Bodad stlennadoù dazveret a un dalc'h da geñver un eskemm etre unvezioù un urzhiataer pe da geñver ur c'heweriad e diabarzh ur goulev.
Argerzh, emgefreek peurliesañ, dastum roadennoù e sell d'o c'heweriañ dre un urzhiataer. Arveret e vez ar c'herienn-mañ er greanterezh pa vez kennasket rag-eeun un urzhiataer ouzh an enankerioù. Er mererezh, e komzer kentoc'h a euvriñ roadennoù, renet dre an dorn pe adal termenelloù.
Ar gorren roadennoù a lavarer keflinenn pe en amzer werc'hel pa emell an urzhiataer war-eeun e dastum ar stlennadoù ha pa c'hell, da heul, korwerediñ warnañ. Ar gorren roadennoù a vez graet diwar-bouez trobarzhelloù diseurt evel luc'hlennerioù pe warellennerioù pe, rag-eeun, dre enankerioù o vuzuliañ an anadennoù da studiañ ha da reoliñ : bez' e vez anezho peurliesañ enankerioù arhentoù kemblac'hel, oc'h enderc'hel da c'houde un amdreiñ kemblac'hel/niverel evit ma ve keweriet gant ur riñverez niverel ar stlenn gorreet .
Arbennigour karget da reoliñ despizerezh hag arver goulunioù ur stlennvon. Abaoe 1975 e tiforc'her :
- ardead an embreger, atebek war ar goulun ergrafañ ;
- ardead ar bon, atebek war ar goulun diabarzh ;
- ardeaded an arloañ, atebek war goulunioù diavaez an arver.
Arbennigour karget da zespizañ ha da drezalc'h steradur ar roadennoù.
Teskad kalvezderioù stadegel o amkan deskrivañ, rummañ ha koazhañ ar rezïoù a vent vras.
Mod adeiladezh ma vez un ditour oc'h arc'hañ a-stur an hevelep gwezhiadur d'un niver bras a gewerieroù peurheñvel o labourat war roadennoù disheñvel.
Rizh adeiladezh a-stur a-vras.
Bodad stlennadoù korvoadus war-eeun, frammet peurliesañ e rezh ur stlennvon kevastenn d'un domani anaoudegezhioù dibarek. Amparet hag arzalc'het e vez ar stlennvankoù gant ensavadurioù spesadel, aozadurioù foran pe gevredadoù micherel, a zo ar genderc'herion anezho. Ar stlennvankoù zo outo da amlederion kevredadoù dafariñ hag ameilañ stlennegel - o dafariaded kefridiet da lakaat aregoù arbennik e kerz an arveriaded anstlennegour dre hent ar rouedadoù bras a bellstlennegezh riezel hag etrevroadel. Da venegiñ ez eus hiviziken kouraterion o hanteradiñ etre an dafariad hag an arveriad dibenn.
Trevnad roadennoù kevanek, lerc'hwezet e-barzh advemorioù, savelet ha kevraokaet en erdu ur bodad arveriaded (koskor un embregerezh, h.a.). Endalc'had ar bon zo peurliesañ ar stlennadoù ret da arc'hweladur an embregerezh. Ardoet e vez ar stlennvonioù gant meziantoù spesadel, a reer anezho reizhiadoù ardeiñ stlennvon. Ar re-mañ a vez lavaret daveaduriek, urzhazek pe rouedadek hervez an delvan roadennoù o deus da ardeiñ.
Sl. [modèle de données] [système de gestion de base de données]
Oberiek kenan eo an imbourc'h e domani ar stlennvonioù, an ahelioù pennañ o vezañ :
~ an aregoù dazverañ, nes d'al lavar, a-geñver gant an naouegezh alvezel.
~ ar stlennvonioù liesmedia, oc'h amgantañ roadennoù niverel, testennel, luc'hel, stenel ;
~ an delvanoù kevaraez da zeskrivañ ergorennoù kemplezh ;
~ ar stlennvonioù dezreadel, a-zalc'h ouzh ar c'hevarouezerioù hag ar gouezvonioù ;
~ an ostilhoù harpañ an ergrafañ ;
~ arvezioù damkanel ar stlennvonioù : an aregoù, an askizañ.
