Preder
1 2 3 dérivation1 derivation 2 lead 3 derivation1 amdreugañ, amdreug g. 2 3 amdreugad g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Adsavelañ ar red en ur ganol aet anforzhek, dre skarvañ ent surjianel al lodenn anezhi loet en argrec'h d'ar stankadur ouzh al lodenn loet en ardraoñ ; da skouer er surjianerezh koazhadel, ez amparer un amdreugad etre ar sac'henn hag ar c'holon a-ziskenn evit ober d'an trehent skoeviñ ar c'holon treuz stanket gant ur yoc'henn (sl.  cæcocolostomie) ; e surjianerezh ar galon, ez imbouder un tamm gwazhiedenn unanien pe gevanaoz war dreug un dalmerenn evit amsaviñ ur parzh stanket anezhi hag adsavelañ lanv ar gwad (sl.  pontage, shunt). 2 Er Galonouriezh, mod kennaskañ daou elektrod ar c'halonvarrwezer ouzh ar gouziviad ; hervez ar poentoù ma lec'hier an elektrodoù, e tiforc'her : 1) an amdreugadoù trobarzhel (Gl.  dérivations périphériques) kennasket ouzh an izili, 2) an amdreugadoù argalonel pe vruskel (Gl.  dérivations précordiales ou thoraciques) ; hervez an arc'hwel debarzhet da bep elektrod e tiforc'her : a) an amdreugadoù reolat (Gl.  dérivations standard ) ma talvez an daou elektrod d'an erc'hwiliañ, b) an amdreugadoù unvlein (Gl.  dérivations unipolaires) arveret en erc'hwiliañ argalonel hepken, renet dre un elektrod nebek (Gl.  électrode indifférente) ereet ouzh ar bonn kreiz hag un elektrod erc'hwilier (Gl.  électrode exploratrice) a arloer ouzh poentoù savelet eus ar rannbarzh argalonel (sl.  borne centrale). 3 En empennvarrwezañ, mod kennaskañ an elektrodoù erc'hwilier ouzh poentoù dibarek eus ar brigenn (sl.  électroencéphalographie).

dérivation ― Geriadur ar stlenneg
  • opérations de ―, multiplication, simplification niñvadurioù diarroudañ, liesaat, plaenaat [calcul formel]
dérivationamdreugad g. -où ― Geriadur ar fizik
dérivationamdreug g. -où ― Geriadur ar fizik
  • montage en dérivation (parallèle) stignad en amdreug
dérivation du liquide céphalorachidien (LCR) dans l'hydrocéphalie ◊ ◊ amdreugañ al liñvenn benn-kein (LPK) en empennfoeñv ― Geriadur ar vezekniezh

Kevaraezañ karzhadur trebadek al liñvenn benn-kein azdalc'het e kambroù an empenn da heul stankadur ar forzhioù diverañ reol, arbenn an empennfoeñv, dre savelañ ent surjianel ur gwehennadur, pe etrezek ar forzhioù assugañ naturel ez eo an oglennoù endan-gevnidek (amdreugañ kambr-oglenn, Gl.  ventriculocisternostomie), pe etrezek tachadoù assugañ ezklopennel dre hent ur c'hateter o saniañ an LPK d'ar galon (amdreugañ kambr-kentez, Gl.  ventriculoatriostomie) pe da gavenn an ampelenn (amdreugañ kambr-ampelenn, Gl.  ventriculopéritonéostomie).

DÉRIVATION. ― Geriadur ar bredelfennerezh

le vagin, dérivé du cloaque, ar gouin, hag eñ deveret eus ar c’hloak (sl. CLOACALE) ; une dérivation vers l’objet de la pulsion de mort, un deveradur etrezek an ergerc’henn eus al luzad a varv (sl. PULSION D’EMPRISE) ; ces dérivés du refoulé sont à leur tour l’objet de nouvelles mesures de défense, seurt dedaoladoù diwar an arvoustred a vez d’o zro darbaret difennoù nevez outo (sl. REJETON DE L’INCONSCIENT) ; la pulsion est dite sublimée dans la mesure où elle est dérivée vers un nouveau but non sexuel, lavarout a reer ez eo treüc’het al luzad e kement ma’z eo dihentet etrezek ur pal nevez anrevel (sl. SUBLIMATION).