Termen eus mererezh an ospitalioù, pep rumm oc'h erdalañ holl anaezioù ur reizhiad arc'hwelel, da skouer anaezioù an nerveg.
Kemennad oc'h ambroug treuzodad pe erounezad ur goulev hag o c'houzav pe ez arc'hwel mat ar goulev, pe ez eus kammadoù ennañ ha pere.
Hennadiñ ur c'hleñved dre zezren diwar an elfennoù pourchaset gant an imbourc'hioù klinikel hag amglinikel.
Imbourc'h war ar rizhell pe ar grouell dre araezioù stenwereadel, bevoniel, gwiadoniel war-benn dizoleiñ kammneuziadoù.
Dervaat deznaou ur c'hleñved dre zigemmañ e azonoù diouzh azonoù kleñvedoù all.
ce terme marque davantage une incertitude du diagnostic qu’une espèce pathologique précise, an termen-mañ a verk muioc’h un arvar en deznaouiñ eget ur spesad kleñvedel strizh (sl. CAS-LIMITE)
Prouad diazezet war arglask an hormon korionel gonadotrofek (hCG) — gourfaoterek e-doug ar vrazezded — e-barzh troazh pe gwad ar vaouez da imbourc'hiñ ; dilezet eo hiziv an araezad a oa dinoiñ gwered an ensinklañ troazh pe gwadveiz war stirad ganadel loened imbourc'hva ; hiziv ez arverer hentennoù herrekoc'h ha resisoc'h (hangaeoniel, skinhangaeoniel, hangaeenzimatek, hangaegendreluc'hel).
Diazezet e-pad pell war erwezh Wassermann e harp bremañ an deznaou war erwezhioù ersoliadel pe skoueriek arnevez (VDRL, TPHA, FTA abs. test).