torwaskus (Gl.  douleur tormineuse, Sz.  torminal pain), gwentl grizias o tont dre varradoù.

douleur, doulour- ― Geriadur ar vezekniezh

anesthésie douloureuse aneraez laurek angine peu douloureuse huegfo amlaurek douleur, algie laur, gost douleur brutale laur feuls douleur abdominale laur kof douleur en coup de fouet laur fiblus, fiblad douleur morale, anxiété anken douleur rebelle laur kilvers douleur tenace laur dalc'hus douleur très vive, violente, atroce laur grizias douleur violente, accablante laur brevus douleur vive laur kriz douleurs lombales loanost douloureux, algique, ayant la douleur pour symptôme laurek douloureux, algique, provoquant une douleur laurus douloureux, algique, relatif à la douleur laurel  être, devenir douloureux lauriñ hypersensibilité à la douleur lauruc'heraez la perception douloureuse ar merzhout laur la sensibilité à la douleur al laureraeziñ non douloureux, sans douleur dilaur ressentir de la douleur lauriñ sensibilité douloureuse gwiridigezh sons douloureux stenioù laurus.

DOULEUR. ― Geriadur ar bredelfennerezh

la psychanalyse semble montrer qu’infliger de la douleur à autrui ne joue aucun rôle dans les buts visés originairement par la pulsion, hañvalout a ra ar bredelfennerezh diskouez ne vuk ket al luzad da gentañ d’ur pal a ve skeiñ laur gant an hentez (sl. SADISME — MASOCHISME) ; l’intérêt du sujet pour le monde extérieur diminue : toute son énergie est accaparée par sa douleur et ses souvenirs, ar gouzrec’h a ya war zigreskiñ e zeur ouzh ar bed, skrapet ma’z eo e c’hremm gant e zoan hag e eñvoradoù (sl. TRAVAIL DU DEUIL) ; [région] qualifiée par le malade de douloureuse, [lec’hienn] doareet gant ar c’hlañvour evel laurek (sl. ZONE HYSTÉROGÈNE) ; les douleurs partaient toujours d’un point déterminé, e loc’he bepred al laur diwar ur poent resis (sl. ZONE HYSTÉROGÈNE).