Tanijenn vorferek ar gwiad kellaouek endan-groc'hen o tevoudañ ur varvenn ledek.
Tanijenn strewek en dro d'ar youlc'h, peurliesañ e dianlen ur gouli er fraezh pe er youlc'h, o tizhout an diabeteion hag an alkooleion dreist holl.
• amoebicides diffusibles, non diffusibles amoeblazherioù skignus, anskignus • baisse de la diffusion alvéolo-capillaire isfu logigoù-korrwazhied • cholangite diffuse non oblitérante bestlforzhfo strewek anstevius • capacité de diffusion pulmonaire barr fuiñ skeventel • coefficient de réflexion diffuse gwezhiader disvannañ amstrewat • colorant diffusant rapidement livuzenn o skignañ buan • décalcification généralisée, localisée ou diffuse dirazekaat hollek, lec'hiek pe strewek • douleurs diffuses laurioù strewek, laurioù dispislec'h • empêcher la diffusion de l'oxygène des alvéoles pulmonaires vers les capillaires parraat ouzh an oksigen a fuiñ eus al logigoù skevent d'ar c'horrwazhied • hémorragies viscérales diffuses gwadliñvoù strewek er flugez • hyperplasie diffuse de l'épithélium thyroïdien uswe strewek epitelienn ar skoedenn • la tendance du cancer à diffuser dans l'organisme an doug gant ar c'hankr da skignañ dre ar bevedeg • le coefficient de perméabilité dépend de la diffusibilité de la molécule emañ ar gwezhiader hedreuzded e dalc'h skignusted ar molekul • luminance d'un diffuseur parfait sked un amstrewer derc'hek • photon absorbé ou diffusé fotonenn luget pe amstrewet.
Tanijenn a orin remmel alies ar gwiad stirek arzel pe troarzel ; devoudañ a ra laurioù hag a-wechoù angrizadoù, sk. : kleñved Dupuytren (sl. maladie de Dupuytren).
Kleñved hêrezhel enkilek, dermatoz anadet d'ar c'hanedigezh, naouus dre un hiperkeratoz hollek oc'h amparañ ur grogen dev, kalet, skarillet, o c'hronnañ ar c'horf abezh, o stankañ an igorennoù, o herzel a fiñval, a zenañ pergen, o kas herrek d'ar marv gant an disvezhur, an angwent pe ar poreadur (sl. ichtyose).
Anaez o tizhout tud yaouank genidik eus diazad ar Mor kreiz, naouus dre un darc'hoal puilhek, barradoù laur kof hag un daralladur herrek eus ar stad hollek o tisoc'h, en desped d'an didorroù, gant ar marv a-benn etre 1 ha 4 bloaz ; un azoniad eo o kevrediñ ur misug pervezel ouzh ar glukid, ar protid, al lipid hag ar c'hevionennoù, ur gwadisvec'h kaliom ha kalkiom, a-geñver gant isteñv ar bodennoù pervez, ensiladur tonenn ar vouzellenn voan gant kelligoù limfoplasmokitel yud, arvez reticulosarkomatus eus gwerblennoù ar gandedenn, bezañs er gwad eus ur protein ezreol, anezhañ un tammad eus digorvelloù ponner an immunoglobulinoù A ; kleñved a hañval bezañ unan e-touez kleñvedoù an digorvelloù ponner.
Seurtad kreuzfo dibaot, naouus dre ur gourusvent eus plegoù glaourgenn ar stomok hag usteñv ar gwagrennoù glaourvorc'hus, gwisket ganto a-wechoù neuz gwagrennoù ar c'holon ; kuñv e vez peurliesañ an dedro, nemet e tenn usvorc'h ar sug kreuz (kreuzad naouezennus, Gl. gastropathie exsudative) da zec'han gouliñvoù dre un adaverezh proteinoù ha da gas, gwechoù 'zo, ar gouziviad betek par ar fallezh.
Teskad laurioù hollek a stader gant ar merc'hed e barr an oad, hir ha kuñv o dedro, kevret gant bezañs poentoù laurus ouzh ar pouezañ.
NOTENN : Betek 1986 e raed Gl. polyenthésiopathie et fibrosite (liesenlenfo gant fibrozit) eus an azoniad-mañ (sl. enthésite).