1 occlusion¹ 2 occlusion, articulé dentaire
◊ 1 occlusion 2 occlusion, dental articulation
◊ 1 keharzañ 2 keharz g., keharzadur g.
― Geriadur ar vezekniezh
1 Degas an dent traoñ a-stok ouzh an dent krec'h. 2 Keñver etre daou zant pe daou stroll dent krec'h ha traoñ pa vez serret an div aven (sl. articulé dentaire, gnathologie, infraclusion, malocclusion).
alvéole dentaire
◊ dental alveolus
◊ logig b. -où dant
― Geriadur ar vezekniezh
Kavenn askorn m'emañ ensteudet an dant.
ankylose dentaire
◊ tooth ankylosis
◊ tromaot an dent
― Geriadur ar vezekniezh
Kenintradur etre an askorn, an diraskorn hag en dentin o tevoudañ steuziadur stagelloù en amzantenn.
arc dentaire
◊ dental arch
◊ dentwal b. -où
― Geriadur ar vezekniezh
Garenn vetal darstummet diouzh talbenn a-rakkambr kurunennoù an dent, arzalc'het diwar-bouez liammoù metal etredentel ; pa vez desezet pep a zentwal war an div aven, e c'haller o c'henstagañ dre greierigoù hag e se kas da benn ar c'hlaviañ etreavenel.
arcade dentaire
◊ ARCUS DENTALIS
◊ gwareg b. an dent.
― Geriadur ar gorfadurezh
art dentaire
◊ dentistry
◊ dentouriezh b.
― Geriadur ar vezekniezh
Dedalvezadur an anaoudegezhioù gouiziel ha kalvezel da vezegañ an dent, d'o mirout, d'o amsaviñ, da brederiañ o c'hammloadurioù.
artère dentaire inférieure
◊ ARTERIA ALVEOLARIS INFERIOR
◊ talmerenn b. izelañ al logigoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
articulé dentaire
◊ dental articulation
◊ keharz g., keharzadur g., keharzvell g.
― Geriadur ar vezekniezh
Doare ma kej ha m'emañ kenempret gorreoù an dent krec'h ha gorreoù an dent traoñ pa vez serret an div aven.
canal dentaire inférieur
◊ CANALIS MANDIBULAE
◊ kanol b. ar c'haved.
― Geriadur ar gorfadurezh
ciment dentaire
◊ cement
◊ simant g. (dent)
― Geriadur ar vezekniezh
Danvez a ra an dentourion gantañ evit barrañ kavennoù an dent bruket pe siellañ an osodoù.
cuticule dentaire
◊ CUTICULA DENTIS
◊ amgoc'henn b. an dant.
― Geriadur ar gorfadurezh
émail dentaire
◊ ENAMELUM
◊ amailh g.
― Geriadur ar gorfadurezh
gémination dentaire
◊ dental gemination
◊ dec'hevellad g. dentel
― Geriadur ar vezekniezh
Uniad ezreol div eginenn dentel.
granulome apical ou dentaire
◊ dental or apical granuloma
◊ granulom dentel pe kernel
― Geriadur ar vezekniezh
Granulom diwanet e beg gwrizienn un dant a zo marvennet e vouedenn.
implant dentaire
◊ dental implant
◊ ensteud dant, dantensteud g.
― Geriadur ar vezekniezh
Gwrizienn galvezadel kroc'han pe titan a ensezer e-barzh ul logig dant warbenn skorañ un dantosod.
luxation dentaire
◊ dental luxation, tooth dislocation
◊ disvellad (un) dant, diempradur g. (un) dant
― Geriadur ar vezekniezh
Dilec'hiadur daraezien un dant diouzh e logig, o tevoudañ an distruj hollel pe darnel eus an amzantenn.
malocclusion dentaire
◊ dental malocclusion
◊ migeharz g. an dent
― Geriadur ar vezekniezh
Kenempradur ezreol an dent traoñ gant an dent krec'h (sl. Angle : classification d'∼
).
nerf dentaire antérieur
◊ RAMI ALVEOLARES SUPERIORES ANTERIORES
◊ barroù l.(g.) uhelañ araok d'al logigoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
nerf dentaire inférieur
◊ NERVUS ALVEOLARIS INFERIOR
◊ nervenn b. izelañ al logigoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
nerf dentaire moyen
◊ RAMUS ALVEOLARIS SUPERIOR MEDIUS
◊ barr g. uhelañ krenn d'al logigoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
orifice du canal dentaire
◊ FORAMEN MANDIBULAE
◊ toull g. ar c'haved.
― Geriadur ar gorfadurezh
périoste de l'alvéole dentaire
◊ PERIODONTIUM
◊ amzantenn b.
― Geriadur ar gorfadurezh
plaque dentaire
◊ dental plaque
◊ koc'hion s. dent
― Geriadur ar vezekniezh
Lindrad peg ouzh amailh an dent o c'hoarvezout eus danvezennoù bakteriel (Streptococcus mutans), kelligel, halvel ha bouedel, kevaraezus d'ar brukañ ha d'ar poreañ.
plexus dentaire
◊ PLEXUS DENTALIS SUPERIOR
◊ plezhad b. uhelañ an dent.
― Geriadur ar gorfadurezh
plexus dentaire inférieur
◊ PLEXUS DENTALIS INFERIOR
◊ plezhad b. izelañ an dent.
― Geriadur ar gorfadurezh
prothèse dentaire
◊ dental prosthesis
◊ 1 dentosodouriezh b. 2 dentosod
― Geriadur ar vezekniezh
1 Kevrenn eus an dentouriezh, da bal dazluniañ an dent, amsaviñ ar re ziank, oberiañ steudelloù dentdremmel. 2 Steudell diloc'h (dentosod diloc'h) pe heloc'h (dentosod lamadus) outi un pe lies dant amsaviñ.
– Dentosod stabilaat (Gl. prothèse de contention Sz. stabilization prosthesis, denture) a reer eus ar steudell da ziloc'hekaat dent aet distrantell (gant ar parodontoz da skouer).
– Dentosod oufennek (Gl. prothèse décolletée Sz. screw-cut prosthesis) a reer eus ar steudell lamadus benet he flakenn sez e doare da lezel un esaouenn etrezi ha gouzoug an dent piaouel.
– Dentosod darnel, hollel, unel a reer eus un dentosod hervez ma amsav darn eus an dent, an holl zent eus ur wareg pe un dant hepken.
pulpe dentaire
◊ PULPA DENTIS
◊ bouedenn b. an dant.
― Geriadur ar gorfadurezh
pulpe dentaire
◊ dental pulp
◊ bouedenn b. an dant
― Geriadur ar vezekniezh
Gwiad kenglenel bouk, gwazhiedek ha nervaouek kenan, a zo buhez an dant en he dalc'h, o c'henniñ ar gavenn greiz ha kanolioù ar gwriziennoù. War he gorre ez eus ur gwiskad odontoblast a ya an astennadurioù skoultrennek anezhañ e tuellennoù an dentin.