Preder
1 conscience, connaissance 2 4 conscience 3 conscience, conscient 5 conscience (morale)1 2 3 4 consciousness 5 conscience1 kenskiant b. 2 emouezañ 3 emouez g., emouezañ, emouezded b. 4 emskiant b. 5 koustiañs b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Ent klinikel, anaoudegezh en deus ar gouziviad anezhañ e unan hag eus e amva, sk. : koll kenskiant. 2 Ent prederourel, an anaout an unan evel blein pennañ eus kement furm buhez 'zo, sk. : maezienn an emouezañ. 3 Ent vredelfennadel, arc'hwel eus ar benvegad bred, ar reizhiad merzhout-emouezañ despizet a-gevenep d'ar reizhiad diemouez, sk. : ar reizhiad ragemouez-emouez. 4 Ent kevredadel, an anaout an unan evel perzhour er furm-mañ furm a gedvuhez istorel, politikel, kravezel, h.a., sk. : an emskiant vroadel. 5 Perzh an den da varn ar realoù e-keñver divezouriezh, sk. : tud hep koustiañs.

conscienceemskiant b. ― Gervaoù skiant
conscience ― Geriadur an armerzh
  • (psychologique globale) emouezañ
  • prendre conscience des problèmes emouezañ ouzh ar c'hudennoù
  • (fait d'être conscient) emouezded b. ; emouiziegezh b.
  • (opposé à l'inconscient) emouez g.
  • (affective) emskiant b.
  • conscience de classe emskiant renkadel
  • prendre conscience de emskiantañ ouzh
  • (morale) koustiañs b. ; kenouiziegezh b.
  • conscience professionnelle koustiañs vicherel.
Conscience (psychologique).Conscience (psychologique).Bewusstheit.Bewusstsein.the attribute (the fact) of being conscious, being conscious.consciousness.emouezded.emouezañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) Ent deskrivadurel : doare predat a zo d’ar merzadoù diavaez ha diabarzh ouzh o diforc’hañ a-douez an holl anadennoù bred.

B) Ent arlakadurel : hervez Freud, ez eo an emouezañ arc’hwel ur reizhiad, ar reizhiad merzout-emouezañ.

Diouzh ar savboent lunegorel, emañ ar reizhiad merzout-emouezañ savlec’hiet e trobarzh ar benvegad bred, o tegemer stlenn war un dro eus ar bed diavaez hag eus diabarzh ar bred, eleze ar santadennoù eus ar steudad bliz-divliz hag an askounadoù. Alies e testag Freud ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh ar reizhiad ragemouez, oc’h ober neuze anv eus ur reizhiad ragemouez-emouez.

Diouzh ar savboent arc’hwelel, emañ enebet ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh ar reizhiadoù kounlerc’hioù ez eo an diemouez hag ar ragemouez : enni ne vez enskrivet roud ebet eus ar broudadoù.

Diouzh ar savboent armerzhel, dezverk ar reizhiad merzout-emouezañ eo kaout en he c’herz ur gremm heloc’h, e tro da zreistkevannodiñ an elfenn-mañ-elfenn (gwikefre an evezh).

Ur roll a bouez zo gant an emouezañ e dialusk ar c’henniñv (hepkoradur emouiziek an displijus, reoliata diforc’husoc’h eus pennaenn ar bliz) hag e dialusk ar gur (keñverioù etre an emouezañ hag an emskiantañ), hogen ne c’haller ket e dermenañ evel unan eus bleinoù ar c’henniñv-difenn.

Klotañ a ra ar Br. emouez a. ouzh an Al. bewusst hag ar Gl. conscient en daou ster “doare ar gouzrec’h oc’h embreger an emouezañ”, “doare ar stadoù ha gwezhiadoù bred ez eo ar gouzrec’h emouez outo”.

Ar Br. emouiziek a verk ur perzh sellet diouzh an ental, e-se enebet ouzh emouez, o verkañ un doare sellet diouzh an erdal (un den emouiziek zo un den douget da vezañ emouez).

Ar Br. emouez g. a glot ouzh an Al. Bewusste hag ar Gl. [le ] conscient “teskad an devoudoù bred ez eo ar gouzrec’h emouez outo”.

