Lodenn araok treuzwelus eus kennenn stirek diavaez al lagad, al lodenn adreñv o vezañ al lersae (Gl. sclère) (sl. kératite).
Migrommder ar gornsae e stumm un dorgenn, disneuziad kevret gant un isstiwel muiek hag a-wechoù un amstiwel hag ul liesgwel.
Tachad ardreuziñ etre ar gornsae treuzwelus hag al lersae demer, toenn an ank kanevedenn-kornsae.
Seurtad dibaot gouliez ar gornsae o teraouiñ en trobarzh anezhi dre ensiladurioù gwenn arvelen bihan angreizhus oc'h emastenn dilaur etrezek he c'hreiz hag he donder.
Kammneuziad hêrezhel ha familhel ar gornsae, treuzkaset er mod trec'hek aotozomek, oc'h erzerc'hañ kentrat. Ganedigel a-wechoù ez eo naouus dre un demerâd kreiz e stumm ur gantenn, loet e trederenn araok ar gornsae, amparet gant strinkennoù a natur lipidel.