Preder
cartilage de conjugaison, cartilage conjugal, cartilage de croissance, cartilage diaphyso-épiphysaire, plaque cartilagineuseepiphyseal cartilage, epiphysial disk, epiphysial plate, epiphyseal synchondrosismigorn an dalpenn, migorn kevreañ, migorn kreskiñ, disk g. talpenn ― Geriadur ar vezekniezh

Tachad bevret etre talpenn ha treuzenn en eskern ar bugel ma c'hoarvez ar c'hresk anezho diouzh an hed, dezhañ er skinwereañ neuz ur vandenn voan voull ; talpenn strujek (Gl.  épiphyse fertile) a reer eus an hini a zo stag outi ar migorn kreskiñ niñvekañ.

croissancekresk g. ― Geriadur an armerzh
  • croissance économique kresk armerzhel
  • croissance équilibrée kresk kempouez
  • croissance nulle ankresk g.
  • croissance proportionnelle kresk kenfeuriek
  • croissance zéro ankresk ; kresk mann
  • taux de croissance feur kreskiñ.
croissance, croissant (au sens large)kengresk ledan ― Geriadur ar jedoniezh
croissant, croissancekengresk aa. & g. -où ― Geriadur ar jedoniezh
facteur de croissance (dérivé) des plaquettes sanguinesplatelet derived growth factorparenn greskiñ pladanat ― Geriadur ar vezekniezh

Protein endalc'het e-barzh greunanoù ar pladanoù ; pa vez dilaosket e plasma ar gwad ez aesa da gaoulediñ ar gwad hag e kevaraez ar c'hleizennañ dre vuanaat emrannerezh ar c'helligoù ; an un protein eo a ve kiriek da neridigezh ar c'helligoù kankrek.

facteurs de croissancegrowth factorsparennoù kreskiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Danvezennoù polipeptidek na anavezer ket mat evit c'hoazh, diforc'h diouzh ar somatomedineier ha hep keñver eeun gant an hormon somatotropek ; lenañ a reont ouzh ar buzerioù kennennel ha fraouaat an neridigezh kelligel ; hennadet ez eus bet un niver anezho (sl.  cytokine, somatomédine).

fièvre de croissancefebrile growing painsterzhienn greskiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Bommoù gwrester, kevret a-wechoù gant azonoù hollek, laurioù e talpenn an eskern, a-geñver gant kresk herrek an dud yaouank.