Araezad amkanet da gemmañ dasparzh ar molekul dileizhet e div liñvenn gevarall etrezo ur gennenn handreuz ; houmañ a gae ouzh ar c'holloidoù hag a lez ar c'hristalloidoù da fuiñ adalek an dileizhenn ma emaint bec'hiekañ etrezek eben ; arveret e vez seurt kalvezder dispartiañ en hentennoù karzhañ ezlounezhel.
Araezad karzhañ ezlounezhel amkanet da eztennañ an disveveladoù pistriek yoc'het er gwad hag ar reñver dour dre ober dezho fuiñ a-dreuz da c'hlaourgenn ar pervez : eroueriet e vez ar pervez eurvezhioù pad gant ul liñvenn un disterig usgrennek ebarzhet dre ur sont daouzegennel ha dastumet dre ur sont youlc'hel ; dilezet eo an araezad-se hiziv.
Araezad karzhañ ezlounezhel dre fuerezh an disveveladoù pistriek a-dreuz d'an ampelenn : eroueriañ a reer kavenn an ampelenn gant ul liñvenn un disterig usgrennek (sl. autodialyse, hémodialyse).