Ergrafañ, pe c'hoazh : danzen, ur stlennvon a reer eus an argerzh o loc'hañ diwar ur stad a draoù kantouezel hag o tisoc'h gant ar stlennvon keñverek. Lies tennad a vez d'an argerzh-se :
1. Dezvonnañ er gantouezelezh an elfennoù o deus d'ober gant ar saviad a venner derc'hennañ.
2. Kevelstrollañ an elfennoù bet dalc'het d'ober un trevnad ; hevelep gwezhiañ a ampleg ez eus bet dibabet un delvan dibarek a roadennoù.
3. Deluniañ an trevnad diwar-bouez un areg deskrivañ (despizañ) roadennoù ; a se e tegouezher gant un deskrivadur (despizadur) eus ar stlennvon da vezañ kennaouet d'an arveriaded koulz ha d'ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Emañ dibab an areg e dalc'h an delvan roadennoù arveret, o c'houzout e vez a-wechoù lies areg evit un delvan lavaret.
4. Gwiriañ hag an deskrivadur aozet a vast da ezhommoù an arloañ (ma ne vast ket, distreiñ d'an derou ha ren un argerzh danzen nevez).
Un argerzh kemplezh ha skoemp eo ergrafañ ur stlennvon. D'e gas da vat, e ranker alies danzen a-zistag istrevnadoù en erdu strolloù diseurt arveriaded (gwazrannoù un embregerezh), pezh a zisoc'h gant un teskad selledoù arveriad. Un eil tennad eo kevaniñ ar selledoù, eleze kendeuziñ ent argammedek ar selledoù diseurt war-benn diraez goulun bloc'hel ar stlennvon.
Ur wech danzeet, e rank ar stlennvon bezañ kempennet e sell d'ar c'horvoerezh, a lavarer c'hoazh : engwezhiet. An tennadoù-mañ a ya d'ober argerzh an engwezhiañ :
1. Diwar-bouez an areg deskrivañ roadennoù azas, kadaviñ deskrivadur ar stlennvon e-barzh ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Eno ez a d'ober goulun ergrafañ ar stlennvon, dizalc'h diouzh nep arload hag ivez diouzh framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel.
2. Prientiñ ha kadaviñ ar goulun diabarzh, eleze deskrivañ framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel, despizañ ar reolennoù kenglotañ etre ar goulun diabarzh hag ar goulun ergrafañ.
3. Prientiñ ha kadaviñ ar goulunioù diavaez hag ar reolennoù kenglotañ etre ar goulunioù diavaez hag ar goulun ergrafañ. Ur goulun diavaez zo deskrivadur ar stlennvon diouzh ur selled dibarek, eleze deskrivadur ur stlennvon galloudel renet adal ar stlennvon revoudel.
Peurliesañ e teskriv ar goulun diavaez ar selled eus un istrevnad er bon (a se en en anver ivez isgoulun), o reiñ tro da c'havaelañ ul lod hepken eus ar roadennoù, da gemmañ o anv pe o rezh pe c'hoazh o framm en un amgant piaouel d'an delvan roadennoù arveret. a-zalc'h ouzh pep arload emañ ar goulun diavaez o teskrivañ ar selled a zo e hini.
4. Kargañ (kentaskrivañ) ar stlennvon : anv zo amañ a ebarzhiñ er bon an holl werzhadoù a-geñver gant stad derou ar roadennoù deskrivet.
Renet e vez argerzh an engwezhiañ dindan reolerezh ardeaded stlennvon. Ur wech echu lankad an engwezhiañ, gant kadaviñ ur goulun diavaez da nebeutañ, e vez korvoadus ar stlennvon. Graet e vez ar c'horvoerezh diwar-bouez un areg dazverañ ar stlennadoù : bodad arc'hadoù gant ar reolennoù d'o arverañ evit krouiñ, eztennañ, daskemmañ, dilemel roadennoù e-barzh ar bon.
Daou rizh aregoù a ziforc'her evit a sell ar stlennvonioù :
~ an aregoù despizañ, a dalvez da zeskrivañ, hervez un delvan, ar stlennvon ha destrizhoù e gevanded ;
~ an aregoù dazverañ, a dalvez da wezhiañ war ar bon, da angerc'hañ ennañ pe d'e zaskemmañ.
