Dieubiñ ar c'hreizennoù nervel izelañ, endan-bluskenn, diouzh reolerezh ar c'hreizennoù uhelañ ; termen dispis en askont d'un arver bredoniel anezhañ a ro da genster ‘pluskennel' ha ‘diarvenn', ‘endanbluskennel' ha ‘diarzoug'.
Kevreted usvec'h bras an albumin ha feur (dam)reol ar c'helligoù el liñvenn benn-kein, stadet en empennfo darreuziat, ar yoc'hennoù empenn, amwask ar mel a-livenn, al liesgwriziennfo, erzerc'hadoù nervel ar velitokokiezh.
Gwerederezh kendizalc'h ar c'hentezoù hag ar c'hofigoù, peurliesañ diwar ur mire : ar poulz gorrek pad eo pe kleñved an distroll da heul un tolc'had kentez-kofig klok ; peurliesañ e talc'her an termen evit an degouezhioù ma lamm ar c'hofigoù buanoc'h eget ar c'hentezoù.
Anargrez ar c'haher kalon daoust d'ur c'halonvarrwezad reol, o tarvezout goude un tredansak diounezet evit digrehadiñ ; dizañjer pa dizh ar c'hentezoù, e tevoud en eneb un astal amred grevus pa lez diwered ar c'hofigoù ; ar wikefre anezhañ a ve ur strafuilh e treizh an ion Ca ++ dre ionganioù kelligoù ar c'haher kalon ; stadet e vez ivez da geñver freg ar c'hofig o rouestlañ un angwazhiad.
le passage de la dissociation à l’intégration, an tremen eus an distrollañ d’ar c’hevaniñ (sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT) ; Bleuler entendait mettre en évidence le symptôme fondamental de ces psychoses : la Spaltung (dissociation), e felle da Bleuler lakaat war wel an azon pennañ eus ar psikozioù-se : ar Spaltung (distroll, disfaout) (sl. SCHIZOPHRÉNIE) ; symptôme désigné par les termes de discordance, dissociation, désagrégation, azon a lakaer warnañ an anvadoù disklot, distroll, disfaout (sl. SCHIZOPHRÉNIE).
Seurtad distroll kentez-kofig dre zaremouezh ma vez kentezoù ha kofigoù o lammat herrek ha kendizalc'h, ar wagenn gentezel P o hañvalout “neuenniñ” en dro d'ar wagenn kofigel R (sl. dissociation atrioventriculaire, inter-férence 1 ).