Strinkennoù eizhtalek, heñvel ouzh nadozioù mor, a liv arwer, bet dizoloet gant Charcot e-barzh felc'h ha mel eskern ar leukemeion ha gant Leyden ebarzh skrouediadoù an astmateion, stadet ivez e-barzh kac'hadoù klañvourion an helmintiazoù, desellet evel o tisoc'h diouzh distruj ar granulokit eozinofil.
Skramm a denn e galvezouriezh korvo eus perzhioù tredandournerzhoniel ur stad dibarek eus an danvez etreat d'an arvezioù liñvel ha sonnel.