Ar Br. emouezañ v. [ouzh] a glot ouzh an Al. bewusst sein hag ar Gl. être conscient, avoir conscience [ de ]. Ar Br. emouezañ g. a glot ouzh an Al. Bewusstsein hag ar Gl. conscience (psychologique).

Ouzh ar Br. emouesaat v. & g. e klot a) an Al. Bewusstwerden “dont emouez, diraez an emouez”, b) an Al. Bewusstmachen “lakaat emouez, degas da emouez” — oc’h ober anv eus an devoudoù bred.

Kemm zo etre emskiant hag emouezañ (sl. DAFAR 64, Preder, 1964, p. 62). Emskiantañ v. & g. (Gl. prendre conscience, prise de conscience ) a ampleg emouezañ, hogen ivez buhezañ ha trec’hwel (sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT ; PERLABORATION).

Erfin e ranker diforc’hañ koustiañs (Al. Gewissen, Gl. conscience (morale) ) diouzh emouezañ hag emskiant.

conscience de soi (Philo.)Selbstbewusstseinemgenskiant ― Gerva an brederouriezh
conscience pureself-awareness (Nishida)emgevnaou ― Gerva an brederouriezh
conscience simultanéeZusammenbewußtsein (Husserl)diaser : emouezañ – ― Gerva an brederouriezh
conscience, sens intimeemskiant ― Gerva an brederouriezh
CONSCIENCE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

les représentations isolées contenues dans ces complexes peuvent revenir consciemment à la pensée, an derc’hadoù eeun a ya d’ober ar c’hemplezhioù-se a c’hell dont d’an emouezañ (sl. ASSOCIATION) ; seule leur combinaison déterminée reste bannie de la conscience, o c’hevreadur dibarek eo a chom forbannet diouzh an emouezañ (sl. ASSOCIATION) ; leur possibilité d’accès à la conscience, o diraezusted d’an emouezañ (sl. ASSOCIATION) ; certaines personnes donnent l’impression d’être sous la domination d’une conscience morale particulièrement à vif, tud ’zo a hañval bezañ dindan vestroni ur goustiañs taerus diemouez (sl. BESOIN DE PUNITION) ; le système préconscient-conscient, ar reizhiad ragemouez-emouez (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; évitement conscient du désagréable, hepkoradur emouiziek an displijus (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; [le] conscient, [an] emouez (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; rapports entre conscience et prise de conscience, keñverioù etre an emouezañ hag an emskiantañ (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; état de conscience, […] contenus de conscience, stad an emouezañ, […] endalc’hedoù an emouezañ (sl. ÉTAT HYPNOÏDE) ; conscience irréfléchie, emouezañ dizassell (sl. INCONSCIENT) ; prendre conscience, emskiantañ (sl. INTERPRÉTATION) ; la représentation reste dans la conscience, an derc’had a chom en emouez (sl. ISOLATION) ; prendre conscience, emskiantañ (sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) ; le champ actuel de la conscience, maezienn weredel an emouezañ (sl. PRÉCONSCIENT) ; absence de conscience de l’état morbide, an anemskiant ouzh ar c’hlañvadur (sl. PSYCHOSE) ; le sujet ne se sent pas coupable au niveau de l’expérience consciente, n’en em sant ket ar gouzrec’h kablus en e vuhezadur emouiziek (sl. SENTIMENT DE CULPABILITÉ) ; terme utilisé en psychologie pour désigner soit ce qui est faiblement conscient, soit ce qui est en-dessous du seuil de la conscience actuelle ou même inaccessible à celle-ci, termen arveret er vredoniezh da aroueziñ pezh a zo pe nebeut emouez (gouemouez) pe dindan dreuzoù an emouezañ gweredel pe diziraez dezhañ (danemouez) (sl. SUBCONSCIENT) ; les fantasmes qui doivent être réveillés et rendus conscients, an eriunelloù a ranker dihuniñ hag emouesaat (sl. TRANSFERT).

prendre conscience de, prise de conscienceemskiantañ ― Gerva an brederouriezh
prise de conscienceemskiantadenn ― Gerva an brederouriezh