Daou rizh zo d'an aregoù dazverañ er par diavaez :
~ aregoù diardreug, pa rank an arveriad menegiñ unan hag unan ar gwezhiadurioù da ren, o leviañ a-zoug kamm erolerezh luniad ar roadennoù ;
~ aregoù diarbal, pa zifer an arveriad doareoù ret an disoc'h. Ar reizhiad ardeiñ stlennvon a rank neuze aozañ ur bellerezh imbourc'h, ar pezh a ampleg ur meziant kalz kempleshoc'h.
Rizh stlennvon a zo e frammadur diazezet war an daveadurioù (e ster ar jedoniezh) etre ar roadennoù. Ouzh keal ar restr emañ gantañ erlec'hiet keal an daolenn, ar rezoù o tougen an daveadurioù.
Da skouer, an daolenn a vez oc'h ober he bannoù anvennoù tud, deiziad o ganedigezh, niver o bugale, h.a. : e pep rez e lenner enta un daveadur o toareañ un hinienn. An areg boazietañ da sevel ha korvoiñ ar stlennvonioù daveaduriek eo an SQL.
Sl. [SQL &]
Stlennvon a zo e stlennadoù strewet en douaregor e-barzh desezadoù stlennegel kenereet dre ur rouedad pe nep araez kehentiñ kevatal.
Teskad stlennadoù oc'h ober un elfenn geweriañ.
Trevnad o c'hoarvezout eus un amred stlennadoù gant pep a reoler kehentiñ en e bennoù.
Hollad an unvezioù a zo o roll kadaviñ, treuzkas, keweriañ an ditouroù, an ennegoù hag ar roadennoù e-barzh ur c'hewerier.
Heuliad gwezhiadurioù o c'hoarvezout a gerc'hat hag a vodañ stlennadoù a natur spesadel, a strollañ hag a virout anezho war ur skor alvezel e sell d'o c'heweriañ dre urzhiataer.
Araezad o lakaat da dreizhidañ en ur rouedad roadennoù o tougen enneg o dehaezadour.
Koll kementad ar stlenn endalc'het gant roadennoù da heul distruj eus re anezho pe an ensoc'h eus roadennoù darankat.
Goulev karget da ardeiñ ar roadennoù elfennel en ur reizhiad c'houleviñ pe e-barzh ur reizhiad ardeiñ ur stlennvon.
Hentenn dreuzkas roadennoù niverel ma vez ar re-mañ o c'henniñ un arhent kemblac'hel pellgelerezh (skingomz, pellwel).
Nep paker, gant bezañ en e gerz an avead azas, zo en araez da eztennañ eus an arhent kemblac'hel treanket an roadennoù niverel endalc'het gantañ.
Roadennoù e rezh kevreizhennoù kendalc'hek.
Roadennoù e rezh kevreizhennoù arskarek.
Trehentiñ, war ar rouedadoù dezougen, stlennadoù a orin diseurt (bankoù, maltouterezh, greanterezh) hervez reoladoù resis. An eskemmoù roadennoù stlennegel a ampleg etrekennaskañ rouedadoù liesgenezh, eleze danzen ketalioù ha komenadoù en ur spisaat o skoueriekadur.
Teskad stlennadoù sellet evel unvez keweriañ elfennel.
Avead, lakaet etre un avead gourfenn keweriañ roadennoù hag un amred, a zo e gefridi treuzfurmiñ en un arhent darbennadus gant hemañ an arhent evodet eus hennezh, hag a-geveskemm. Sk.: ur modem.
Nep avead keweriañ roadennoù gougediet ouzh ur rouedad treuzkas stlenn.
Hollad ar roadennoù o trehentiñ etre unvez kreiz un urzhiataer hag an unvezioù trobarzh diazalc'h.
Hollad ar stlennadoù lazek o trehentiñ gant ar rouedadoù treuzkas. Seurt trehentiñ a ampleg kenderc'h ar stlennadoù, an dastum anezho e-barzh stlennvankoù, an ardeiñ hag an degerzañ anezho gant dafariaded.
An ezhomm bras ouzh bras a zo da gerzañ keladoù armerzhel, gouiziel, greantel, kevredigezhel o tont a bell zo en orin keal al lanv roadennoù trariezel.
Ardoerezh haeziñ ar stlennvankoù diwar-bouez rouedadoù stlenngehentiñ. Pourvezerezh ar roadennoù a vez kefleuniet gant dafariaded, perc'henned pe get d'ar stlennvankoù a veront.
