En plus des pare-battage classiques, il est bon d'avoir à bord deux ou trois grosses défenses gonflables peu encombrantes et fort utiles le jour où ça remue vraiment beaucoup.
Dav eo kaout war vourzh, ouzhpenn an didoselloù boas, div pe deir didosell
hevolc'h ha dichastre, talvoudus pa vez diaes ar mor.
le moi ne peut utiliser ses défenses normales contre cet affect sexuel déplaisant, ar me n’eo ket evit klask e zifennoù reol ouzh ar c’hantaezad revel divlizus (sl. APRÈS-COUP) ; les psychonévroses de défense, ar psikoneurozioù difenn (sl. ISOLATION) ; la défense caractérielle se distingue du symptôme par sa relative intégration au moi, an difenn neuzidel zo disheñvel diouzh an azon dre ma’z eo gougevanet ouzh ar me betek ur poent (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE).
Teskad gwezhiadennoù a zo o fal diren nep kemmadenn o lakaat en arvar kevanded hag arstal bevedel ha bredel an hinienn. E dalc’h an arstal-se emañ ar me ha war un dro ez eo an dalc’her anezhañ. Dre-vras en devez an difenn da herzel ouzh ar broud diabarzh (luzad) e kement ma’z eo digempadus gant kempouez ar me ha, da heul, divlizus dezhañ. Ent dibarek e toug war an derc’hadoù (eñvoradoù, eriunelloù) ez eo ar broud ereet outo, war ar plegennoù en araez da zelankañ ar broud. An difenn a c’hell ivez treiñ ouzh ar c’hantaezadoù divlizus o deus talvezet da arhentoù dezhañ. Merket hag intret gant ar pezh a vuk outañ e dibenn dezrann — al luzad — e wered alies an difenn en un doare mac’hennek hag, evit ul lod da nebeutañ, diemouez.
Furm darfell diforc’het gant Freud e 1894-1895 diouzh an div furm all, an darfell hipnoidel hag an darfell azdalc’h. Trec’h e vez ennañ an oberiezh-difenn embreget ouzh an derc’hadoù e tro da zegas kantaezadoù divlizus. Hogen pa verzas Freud e vez an difenn o c’hoari e-barzh kement furm ’zo a zarfell, e paouezas a arverañ an termen-mañ.
Furmoù gwezhiañ diseurt kemeret gant an difenn. Ar gwikefreoù o c’hoari zo disheñvel hervez ar c’hleñved, hervez an tennad eus an dedarzh, hervez an derez danzeadur eus ar c’henniñv-difenn, h.a.
Ar meno hollek eo emañ ar gwikefreoù-difenn en arempred ar me. E-keñver arlakadurezh avat e chom da spisaat hag amplegañ a reont bezoud ur me frammet o talvezout da zouger dezho.
Gant Anna Freud e voe savet ur roll eus ar gwikefreoù-difenn pennañ : arvoustrañ, argizañ, furmadur erwezhiad, goubarañ, dic’hoarvoudekaat, ervannañ, gougantañ, eiltreiñ ouzh an-unan, tuginañ en e gontrol, treüc’hañ, eorizhekaat, hevelebiñ ouzh an argader, h.a. Melanie Klein a zeskriv furmoù a sell outo evel kezivik kenan : disfaout an ergerc’henn, hevelebiñ ervannadel, gourzhodiñ ar werc’helezh vred, h.a.
Da c’houzout eo hag oberiadek e chom un hevelep meizad goude ma roer dezhañ un erdal ken ledan ha diungenezh. Un arbennadenn all eo ez eeunaer betek re patrom-deskrivañ ar bred p’en direer, diouzh un tu d’al luzad, elfenn diarc’hus pur, ha diouzh an tu all d’an difenn, elfenn gontrolius enebet outañ. Penaos, e seurt daouad kevenebet, ober meiz war wikefreoù an argerzh kentael evel an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ e kement ma luniataont c’hoari al luzad ?
Termen arveret gant Freud er bloavezhioù 1894-1896 da aroueziñ anaezioù psikoneurozel (darfell, arur, mac’henn, psikozioù ’zo) dre lakaat a-wel ar roll, dizoloet en darfell, eus ar c’henniñv difenn.
Ur wech ma voe dizoloet penaos e c’hoari an difenn ur roll a bouez e-barzh kement psikoneuroz ’zo, e voe dilezet an termen psikoneuroz difenn ha graet gant psikoneuroz hepken.