Preder
diablediaoul g. -où ― Geriadur ar geginouriezh

Lestr e pri poazh splu o c'hoarvezout eus div hanterenn heñvel e stumm darbodoù, a c'hell an eil pe eben talvezout da c'houlc'her. En diaoul e poazher legumaj, frouezh (kistin, da skouer), hep ouzhpennañ tra ebet, na liñvenn, na druzoni. Gwechall e veze lakaet an diaoul war an oaled, alese e anv moarvat.

préparer à la diable, endiablerdiaoulañ ― Geriadur ar geginouriezh

Mod poazhañ dedalvezet d'ar meuzioù kig, d'an evned porzh, d'ar pesked, d'ar bidiadoù. Ar boued a vez didammet, temzet ha goloet gant sezv, paladuret, krazet ha servijet gant un hilienn vrout, a reer hilienn diaoulet, diaouladenn, anezhi.

  • Pâtes sauce endiablée Toazennoù gant hilienn diaoulet
  • Côtelettes de porc endiablées Ramskoazioù diaoulet
sauce à la diable, préparation endiabléediaouladenn b. -où ― Geriadur ar geginouriezh
  • Du poisson à la diable Un diaouladenn besked