Ezreolder korfadurel ganedigel pe diandaraez, anezhañ distummad tilhenn ar fri en he lodenn askornek pe en he lodenn vigornek, o tevoudañ steviadur darnel pe hollel an eil kavenn pe eben, pe an div.
Arnod evit lakaat war wel un direizh a 'n emgempouezañ (diwar un anaf en ilpenn pe er benvegad rakkambrel), anezhañ pediñ ar gouziviad, serret e zaoulagad, da vale dek kammed war raok, dek kammed war gil lies gwech diouzh renk ; yaek eo ar prouad pa c'hoarvez da roud e gammedoù gwariañ ingal eus ur monedone d'egile.
Gwariañ a-untu an daoulagad, stadet dreist holl e koma al ledseizi diwar anaf gwazhiedel ledek (boukadur empenn muiek, gwadliñv, gwadveuzad ar c'hambroù) ; alies e noter ivez gwariadur ar penn war an hevelep tu (gwariañ a-untu ar penn hag an daoulagad).
Dedalvout an dazgwered dastrann (pe lenañ) ar glokaenn war glask d'an hangaegemplezhioù amredat ; ober a reer gant isrann C1q ar glokaenn, naoudiet gant an Iod 125.
déviation par rapport à l’acte sexuel “normal”, gwariadur e-keñver ar gread revel “reol” (sl. PERVERSION).
Pa azdoder gwadveiz fresk d'ur meskad a zo ennañ un antigen hag ur c'hizidikaer (antikorf), ez a ar glokaenn bezant er gwadveiz da lenañ ouzh an antigen hag e steuz diouzh ar meskad (gant ma ve ar c'hizidikaer an hini o klotañ gant an antigen) ; evit gwiriañ ha peurlenet eo ar glokaenn, ez azdoder ouzh ar meskad ul livrizhad hemati dañvad hag ur gwadveiz antidañvad bet tommet da 56°C, ennañ enta ar c'hizidikaer hep klokaenn ; mard eo bet peurlenet ar glokaenn bezant er gwadveiz azdodet d'ar meskad kentañ, ned eo mui evit dileizhañ hemati an dañvad, ne c'hoarvez ket ar gwadloezañ hag ar meskad ned a ket ruz ; lavarout a reer neuze ez eo bet dastrannet ar glokaenn hag ez eo yaek an dazgwered ; nac'hek e vez pa n'eo ket bet lenet ar glokaenn, eleze pa n'eus ket antigen er meskad ha pa c'hoarvez ar gwadloezañ ; an anadenn-se a gevaraez diskoulmañ div gudenn : 1) bezet un antigen, gouzout ha bezant eo ar c'hizidikaer keñverek en ul liñvenn (dazgwered Bordet ha Gengou, 1901) ; 2) bezet ur c'hizidikaer, gouzout ha bezant eo an antigen keñverek (sl. anticomplémentaire, complément, com-plexe immun, sensibilisatrice).
Embregad evit lakaat war wel un tizhad a 'r milendall : ar gouziviad o vezañ azezet hep harp kein a beder da astenn e zivvrec'h en ur lakaat e vizied yod adal da re an imbourc'her ha da serriñ e zaoulagad ; treiñ a ra ar bizied yod war an tu m'emañ an anaf.