Preder
baie de contrôle (vidéo)monitor wallmoger b.-ioù wereañ ― Geriadur ar mediaoù
bit de contrôlecheck bitbit gwiriañ ― Geriadur ar stlenneg

Bit kevredet ouzh ur stroll bitoù, e amkan gwiriekaat ar stlenn amparet gant ar stroll bitoù.

caractère de contrôlecheck characternod gwiriañ (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod arveret da wiriañ aozioù an treuzkas.

caractère de contrôle d'exactitudeaccuracy control characternod gwiriañ dikted (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod gwiriañ o lakaat ezwerc'hañ roadennoù 'zo.

caractère de contrôle de redondance cycliquecyclic redundancy check character, CRCnod gwiriañ ar gourleizhad korek (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod gwiriañ dibarek evit ar bonegoù korek.

caractère de contrôle de redondance longitudinalelongitudinal redundancy check character, LRCnod gwiriañ ar gourleizhad hedek (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o talvout da ren ar gwiriañ parded.

case de contrôle de taillesize boxlog b. ―où deventañ ― Geriadur ar stlenneg

Log lec'hiet e korn izelañ dehou ar prenestr gweredek o talvout da gemmañ e vent.

contrôlecheckgwiriañ ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad gwezhiadennoù amkanet da stadañ hag erounezet mat e vez un argerzh.

Daou gemeradur zo d'ar Gl. contrôle : a) ar ster klasel "gwiriañ, evezhiañ war-benn stadañ hag arc'hwelañ mat a ra ur benvegad, ha dik eo un dezrevell, h.a., Sz. check " ; b) ar ster diwanet dindan levezon ar Sz. control "reoliñ, ren, kaout mestroni war, en ur wiriañ war un dro". Er stlennegezh e vez ar gwezhiadur gwiriañ heuliet alies emgefreek gant ur gwezhiadur reizhañ, emellout en argerzh gwiriet, eleze reoliñ. Alese, e vez gant ar Gl. contrôler lies kemeradur etreat ma emañ mesket ar sterioù a) ha b) a genfeurioù disheñvel hervez an dro.

Sl. [commande ▼]

