Preder
décollement # détachementdic'hlenadur g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh

Aux allures de finesse, le décollement doit être évité si possible.

Er c'herzhedoù keflemm e ranker, mar bez tu, hepkoriñ an dic'hlenadur.

décollement de la rétineretinal detachmentdiflosk g. al luc'hsae ― Geriadur ar vezekniezh

Disfaout etre div feilhenn al luc'hsae ha naouezadur ul liñvenn isluc'hsae, o tarvezout e dianlen ur yoc'henn, un anaez a 'r gwazhied, un danijenn ha peurliesañ un daraez lec'hel pe ur rogad eus ar feilhenn diabarzh ; kevaraezet e vez ar rogad gant anafoù dic'henezhadel al luc'hsae diwar an argozhañ, un isstiwel muiek pe an anferenn ; erzerc'hañ a ra an diflosk dre flojennoù oc'h anadiñ er gwelvaez ha dre vuturniadur hemañ ; an dedro emdarzh eo an dallentez ; d'e brederiañ diwar zifrae e fester feilhennoù al luc'hsae dre ar yewezhiañ pe al luc'hgaoulediñ (lasergurañ) ; gwezhioù surjianel a vez ergemennet war-benn adastokaat div feilhenn al luc'hsae.

disjonction épiphysaire, décollement épiphysaireseparation of the epiphysisdisglenañ an dalpenn ― Geriadur ar vezekniezh

Anaf daraezel an eskern hir o tarvezout gant ar vugale, anezhañ disparti ar bloc'h migorn talpennel gant ar vabaned ha, gant ar re vrasañ, un torr etre an dreuzenn hag ar migorn kreskiñ.