Preder
akinétique : criseakinetic failurebarrad g. anfiñvel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm droukfell leiek ankridel, naouus dre steuz ar fiñvoù hag ar goabrennegezh.

attaque, accès, crise, ictusattack, seizure, stroke, fit, crisisbarr g., barrad g., kaouad b., gwaskad g., resmiad g., strapad g., orc'had g. ― Geriadur ar vezekniezh

C'hoarvezadur trumm un anadenn gleñvedel ; en teir yezh ez eus un torkad termenoù damheñvelster, digemmet gwech dre un arliv, gwech dre ar boaz, sk. : barr urloù, barrad astma, kaouad paz, gwaskad divilhennfo, h.a..

basedowisme aigu, crise thyrotoxique, hyperthyroïdisme aiguthyroid crisisbazdovegezh b. lemm, gwaskad g. skoedenn, skoedusvorc'hegezh b. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Gwaskad gourlemm grevus diwar ur frapad gwadusvec'h tiroksin o c'hoarvezout e-kerz kleñved Basedow da geñver un oberatadenn, ur pore pe ur skoedennezvenañ, naouus dre remortad an holl azonoù hag un angremm o tedreiñ, en ezvezañs mezegadur, betek ar fallezh, ar c'homa hag ar marv (sl.  parabasedowien : syndrome ).

criseenkadenn b. -où ― Geriadur an armerzh
  • crise de chômage enkadenn dic'hwel
  • crise de croissance économique enkadenn greskiñ armerzhel ; gloazioù kreskiñ armerzhel
  • crise du logement enkadenn al lojeiz
  • crise économique enkadenn armerzh, enkadenn armerzhel
  • en crise enkadennet
  • situation de crise saviad enkadennek
  • traverser une crise diwaskañ un enkadenn.
crisecrisis1 eizigenn b., c'hwezenn b. 2 barr g., barrad g., gwaskad g. 3 eizikvan b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Kemmadur trumm e stad ur c'hlañvour, diougan ar pare hogos bepred : diskenn a-daol eus ar gwrezverk, ustroazh, usc'hwez. 2 Darvoud anaezel trumm, anezhañ peurliesañ erzerc'had spanaennek ur c'hleñved henek : barr c'hweliñ (Gl. crise de vomissements), barrad anfiñvel (sl.  akinétique : crise ), barrad astma (sl. asthme), barrad droukfell (sl.  épilepsie), gwaskad divilhennfo (Gl.  crise d'appendicite), gwaskad kalon (Gl.  crise cardiaque). 3 Prantad dedreiñ bonan a-geñver gant an oad : eizikvan an dizonañ (Gl.  crise de sevrage), eizikvan ar c'hrennoad (Gl.  crise d'adolescence), eizikvan c'hourevel (sl.  andropause), eizikvan venevel (Gl.  âge critique, ménopause) (sl.  accès, attaque).

crise bilieuse, flux bilieuxbiliousnessgwaskad bestlus ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o tarvezout a-vareadoù, naouus dre c'hweladoù ha darc'hoaladoù bestlek, kevret gant kernad ha tizhadur ar stad hollek.

CRISE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

crises émotionnelles, kaouadoù from (sl. HYSTÉRIE) ; au moment du choc survient une crise anxieuse aiguë, da-geñver ar stroñs e vez ur barrad enkrez lemm (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE).

épilepsie versive, crise versiveversive or cycling epilepsy or seizuredroukfell treiñ, barrad treiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad droukfell darnek ma c'hoarvez ar barradoù a zilec'hiadur kevreet eus parzhioù a 'r c'horf diouzh ur c'hwelahel a-zerc'h : pe an daoulagad hag ar penn, pe an daoulagad, ar penn hag ar c'hef ; peurliesañ e vez an treiñ a-eiltu d'an anaf (barrad eiltudreiñ, Gl.  crise contraversive), dibaot e vez a-gendu (barrad kendudreiñ, Gl.  crise ipsiversive).

gastrique : crisegastric crisisgwaskad g. stomok ― Geriadur ar vezekniezh

Barr laur brevus en argreuzenn, gant c'hweladoù dizehan, e-doug un nebeut devezhioù, o teraouiñ hag oc'h echuiñ trumm ; dilaur e vez ar stomok etre ar gwaskadoù ; anaez o tarvezout gant gouziviaded an tabez.

hématique : crisehaematic crisiseizigenn b. wadel ― Geriadur ar vezekniezh

Kresk niver an eritroblast ha, da heul, kresk niver an eritrokit o c'hoarvezout goude ar gwadliñvoù hag ar c'hleñvedoù lemm.

laryngée : criselaryngal crisisgwaskad g. garloc'hennel ― Geriadur ar vezekniezh

Barr migañ gant damvougadur ar vouezh hag ar paz, kinnig vaganiñ hag a-wechoù kouezhañ, o tarvezout e-kerz an tabez (sl.  ictus laryngé).

panique : attaque ou crise de ∼panic attackbarr braouañ, braouad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Gwaskad spont gant holl erzerc'hadoù un enkrez garv o tarvezout war ur goueled gouvid ha kevret alies gant ar foranarur.

temporale : crise ou épilepsie ∼temporal lobe epilepsydroukfell g. ividig ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. épilepsie psychomotrice pe temporale).

unciforme ou uncinée : criseuncinate fit (Jackson)barrad g. krogel ― Geriadur ar vezekniezh

Ur furm droukfell ividig naouus dre drezerc'hioù grezvarrek c'hweshael pe dañvael, gweledel pe glevedel a-wechoù, kevredet gant dianennoù, stadoù lederrizhañ hag a-wechoù an anc'hrez, arsellet gant ar yoc'hennoù empenn sezet e-kichen krog ar pennmarc'hig.

urinaire : criseurocrisisgwaskad g. troazhel ― Geriadur ar vezekniezh

1 Barrad laurioù c'hwezhigell ha kan troazh gant an dabezeion. Tu zo ivez d'ober gant troazhenn pe termenoù skeudennel evel struilhad troazh, diloc'h troazh. 2 Ustroazh rust o tarvezout e dibenn kleñvedoù 'zo (skeventfo, da skouer).

viscérale : crisevisceral fitbarrad g. flugezel ― Geriadur ar vezekniezh

Erzerc'had frapadek, laurus ar peurliesañ, o wazhañ organ où diseurt e - doug an tabez.