Termen arveret gant Freud en ur ster dibarek : mod difenn a zo anezhañ an dinac’h gant ar gouzrec’h eus ur merzout daraezus, ent voniek ar merzout eus ezvezañs ar c’halc’h gant ar vaouez. Seurt gwikefre a ve, hervez Freud, e devoud ar fetichegezh hag ar psikozioù. “Bez’ e c’hoarvez un argerzh a garfen envel Verleugnung, argerzh na hañval din bezañ na rouez na dañjerus-tre e buhez vred ar bugel, hogen a vez, gant an oadour, poent-loc’hañ ur psikoz.” E kement ma toug ar gourzhodiñ war an draelezh, ez eo evit Freud, dre enebadur ouzh an arvoustrañ, kentañ lankad ar psikoz : tra ma teraou an neurozeg dre arvoustrañ diarc’hadoù ar se, e teraou ar psikozeg dre c’hourzhodiñ, dre ezkantvout an draelezh.
∆ Tu zo da arverañ ezkantvout, ezverzout e-kichen gourzhodiñ evel heñvelsterioù, o verkañ neoazh ez eus moarvat ur strishadur ster da c’hortoz gant an daou gentañ : aroueziñ a reont ar gourzhodiñ e par ar c’hantvout, ar merzout end-eeun, tra ma c’hell an termen gourzhodiñ merkañ ivez heuliadoù an ezkantvout, an ezverzout e buhez ar bred.
l’une tient compte de la réalité, l’autre dénie la réalité, an eil o kantvout an draelezh, egile oc’h ezkantvout an draelezh (sl. CLIVAGE DU MOI) ; les fétichistes “d’une part dénient le fait de leur perception qui leur a montré le défaut de pénis dans l’organe génital féminin, […]”, ar fetichourion “diouzh un tu a c’hourzhod ar verzadenn he deus diskouezet dezho an diouer a galc’h en organ-genel ar vaouez, […]” (sl. CLIVAGE DU MOI) ; en tant que le déni porte sur la réalité, e kement ma toug ar gourzhodiñ war an draelezh (sl. DÉNI) ; alors que le névrosé commence par refouler les exigences du ça, le psychotique commence par dénier la réalité, tra ma teraou an neurozeg dre arvoustrañ diarc’hadoù ar se, e teraou ar psikozeg dre c’hourzhodiñ, dre ezkantvout an draelezh (sl. DÉNI) ; le déni de la réalité, gourzhod an draelezh (sl. PERVERSION).