Termen savet gant René Spitz evit aroueziñ ur gouvid, heñvel a-walc’h ouzh diwaskadur an oadourion, o c’hoarvezout gant ar vabaned disrannet diouzh o mamm da c’hwec’h miz. Anaklitek amañ a ra dave d’ar roll gouskor na zeu ket al luzadoù-emgemmirout a-benn da c’hoari e-keñver al luzadoù revel dre an dic’hallus savelañ un darempred ouzh ergerc’henn. Koulskoude, laoskoc’h eget ar ster freudek eo an arver a ra Spitz eus an termen.
Toute surface courbe, comme une carène ou une voile de bateau, subit des différences de pression notables : dans le cas d'une carène, à la surface de l'eau, il y a dépression près du maître couple, surpression près de l'étrave et près de l'arrière ; dans le cas d'une voile, il y a dépression sur l'extrados et surpression sur l'intrados.
A-hed ur c'horreenn gromm, evel bronn pe ouel ur vag, ez eus argemmoù gwask bras : ouzh ar vronn, tost d'ar vol, ez eus iswask e-kichen ar c'hourazen hag uswask e-kichen ar staon hag an aros ; ouzh ur ouel, ez eus iswask war an ezkein hag uswask war an enkein.
dépression anaclitique, gouvid gouskorel (sl. ANACLITIQUE : DÉPRESSION —) ; une dépression assez semblable à la dépression des adultes, ur gouvid, heñvel a-walc’h ouzh diwaskadur an oadourion (sl. ANACLITIQUE : DÉPRESSION —) ; position dépressive, savlec’h gouvidel (sl. POSITION DÉPRESSIVE) ; dans le deuil et les états dépressifs, da-geñver ar c’hañv hag an diwaskadennoù (sl. POSITION DÉPRESSIVE) ; surmonter la position dépressive, distrec’hiñ ar savlec’h gouvidel (sl. RÉPARATION) ; les formes dépressives du deuil, furmoù gouvidel ar c’hañv (sl. TRAVAIL DU DEUIL).