Kevanenn o c'hoarvezout a zaou pe lies avead gourfenn keweriañ roadennoù, ereet diwar-bouez un pe lies korvell roadennoù.
Urzhiataer bleniet gant froud ar roadennoù ha n'eo ket gant kemaladezh an ditouroù.
Sl. [flot de données]
Rizh ijinenn froud roadennoù o kevaraezañ diaserded ar gwezhiadurioù : ar re-mañ a vez erounezet en ur c'hewerier pe gewerier eus an ijinenn kerkent ma vez prest ar roadennoù.
Trevnad ergrafoù gant ar reolennoù d'o arverañ o talvout da zeskrivañ ha da frammañ un teskad roadennoù.
Evit deskrivañ ur saviad ez eus meur a rumm delvanoù gant pep a splet hag a zisplet.
An delvanoù klasel a ya d'ober an teir familh-mañ :
a) an delvanoù rouedadek , araezus da frammañ ur stlennvon en ur rouedad hennadoù kenereet ;
b) an delvanoù urzhazek , araezus da frammañ ur stlennvon en un urzhaz hennadoù kenereet dre liammoù urzhazek o-unan ;
c) an delvanoù daveaduriek , araezus da frammañ ur stlennvon (an hennadoù hag o ereoù) en ur bodad taolennoù, pe rezïoù, anvet daveadurioù.
Delvanoù nevez zo war ziorren : an delvanoù steraduriek , o reiñ deskrivadurioù pinvidikoc'h eget an delvanoù klasel.
Treugennad arveret gant ar reolerioù kehentiñ loet e-barzh un eread roadennoù.
Sl. [chaînon de données]
Sl. [banque de données]
Treuzfurmiñ ar roadennoù derou e roadennoù aesoc'h da geweriañ. Gwezhiañ renet alies E-ser ur rakkeweriañ.
Gorren ha lerc'hwezañ - en ur furm voneget pe get, war ur skor pe skor - stlennadoù e sell d'o c'heweriañ ent stlennegel.
Aozadur prevez pe foran o verañ stlennvankoù hag oc'h aotren an diraez enno war zivizoù 'zo. Bez' ez eus ivez kouraterezhioù (◊ brokers), parvaoù arbennik o pourchas roadennoù o tont eus bankoù diseurt hep bezañ dafariaded evito.
Doare ma vez trevnet hag erouezet roadennoù. An daou seurt kanteulioù e-barzh ul luniad roadennoù zo ar stlennadoù o-unan (gwerzhioù niverel, hedadoù nodoù) hag an ereoù etre ar stlennadoù. An ereoù a dalvez da erolañ luniad ar roadennoù, war-benn ren ar gwezhiadurioù elfennel ouzhpennañ, dilemel, hizivaat hag arglask stlennadoù. An ereoù a c'hell bezañ ampleg (ennegoù riñvet a-zalc'h ouzh ar stlennad e-unan pe a-geñver gant al lec'hienn alvezel), pe ezpleg. En degouezh-mañ diwezhañ, e vez e-barzh an ere, anvet neuze poenter, enneg an elfenn(où) a c'haller tizhout.
Reizhiad veziantel o ren ardoerezh emgefreek ur bon roadennoù. E amkanioù zo :
~ ren un deskrivadur eus roadennoù ar bon hag ober dezhañ emdreiñ a-geñver gant dedroadur ezhommoù an arloadoù ;
~ krouiñ roadennoù er bon hag o arverañ (eztennañ, daskemmañ, dilemel) hervez o deskrivadur ;
~ diogeliñ kendizalc'h ar goulevioù hag ar roadennoù, eleze gallusaat daskemmañ framm kadaviñ ar roadennoù hep azlamm war skrivadur ar goulevioù arloañ emañ ar roadennoù-se engwezhiet enno, hag a-geveskemm ;
~ gwareziñ ar stlennvon ouzh nep teukad, periantel pe veziantel, a-zarvoud pe a-ratozh.
Ar reizhiadoù ardeiñ stlennvon a vez lavaret rouedadek, urzhazek pe daveaduriek hervez delvan ar roadennoù o deus da ardeiñ.
Sl. [base de données +] [modèle de données]