Rann eus ar bluskenn empenn a-geñver gant ar gweled, anezhi al leur rizennek (leur 17 Brodman), lec'h enodiñ an arhentoù gweledel e difourk ar saezhennadur a-weled, al leurioù tro-rizennek ha lez-rizennek (leurioù 18 ha 19) ma vez keweriet an arhentoù.
1 Lodenn drobarzh un organ, o c'hronnañ ul lodenn greiz pe mezonenn, ha gronnet he unan gant ar pourc'had (pa vez unan). 2 Gwiskad steuñvenn louet o c'holeiñ gorre an empenn pe an ilpenn.
Lavnenn steuñvenn louet en dro d'an div hanterenn empenn ; studiet e vez ekeñver he c'hefluniadur (adeiladezh, Gl. architectonie), trevnadur he c'helligoù (kelligadeiladezh, Gl. cytoarchitectonie), staladur ar gwiennoù mielinek diouti (mielinadeiladezh, Gl. myéloarchitectonie).
Lodenn drobarzh ar vi, dezhi ur roll bras en neuztarzh.
• cataracte corticale ferennlug a-gaenenn • couches corticales gwiskadoù ar gaenenn • cécité corticale dallentez a-bluskenn • cortex occipital pluskenn gilpenn • cortex visuel pluskenn weledel • la corticale de l'os kaenenn an askorn, ar gaenaskornenn • épaississements des corticales osseuses tevaennoù eus kaenenn an eskern • épreuve de cortisone-glucose prouad ar c'hortizon-glukoz • hyperostose corticale infantile kaenustreuz askorn mabanel • les corticales des os courts et plats kaenennoù an eskern berr ha plat.