contrôle ― Geriadur ar stlenneg
  • ―d'accès reolerezh an haeziñ [fraude] [garantique]
  • ―d'erreur gwiriañ kammad [concentration]
  • ―d'un processus gwiriadur un argerzh [temporisateur]
  • ―de la définition et de l'utilisation des schémas d'une base de données reoliñ despizerezh hag arver goulunioù ur stlennvon [administrateur de base de données]
  • ―de la durée d'acheminement gwirierezh pad an dehentiñ [garantique]
  • ―de périphériques reoliñ trobarzhelloù [carte d'extension]
  • ―de procédés industriels reolerezh an araezadoù greantel [application]
  • ―optimal reoliñ gwellek [programmation dynamique]
  • assurant le rôle de commande et de ― o c'hoari ur roll arc'hañ ha gwiriañ (reoliñ) [unité de commande de p.]
  • bit de ― bit gwiriañ [―] [bit de parité]
  • caractère de ― nod gwiriañ [―] [enveloppe de trame]
  • caractère de ―d'exactitude nod gwiriañ dikted [―]
  • carte de ―d'accès kartenn haezreoliñ [dérouleur de cartouches m.]
  • commande et ―du fonctionnement d'un ordinateur lankañ ha reoliñ arc'hwelerezh un urzhiataer [pupitrage]
  • des fonctions de ―et de surveillance de certains organes sont regroupées dans des unités de commande de périphériques appelées aussi contrôleurs arc'hwelioù gwiriañ hag evezhiañ organoù 'zo a vez bodet en unvezioù reoliñ trobarzhelloù anvet ivez reolerioù [périphérique]
  • dispositif de nettoyage et de ― des bandes magnétiques trevnad karzhañ ha gwiriañ al lurelloù gwarellek [certifieur de bande m.]
  • écran de ― skramm gwiriañ [saisie monoclavier]
  • en vue d'une recherche d'erreur ou d'un contrôle war-benn diskoachañ ur c'hammad pe ren ur gwiriadur [listage de la mémoire]
  • ensemble d'ordinateurs partageant des ressources uniques sous le ―de l'un d'entre eux bodad urzhiataerioù o rannañ an un loazioù dindan reolerezh unan anezho [grappe]
  • mémoire de contrôle memor reoliñ [―&]
  • outil de ―et de surveillance du réseau informatique ostilh gwiriañ hag evezhiañ ar rouedad stlennegel [système de gestion de p.o.]
  • procédure de ―d'erreur treugennad gwiriañ kammad [procédure]
  • procédure de ―de chaînon de données treugennad reoliñ korvell roadennoù [―]
  • procédure de ―de flux treugennad reoliñ lanv [procédure]
  • quatre éléments intervenant dans l'exécution d'un programme (matériel, données, programmes, ―) peder elfenn o perzhiañ en erounit ur goulev (periantoù, roadennoù, goulevioù, reolerezh) [informatique distribuée]
  • séquence de ―de trame kemalenn wiriañ irienn [―]
  • sous le ―d'administrateurs de base de données dindan reolerezh ardeaded stlennvon [base de données : m. 4]
  • trace de ― ollun gwiriañ [―]
contrôle ― Geriadur an armerzh
  • (vérification) gwiriañ (-adur, -erezh, etc...)
  • (audit) arc'hwil g. (-iad, -iadur, -ierezh, etc...)
  • (examen, demande) aters g. (-ad, aters g. (-ad, -erezh, etc...)
  • (surveillance) evezhiañ ; (-adur, -erezh, etc...)
  • (supervision, maîtrise) reoliñ (-adur, -erezh, etc...)
  • contrôle du bilan, des comptes : a) (interne) gwiriañ ar ventel, ar c'hontoù, b) (externe) gwiriañ ar ventel, ar c'hontoù, b) (externe) arc'hwil ar ventel, ar c'hontoù
  • contrôle continu des connaissances gwiriañ kendalc'hek an anaoudegezhioù
  • contrôle fiscal arc'hwil kemedel
  • contrôle de gestion reoliñ ar mererezh
  • contrôle d'identité aters pivelezh
  • contrôle judiciaire evezhierezh lezvarnel
  • contrôle juridictionnel, politique de la constitutionnalité des lois reoliñ barnerezhel, politikel bonreizhegezh an dezvoù
  • contrôle des naissances reoliñ ar genel
  • contrôle de la qualité gwiriañ ar bezhded
  • contrôles sociaux reolerezhioù kevredigezhel
  • contrôle d'une société par actions reoliñ ur c'hevredad dre gevrannoù
  • contrôle des capitaux, des changes, du commerce extérieur, des mouvements sociaux, des prix, des salaires reoliñ ar c'hevalaoù, an eskemmoù (teulennoù), ar c'henwerzh diavaez, ar prizioù, ar goproù
  • sous contrôle dindan reolerezh.
contrôlecontrola) gwiriañ, b) reoliñ, lankañ ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ vidéo video monitor gouarner g.-ioù video
  • récepteur de ~ control monitor gouarner reoliñ
contrôlereolerezh g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
contrôle continuforward error correctinggwiriañ kendalc'hek ― Geriadur ar stlenneg

Rizh gwiriañ pourchaset d'an arveriad evit gwellaat perzhded sanellerioù 'zo. Ar bonegoù lakaet amañ da dalvout a lavarer darreadek pe gendalc'hek.

contrôle d'erreurerror checkgwiriañ kammad ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad gwezhiadennoù amkanet da zizarbenn pe da zinoiñ ar fazioù en un riñvadur pe en un treuzkas stlenn.

contrôle de fluxflow controlreoliñ lanv ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad gwezhiadennoù amkanet da virout na zegemerfe ur rouedad pe ur rann rouedad muioc'h stlennadoù eget ma c'hell dehentiñ.

contrôle de paritéparity checkgwiriañ parded ― Geriadur ar stlenneg

Gwiriañ, da geñver un treuzkas, ha chom a ra hebar (pe ampar) sammad ar bitoù en un nod pe ur bloc'h stlennadoù.

contrôle de redondance cycliquecyclic redundancy checkgwiriañ gourleizhad korek ― Geriadur ar stlenneg

Ober gant bitoù gourleizhat e dibenn ur bloc'h stlennadoù da geñver ur gwiriañ kammad.

contrôle isarythmiqueisarhythmic controlreoliñ keidankorvez ― Geriadur ar stlenneg

Hentenn a zo he amkan dizarbenn an darwazh en ur rouedad trec'haoliñ duilhoù. Dalc'het e vez en arstal niver an duilhoù o trehentiñ e-barzh ar rouedad, dre berzh ma rank pep duilh gortoz an aotre da vont tre.

contrôle par blocsgwiriañ dre vloc'hoù ― Geriadur ar stlenneg

An trouz o tizhout un arhent war e dreled dre ur sanell dreuzkas a zevoud kammadoù, o lakaat mannoù da gemer lec'h unanoù hag a-geveskemm. Ar gudenn eo, o vezañ ma ne vez ket sanelloù antrouz, reoliñ an anadenn, eleze dinoiñ ar c'hammadoù hag o reizhañ.

