Kemalenn reoliek o c'hoarvezout eus un dreistsistol o tont diouzhtu war lerc'h ur sistol bonan ; poulz gevellat a reer eus ar poulz keñverek.
L'amarrage à couple se fait de la façon suivante :
– on passe une garde, de l'arrière du bateau visiteur à l'avant du bateau visité,
– on passe également une bosse qui servira de traversière entre les deux avants,
– on avance ensuite en se déhalant sur la garde et en réglant la traversière à la demande pour que les deux bateaux restent parallèles,
– on passe ensuite la seconde garde, de l'avant du visiteur à l'arrière du visité,
– on passe une traversière arrière,
– on raidit les gardes au maximum.
Setu penaos e vez ereet a-skoaz :
– un ere beskell a dremener eus diadreñv ar vag ostiziat da ziaraog ar vag ostiz,
– ur bos, a dalvezo da ere treuz, a dremener ivez eus diaraog da ziaraog,
– da c'houde ez eer war raok o tisachañ gant an ere beskell, en ur reizhañ an ere treuz diwar c'houlenn evit ma chomo kenstur an div vag,
– an eil ere beskell a dremener neuze eus diaraog an ostiziat da ziadreñv an ostiz,
– un ere treuz a dremener eus diadreñv da ziadreñv,
– an ereoù beskell a reuder uc'hek.
Quand un voilier gîte, le centre de voilure est déplacé sous le vent et le centre de dérive au vent : les forces aérodynamique et hydrodynamique ne sont plus alignées, un couple apparaît qui fait lofer le bateau : on dit qu'il est ardent.
Pa gostez ur gouelier, e vez dilec'hiet ar c'hreiz aervount en olent hag ar c'hreiz diruz en erwent. An nerzhoù aerwezhel ha dourwezhel n'emaint ket ken areeun, pezh a zevoud ur gindaouad a zoug ar vag da lofiñ : lavaret e vez eo aet feuls.
La composante de dérive et la portance déterminent le couple de gîte.
Ar gedrann diruz hag ar c'hludiant a ya d'ober ar gindaouad kosteziñ.
La stabilité d'un multicoque est excellente tant que son flotteur au vent reste près de l'eau ; avec une gîte importante le couple de redressement s'effondre.
Stabil tre e vez ul lieskourc'h keit ma chom nes d'ar vol ar flodell erwent ; gant ur c'hosteziñ bras e steuz ar gindaouad adwintañ.
Entre deux métaux différents, la présence d'un élément conducteur comme une pellicule de sel provoque la formation d'un couple électrolytique.
Bewech ma vez etre daou vetal kevarall ur reüzenn, ur goc'henn holen da skouer, e tiwan un daouad tredanrannadel.
Termen arveret alies gant Freud da aroueziñ ar c’hevenebiezhoù-diazez, pe e par an erzerc’hadoù bredel pe vredkleñvedel (da skouer sadegezh-mazoc’hegezh, gwelata-diskorata), pe er par trabredel (luzadoù a vuhez, luzadoù a varv).
E pep prantad eus kelennadurezh Freud e kaver keal ar c’houblad keveneboù gant un talvoud, n’eo ket hepken deskrivadurel, hogen ivez arlakadurel. Menegomp an teir c’hevenebiezh o verkañ ar savlec’hioù libidinel kenheuilh, oberiat-gouzañvat, kastrel-spazhet, gourevel-benevel ; menegomp ivez keal an amluskegezh, ar c’houblad bliz-divliz ha, boniekoc’h, daouelezh al luzadoù (orged ha naon, luzadoù a vuhez ha luzadoù a varv).
Notañ a raimp ez eo kenlive an termenoù koublet hag ez int digendireadus ; ne oufent en em c’henel kenetrezo dre un daelerezh, nemet emaint en orin pep kenniñv hag e keflusk pep daelerezh.
La traînée n'est pas directement proportionnelle à la surface apparente du mobile, appelée maître couple. Elle dépend beaucoup de sa forme, de l'état de sa surface, de sa stabilité, etc.
An hersad n'eo ket kenfeuriek ouzh gorre manat al loc'hell anvet pennskejad. Emañ e dalc'h he furm, stad he gorre, he stabilded, h.a.