Ar gwiriañ dre vloc'hoù a c'hoarvez a dreujañ e bloc'hoù ar stlenn da dreuzkas ha da ren ar gwiriañ war bep bloc'h ; kement-se dre dreuzkas war un dro gant pep bloc'h ur stlennad ouzhpenn lavaret gourleizhat.

CONTRÔLE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

le contrôle omnipotent de l’objet, ar reoliñ hollc’halloud war an ergerc’henn (sl. POSITION PARANOÏDE) ; psychanalyse contrôlée, sous contrôle, bredelfennadenn c’hoursellet, dindan c’hoursell, dindan reolerezh (sl. PSYCHANALYSE CONTRÔLÉE) ; l’érotisme anal est lié à la rétention, et la pulsion sadique au contrôle possessif, an erotegezh fraezhel zo stag ouzh an azderc’hel hag al luzad sadek ouzh ar reoliñ perc’hennus (sl. STADE SADIQUE-ANAL).

facteur contrôléparenn reolet ― Geriadur ar jedoniezh
gène régulateur ou de régulation ou de contrôlecontrol genegenenn reoliñ pe reoler ― Geriadur ar vezekniezh

Genenn o reoliñ arc'hwelerezh ar genennoù trevnañ ; hervez an dro, e tanze ur goudaver evit skoilhañ pe, en eneb, un apo-iser evit delankañ treuzskrivadur an RNA kannad.

mémoire de contrôle, mémoire de commandecontrol memorymemor reoliñ ― Geriadur ar stlenneg

Memor arveret da c'houleviñ arc'hwelioù 'zo, da skouer ar gwezhiadurioù enankañ/ec'hankañ.

planification familiale, contrôle des naissancesfamily planning, birth controlsteuñviñ ar genel, reoliñ ar genel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an diarbennoù kemeret gant ar c'houbladoù evit a sell ar gouennañ.

procédure de contrôle de chaînon de donnéesdata link control proceduretreugennad reoliñ korvell roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Treugennad arveret gant ar reolerioù kehentiñ loet e-barzh un eread roadennoù.

Sl. [chaînon de données]

Psychanalyse contrôlée, sous contrôle.Kontrollanalyse.control, supervisory, supervised analysis.bredelfennadenn c’hoursellet, dindan c’hoursell. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Bredelfennadenn renet gant un danvez elfenner dindan reolerezh un elfenner kevarouez. Ar bredelfenner war e stummadur a zeu reoliek da zanevellañ e labour hag ar gourseller a ra dezhañ evezhiadennoù war-benn e heñchañ hag e skoazellañ da vleniañ ar gur, ivez da emskiantañ ouzh e c’hourzhtreuzdoug. Ar mod stummañ-se a zegas an deskad da veizañ a betra e c’hoarvez ar bredelfennañ, e kemm ouzh hentoù all ar bredkurañ (goudreiñ, aliañ, sturiañ, sklaeriañ, harpañ).

séquence de contrôle de trameframe checking sequencekemalenn wiriañ irienn ― Geriadur ar stlenneg

Maez un irienn a zo anezhañ un treugennad a rizh bit, ennañ ar stlennad a c'hourleizh o talvout d'ar gwiriañ kammad.

télécommander, contrôle à distancepellreoliñ ― Geriadur ar fizik
trace de contrôleaudit trailollun g. ―ioù gwiriañ ― Geriadur ar stlenneg

Hentenn da wiriañ ur c'heweriad a-zoug kamm.

validité : contrôle de validity checkgwiriañ talvoudegezh ― Geriadur ar stlenneg

Imbourc'hiñ da c'houzout ha talvoudek eo bepred ur stlennad ; da skouer, angerc'hañ an niverenn restr hag an deiziad ezkreriañ meneget er c'helig.